E Breizh, ur « rummad Bardela » di-anavezet a-grenn c’hoazh
Manon Boquen - 02/19/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Sternidi ar strollad politikel o doa prometet kement-mañ er gazetenn : a-benn dilennadegoù-kêr miz Meurzh 2026 e savje ar Rassemblement national (RN) « listennoù e pep lec’h » e Breizh.
Nebeutoc’h eget dek listenn zo gant siell an RN e pep departamant breton, unan hepken en Aodoù-an-Arvor, pell eus ar gont eta.
E-giz Blanche Le Goffic, e Lannuon, ez eo deuet dremmoù poupinell all d’en em silañ e bed ar politikerezh lec’hel. Valentin Legros (21 bloaz), e Gwened. Théo Thomas (28 vloaz), en Oriant. Bastian Maldiney (25 bloaz), e Pornizh. Ur gwarderezh yaouank, dianavez-mat da annezidi ar c’hêrioù-se.
« Kenkoulz ec’h anavezemp an dud RN war ar renk a-gozh, kenkoulz ez omp amañ gant anvioù a bep lec’h, ne oant ket dindan hon evezh tamm ebet », eme ur stourmer enepfaskour breton.
An darn vrasañ anezho zo ezel c’hoazh eus ar Rassemblement national de la jeunesse (RNJ) ha laouen e vezont d’en em ziskouez gant prezidant ar strollad politikel-se, Jordan Bardella.
Evit unan tost eus al luskad politikel, emañ ar rummad-se oc’h enkorfañ ar « yaouankouriezh »-se o tont eus an RN. An dra-se a zielfenn Guillaume Letourneur, doktor war ar skiantoù politikel e skol-veur Pariz 1 Panthéon-Sorbonne : « Gwelet a reer ur patrom sevel o tont eus ar penn krec’h. […] E-giz Jordan Bardella, diwar-se e teu tud a-vicher o vevañ eus hag evit ar politikerezh. »
« Plas d’ar re yaouank », eme Gérard de Mellon ivez, kuzulier-kêr RN en tu-enep evit poent e Dinan (Aodoù-an-Arvor). Eñ, n’en em ginnigo ket d’an dilennadegoù-kêr da zont, « abalamour d’an [d’e] oad ha d’ar [d’e] yec’hed. Erru on 79 bloaz, c’hwi ’oar. »
Heulier da vezañ, Antoine Kieffer, 28 vloaz, en dije dleet mont war e lerc’h. Bet eo disklêriet chom hep gallout bezañ dilennet e-pad ur bloaz gant ar C’huzul Bonreizhel, da-c’houde direizhderioù en e gontoù kabalerezh evit dilennadegoù ar gannaded araokaet miz Mezheven 2024.

Ha hi 18 vloaz, Blanche Le Goffic he deus kemennet e oa war ar renk e Lannuon adalek miz Here tremenet. Ar penn listenn RN nemetañ e Aodoù-an-Arvor he deus bet he c’hentelioù e lise Bossuet a-raok mont, ar bloaz-mañ, war bankoù skol-veur Paris Cité, da heuliañ un aotregezh war ar gwir.
N’eus nemet se war he CV. E gwirionez ec’h anavez nebeut a dud an hini a zo ivez e penn an RNJ rannvroel hag a lavar stourm abaoe he c’hwezek vloaz e-barzh ar strollad eus an tu dehoù pellañ. « N’emañ ket ha n’eo ket bet oc’h emplegañ e-barzh ar vuhez kevredigezhel nag e-barzh ar vuhez lec’hel », a verzh Christophe Ganne, kazetenner ar sizhuniek lec’hel Le Trégor, oc’h heuliañ he frantad kabaliñ abaoe an deroù.
Muioc’h he deus desket Blanche Le Goffic digant an Institut de formation politique (IFP). Ur skol a vez o stummañ sternidi an tu dehoù hag an tu dehoù pellañ e lec’h ma kaver tud gant doareoù, tost da vMarion Maréchal ha da Éric Zemmour.
