- Article précédent: An OFB taget : gwall skoet an implijidi, ar santimant ganto bezañ dilaosket.
- Article suivant: Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ?
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Bep miz, el lizher-kelaouiñ a vez kaset gant Splann !, e c’haller lenn ul listennad eus an holl raktresoù evit aozañ ar vro a zo o vezañ savet. Setu penaos eo bet titouret ur strollad Nouveau Front Populaire, 90 annezad eus bro an Aberioù anezho, e norzh Penn-ar-Bed : « Atantoù XXL. Plougerne (29). C’hoant en deus un atant sevel moc’h mont war greskiñ evit kaout 1.046 loen. An enklask foran a zo digor betek an 21 a viz Du. » Goude bezañ bet lennet an titouroù-se en hol lizher-kelaouiñ o deus kroget an dud da zasparzhañ anezho. Ha setu ur stourm o tiwanañ, hag un emgav boutin aozet, a gont deomp un annezad. Ar raktres a zo kaset da benn gant Evel up, ur gevelouri kig moc’h bras e Penn-ar-Bed a zo bet meneget dija gant Splann ! en e enklask diwar-benn Landunvez. Setu krouet ar strollad « Non à l’extension porcine de Plouguerneau ». Un emgav e vo gant ar maer e miz Genver.
A-wechoù eo dav deomp bezañ primoc’h, ha neuze hon eus krouet ur stumm pennad bet añvet « war evezh ». Un doare da gas da benn enklaskoù berroc’h.
Ha bep miz e tegemerit hol lizher-kelaouiñ e-lec’h ma vez kavet keleier fresk diwar-benn Breizh, traoù zo bet c’hoarvezet adalek m’eo bet embannet hon enklaskoù, hag ul listennad eus an enklaskoù foran ha raktresoù industriel a zo er vro.
🎤 Splann ! a ginnig deoc’h selaou ouzh hon enklaskoù. Ha n’eo ket echu ! Abadennoù nevez a zo o vezañ prientet o kenlabourat gant meur a radioioù. O labourat emaomp er mare-mañ gant Radio Parleur evit sevel ur c’houlzad nevez eus ar podkast « Goliath – petra a vez kuzhet gant an embregerezhioù bras ? » evit lakaat ar gaoz diwar-benn hon enklaskoù. Gant Radio Boa ha Radio Breizh e vez graet ur gronikenn bep miz en div yezh hag emañ reportajoù nevez o tont… Selaouit ouzh hon fodkastoù war ho arload a-gustum.
🎥 Plijout a ra deoc’h selaou ouzh Splann ! ? Sur a-walc’h e plijfe deoc’h sellet ouzimp ivez. Setu perak e vez klasket gant hon skipailh kenlabourat gant mediaoù nevez a ra videoioù. Ma n’ho peus ket gwellet anezhi c’hoazh e c’haller sellet ouzh ar video graet gant Blast diwar-benn hon enklask « Sant-Nazer, klañv gant e industriezhoù ». Teulfilmoù all a zo da zont !
📖 Klasket hon eus e miz Du evit ar wech kentañ gwerzhañ hol levrigoù enklask war baper dre internet. Hag ez eus bet kalzig a dud o prenañ anezho. Neuze hon eus c’hoant kenderc’hel da voullañ hon enklaskoù ha lakaat anezho er muiañ a lec’hioù posubl : el levraouegoù Breizh hag er standoù dalc’het ganeomp pa pedit ac’hanomp.
🎪 Klask a reomp respont d’an holl pedadennoù da festivalioù ha taolennoù-grenn. Mont en darempred ganeoc’h a zo pouezus-kaer evidomp. C’hoant hon eus mont d’ar muiañ a zarvoudoù posubl evit eskemm ganeoc’h.
💃 Rak niverusoc’h-niverusañ e vezoc’h o souten ac’hanomp, ha rak festet e vo pemp bloaz Splann ! ar bloaz da zont e plijfe deomp aozañ ur fest-noz bras !