Treuzwelusted an arc’hant

Arc’hantet e vez Splann ! gant donezonoù al lennerien dreist-holl. Gant hor media e vez savet enklaskoù a dalvoudegezh foran, e galleg ha e brezhoneg. Embannet e vezont en hol lec’hienn, frank ha digoust d’an holl. Pep miz e vez klokaet an enklaskoù gant hol lizher-kelaouiñ. Gant ho tonezonoù eo diwallet hon dizalc’hted.
Diazezet eo obererezh Splann ! war fealded he 1.800 donezoner ha donezonerez : 240.000 euro a oa danvezioù ar gevredigezh e 2024, ha 75 % anezho a deue eus an donezonoù.
+30 % a donezonoù a oa bet e 2024 e-keñver 2023, deuet a 135.000 euro da 175.000 euro.
-
Donezonoù al lennerien (72 %) -
Skoazelloù d’ar c’hazetennoù (11.5 %) -
Diazezadurioù (6.2 %) -
Savadoù all, enno gwerzhioù al levrigoù (10.3 %)
An diazezadurioù liammet da strolladoù politikel, ha skoaziadennoù ar strollegezhioù lec’hel a zo nac’het gant Splann ! evel mammennoù arc’hantaouiñ, evit gwarantiñ e zizalc’hted. Degemer a ra ar gevredigezh, en enep, donezonoù an diazezadurioù dengar a ziwall ar frankiz embann, hag a c’houlenn arc’hantaouiñ foran (skoazelloù d’ar c’hazetennoù).
E 2024 he deus Splann ! bet div guchenn a arc’hant eus ministrerezh ar Sevenadur, ur wech 20.000 euro, hag ur wech all 8.000 euro, ar pezh a rae 11 % eus hor savadoù. Ouzhpenn-se hon eus bet un tamm skoazell digant daou aozadur hep pal kenwerzhel, ha n’o deus tamm levezon ebet war hol linenn stur, ha n’anavezont ket danvez hon enklaskoù : ar Redadeg (kevredigezh vreizhat, 7.000 euro) ha Journalismfund (kevredigezh velgiat, 7.000 euro).
Dont a rae ar peurrest eus hor savadoù eus gwerzh hol levrigoù-enklask (12.000 euro, da lavaret eo 5 % eus hor c’horvoderioù), eus gwerzh hor pennadoù da vediaoù all (5.000 euro), hag eus traoù liesseurt (priz ar sacherien evezh, emelladennoù gopret, espern).
Ur gevredigezh hep pal kenwerzhel eo Splann !. Mont a ra en-dro hep kevranneg na mesen meur (n’eus nemet tri donezon en tu all da 1.500 euro, hag hini ebet en tu all da 2.500 euro, ar pezh a ra 1 % eus hor c’horvoderioù), ha d’en em dreiñ ket ouzh ar bruderezh. Ur c’huzul evezhiañ a ziwall na ’z afe ket an donezonoù en enep na d’hor statudoù, na d’hor c’harta.
Hon dispignoù : amzer enklask evit hor c’hazetennerien !
Ul lodenn eus obererezh ar gevredigezh az a en-dro a-drugarez da labour a-youl-vat un ugent bennak a izili, kazetennerien a-vicher an darn vrasañ anezho.
E 2024 eo bet kreñvaet ar skipailh kazetennerien. Roet ez eus fred da ziv gazetennerez nevez. Diwar-vremañ ez eus peder implijadez pad neuze (an holl anezho o labourat darnamzer, ar pezh a ra 2.5 « kevatal implij leun amzer »). Skoazellet e vez Splann ! gant ur rouedad a gazetennerien arbennik : paeet ez eus bet 51 oeñsad da 17 kazetenner dizalc’h e 2024.
Reiñ a ra Splann ! ur gopr nemetañ 2.100 euro rik, un tamm (-3.8 %) dindan ar gopr kreiz e 2023 (2.183 euro). Tost eo bet ar goproù hag ar skodennoù sokial da vezañ daougementet e 2024, en holl, ar pezh a dalc’h 65 % eus dispignoù ar gevredigezh, da lavaret eo 135.000 euro.
-
Gopridi (64.1 %) -
Videoioù (9.6 %) -
Treserezh ha stlenngraferezh (3.8 %) -
Aferioù gwir (3.3 %) -
Dispignoù all (19.2 %)
Sellet a ra ar postoù dispign pennañ all ouzh ar videoioù (10 %, arc’hantaouet gant kevredigezh Journalismfund), an tresadennoù keleier hag ar stlenngrafennoù (4 %), ar briwerzhioù barnerezhel liammet ouzh an enklaskoù (3 %) hag ar fredoù bank war an donezonoù degemeret (3 %).
Dispignet he deus Splann ! 210.000 euro en holl e 2024.
Hon dispignoù : amzer roet d’hor c’hazetennerien da gas enklaskoù da benn
Gant an arboelladoù ret evit herzel ouzh rannvloaziegezh an donezonoù, he deus Splann ! echuet ar bloavezh 2024 gant ur reñverad 30.000 €.
N’he deus dastumet ar gevredigezh 50% eus he donezonoù nemet e miz Kerzu, koulskoude. Setu perak eo ret an arboelladoù, da lavaret eo sammad ar reñveradoù, evit ober dispignoù a-hed ar bloaz, en gortoz e vefent arc’hantaouet e miz Kerzu.
205.000 euro arboelladoù a oa e gerz Splann ! d’an 31 a viz Kerzu 2024 (disoc’h embregvezh 2024 enno). O vezañ ma save dispignoù ar bloavezh da 210.000 euro, e c’heller lavaret e talc’h an arboelladoù un tamm nebeutoc’h eget dispignoù mont en-dro ur bloavezh.
Erbedet e vez d’ar c’hevredigezhioù o deus implijidi derc’hel arboelladoù kevatal « d’ur bloavezh pe zaou en armerzh ».
Gant ar c’huzul-merañ hag ur c’huzul evezhiañ eo gwiriet dizalc’hiezh arc’hantaouiñ Splann !, hag e vererezh hep pal kenwerzhel. Testeniet e vez ar c’hontoù gant ur c’homiser kontoù dizalc’h.
Embannet e vez stad klok an arc’hant ha danevell komiser ar c’hontoù er Gazetenn ofisiel (JO).