« Ur souezhadenn e oa, ac’h anzav Michel Blin, ezel euz kenstroll ar stourmoù e Bro-Dreger. En tu-hont d’ar pezh am eus lennet er c’hazetennoù, n’em eus ket bet klevet kaoz dioñti biskoazh. »
An hini a gomz evit Blanche Le Goffic zo anvet Blandine Le Naour. Karget a gehentiñ eo homañ eviti ha gwelet a reer anezhi en he c’hichen war un toullad mat a boltredoù, hag emañ hi en trede plas war he listenn.
Dilennet rouanez gouel an Hortensia e 2024, e Perroz-Gireg, hi a zo ivez merc’h da Loïc Le Naour, prezidant ar gouel-se, ha da Angélique Le Naour, 27vet war al listenn RN e Lannuon.
Ar gouel en deus bet bec’h abaoe m’emañ e penn ar gevredigezh. Bet e oa nullet e 2018 goude ma oa bet lavaret diwall gant tud a-youl-vat eus ar skipailh ouzh ur strollad tud eus an tu dehoù pellañ deuet en o zouez.
« Aet e oant e kraonell ar gevredigezh, aet e oan kuit diouti d’ar poent-se », eme Michel Le Gac, unan eus an izili d’ar c’houlz-se. Ar gouel zo adlañset e 2022, Loïc Le Naour zo e penn ar gouel bepred, met distag eus ar strollad a oa en abeg e 2018.
Michel Le Gac zo emouestlet adarre e gouel an Hortensia evel den a-youl-vat. Gwelet a ra ivez Blandine Le Naour bep Gwener e Kelc’h keltiek Perroz-Gireg, p’emañ eñ e-touez an izili. « N’he deus ket bet graet anv eus ar Rassemblement national e-kerzh hon c’hentelioù, gouzout a oar honnezh mat-tre ne vez ket komzet eus se pa vez dañset ganeomp. », eme ar stourmer komunour a lavar « ne vez ket mesket ar politikerezh gant ar sevenadurel ».
Bet omp e darempred gant strollad Blanche Le Goffic ha n’he deus ket respontet d’hon goulennoù.
Eñ zo anavezet mat en e gumun. E Pleurestud, 7.064 a annezidi e 2022 hervez an Insee, Dylan Lemoine en deus kemennet bezañ war ar renk gant livioù an RN, e miz Gwengolo tremenet, goude e faezhidigezh e dilennadegoù kannaded araokaet 2024 e kanton Saint-Maloù.
An archer-bet 27 vloaz a zo « pep tra estroc’h evit unan o plantañ bec’h », eme un den eus Pleurestud a gav dezhañ eo bet dibabet hennezh « kuit da gaout kudennoù ».
« Met daoust ha n’eo ket dañjerusoc’h gant se ? », ac’h embann ar memes den, ha n’eo ket dinec’h gant ar soñj gwelet an RN war ar renk da dapout ti-kêr ur gêr e lec’h ma eo aet ar strollad eus an tu dehoù pellañ war-raok en dilennadegoù a-raok.
Hentad Dylan Lemoine ne lez da welet kammed a-dreuz ebet, panevet ar fake news-mañ bet strewet diwar-benn ar vinored diambroug e Dol, e-kerzh un dael er skinwel e 2024, pehini en dije lakaet « kreskiñ an disurentez », padal ne oa ket digor an ensavadur c’hoazh.
Evit ar peurrest, e chom didrouz ar paotr yaouank pa ne vez ket o traktañ d’ar Sul da vintin en iliz goude an oferenn, a vez eñ oc’h heuliañ.
Kenskriver lec’hel Ouest-France, Jacques Pons a anavez mat anezhañ, pa vez oc’h ober war-dro keleier ar gumun abaoe ur pemzek vloaz bennak. « Da zek pe zaouzek vloaz dija, e veze gwelet en abadennoù publik, e lidoù-koun, ,emezañ. Soñj am eus ivez eo bet unan eus ar vugale kentañ a-youl-vat er vediaoueg. »
Ur paotr emouestlet e kevredigezhioù Pleurestud neuze, ha bezañ ezel eus an tu dehoù pellañ en deus gallet souezhañ an nen, e-giz ar c’hamalad-klas-bet a gont ez eo bet « skoet » p’en doa gouezet e oa egile war ar renk gant livioù ar strollad-se.
Hiziv, evel kalz eus e genseurted yaouank, Dylan Lemoine, n’en deus ket respontet d’hon goulennoù, ha lakaat a ra e pleustr program broadel ar strollad e Pleurestud. Ha kregiñ gant nec’hamant ar surentez, marc’h-blein e gabalerezh.

Elouan Racineux a ra gant ar memes tem evit tapout ti-kêr Gwizien e Pont Rigan, Pont Rean e galleg (Il-ha-Gwilun). Ar studier 26 vloaz e master war ar gwir e skol-veur Roazhon, met skoazeller parlamant ivez da gannad Europa Gilles Pennelle, en doa embannet bezañ war ar renk gant livioù an RN d’an 30 a viz Genver.
« Gwelet hon eus anezhañ oc’h erruout c’hwec’h pe eizh miz zo, eme Matthieu Chanel (PS). Kroget en deus da zont d’al lidoù-koun, met n’hor boa ket bet klevet kaoz anezhañ biskoazh », eme an eilmaer a-vremañ evit ar sevenadur en ti-kêr, war ar renk d’an dilennadegoù-kêr gant ul listenn treuzstrolladoù.
Abaoe, ar paotr yaouank, oberiant ivez en RNJ 35, a ro traktoù hag a beg skritelloù ar strollad war ar gumun hag ivez war hini Bruz, ar pezh a gas burutellerezh dezhañ war e wriziennañ lec’hel.
« Me a ro kalon deoc’h, met da ziwall, ar vilin zo eus tu Bruz. Arabat eo e vefe implijet a-enep deoc’h diwezhatoc’h. [sic] », a embann en un evezhiadenn unan war ar rouedad, a-is d’e video kabalerezh. Ouzhpenn da brezeg ofisiel an RN e lak da dalvezout war al lec’h, ne chom ket etre daou da ober anv eus e enebourez all ha hi kuzulierez departamant Il-ha-Gwilun, Michèle Motel (tu kleiz diseurt – KDS pe DVG e galleg), ur « muianiver dalc’hmat primoc’h da arc’hantaouiñ SOS Méditerranée kentoc’h eget postañ arc’hant war hon tiriad ».
Diouzh tu an emouestloù, Elouan Racineux, pehini n’en deus ket respontet d’hon goulennoù, a oa bet ezel eus an UNI, sindikad studierien bet remerket evit oberoù gouennelour ha sinoù nazi darn eus e izili.
Kavet e vez anezhañ ivez en ur prosez e 2025 a-enep ur stourmer eus an Union Pirate hag an Défense Collective, o doa taget anezhañ nepell eus ur vanifestadeg diral ar skol-veur. Izili ar strolladig Oriflamme a vije deuet da souten anezhañ pa oa dalc’het ar prosez hervez evezhiadennoù ar c’hKM enefaskour e Roazhon.
Ha setu eñ war ar renk un dregont kilometr bennak eus ar skol-veur war ar gwir e-lec’h m’emañ o studiañ. Poan ganto klokaat o listenn war a-seblant. E-pad pell e oa bet embannet e vijent embannet e kreiz miz Genver pe e penn kentañ miz C’hwevrer, reoù Blanche Le Goffic ha Dylan Lemoine zo bet kinniget, a-benn ar fin, d’ ar sadorn 14 a viz C’hwevrer.