Dilennadegoù-kêr e Brest : Nazim Yenier, un « den poblelour war ar renk » o surfiñ war gudennoù an disurentez
Auteur invité - 12/29/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
« A-enep an digeodedegezh, ar felliezh, an harellerezh, distruj lec’hioù ar vuhez a-stroll. » Setu berr-ha-berr pajenn degemer Facebook Maesaerion ar C’harter -Les Bergers du Quartier-, raktres ur strollad tud m’eo Nazim Yenier an hini brudet nemetañ ennañ. Gant 8.800 den e vez heuliet ar bajenn-mañ. D’an 19 a viz Du 2025 ez eus bet peget war vogerioù Brest gant “ar Maesaer” ur skritell o tiskouez e enebour politikel muiañ karet, François Cuillandre. War ar renk emañ hennezh evit e pempvet respet. Pentet eo ar maer e-giz Clint Eastwood gant al lugan-mañ : « Ar maer, ar felladenner hag an adskoer. »
Fall eo ar jeu etrezo abaoe ur prantad amzer. E miz C’hwevrer 2024, e-kreiz kuzul-kêr Brest, ez a Nazim Yenier da François Cuillandre o tamall dezhañ e ziseblanted goude marv ur vaouez war he fevar-ugent vloaz. E-kerzh ur rodeo kêr eo bet lazhet honnezh er c’harter priorek Pontanezen (renket hervez klasifiañ politikerezh ar c’hêrioù).
Mont a ra maer Brest e fulor ha tamall a ra d’an drubuilhenn derc’hel liammoù « gant tu-dehoù pellañ an hini feulsañ eus an Turki ».
Dre ma ne oa prouenn ebet eus kement-se e oa bet kondaonet ar maer sokialour d’an 12 a viz Gwengolo 2024 da 1.000 euro tell-gastiz evit « kunujenn publik abalamour d’ar genel, d’an ouenn peotramant d’ar relijion » gant lez-varn felladennoù Brest. Kadarnaet eo bet ar gondaonidigezh-se bloaz war-lerc’h gant lez-varn galv Roazhon. Hervez ar pezh hon eus gouiet en deus graet François Cuillandre e soñj kas an afer dirak al lez-varn a dorridigezh.
Ne vir ket an dra-se ouzh Nazim Yenier, bet ganet e Izmir e Bro-Turki ha tapet gantañ ar vroadelezh c’hall goude-se, a lakaat ar varnadenn-se war-wel war ar rouedadoù sokial.
Ur mod d’ober evel ur merk dezhañ e-unan. Bewech ma c’hoarvez un darvoud kriz er c’harterioù ez a « ar Maesaer » di evit produiñ ur video ha da c’houde e laka ar gaoz war an dra-se war Facebook ha Youtube.
Da skouer en doa sevenet ur video a 40 munutenn hirder er c’harter Kerourien e 2021 diwar-benn an disurentez e unan eus « karterioù priorek » kêr Vrest. Gant ar gazetenn Le Parisien e oa bet eilet ha da c’houde gant Front Populaire, kazetenn sizhuniek riegour Michel Onfray.
Goulennataet eo bet Nazim Yenier gant Splann ! war ar fed m’emañ o vevañ e gwir er c’harterioù-se eus Brest ha respontet en deus « bezañ bet o chom nepell, 300 metrad eus ar c’harter-se ha gouzañvet gantañ ivez ar rodeoioù kêr ».
Goude ar videoioù o deus lañset an traoù, hag an heklevioù mediatek da c’houde, en deus produet Nazim Yenier reoù all, gant tud gouzañvet ganto ar feulster peotramant gant tud hag a ra videoioù war Youtube. E 2023 e oa bet ambrouget gantañ Vincent Lapierre e karter Pontanezen. Levezoner eus an tu-dehoù pellañ eo hennezh, kroget gantañ e « vicher » asambles gant Alain Soral. 650.000 den a vez oc’h heuliañ anezhañ en deiz a hiziv war e chadenn Youtube, lec’h ma tispleg eo arru Bro C’hall ur vro kazi reustlek.
Aet eo Vincent Lapierre e darempred gantañ evit ar video-mañ eme Nazim Yenier pa lakaomp ar gaoz war ar sujed-mañ : ne vern evitañ linenn-stur politikel al levezoner. Diskutiñ a ra « ar Maesaer » gant « an holl ». Gant dilennerien ar strollad Rassemblement National (RN) pe Reconquête peurgetket, strolladoù politikel ha « n’int ket eus an tu-dehoù pellañ » d’e soñj.
E Pontanezen eo bet Splann ! evit kenderc’hel da gompren peseurt pouez eo hini ar « Maesaer ». Aterset eo bet rener ar greizenn sokial ganeomp ha respontet en deus deomp : « N’on ket intereset gantañ, gwelloc’h eo din dianavout anezhañ. Ezhomm ‘zo lakaat war-wel an traoù pozitivel a vez graet er c’harter kentoc’h. »
Un ali all he deus un implijiadez eus ar greizenn : « An traoù fall a vez poentet gantañ. » Hag hi da genderc’hel o tisplegañ eo bet he mab gant « Ar Maesaerien » war bazennoù diri al lez-varn evit enoriñ Fabio Taane, ur paotr yaouank eus ar c’harter bet lazhet gant tennoù ur c’halachnikov e miz Here 2023.
Souezhet eo honnezh o c’houzout eo « ar Maesaer kostez an tu-dehoù pellañ ». Er straed e c’houlennataomp ur paotr, war e dregont vloaz, hag a zo bet desavet amañ er c’harter : « Gant an holl eo mil-anavezet war ar rouedadoù sokial. Dont a ra amañ bewech ma vez ur gudenn evit ober reuz met den ebet ‘neus graet anaoudegezh gantañ. »
Biskoazh n’eo bet Nazim Yenier o chom e Pontanezen hervez ar pezh a vez kadarnet gantañ e-unan : « N’em bije mann ebet da lavaret war ar pezh ‘zo o c’hoarvezout, an dud lazhet pe daget, abalamour ma n’emaon ket o vevañ er c’harterioù-mañ ? E-giz keodeder e paean tailhoù evit ma vefe dalc’het a-ratre al lojamantoù a feur izel (HLM) ha droed ‘meus da sellet ouzh an darvoudoù a c’hoarvez eno. » A-dreñv d’ar stourm war ar rouedadoù sokial ez eus un deiziataer politikel gant Nazim Yenier.
Bloaz a-raok an dilennadegoù-kêr e lavar « ar Maesaer » d’an Télégramme « e c’hoant da vont war ar renk ». Goude an distro-skol, da heul ur video filmet war bazennoù al lez-varn, eo bet ehanet e gont Facebook micherel hag e gont Instagram hinienel gant Meta. Rebechet eo bet dezhañ unan eus e embannoù a oa e-maez reolennoù an embregerezh.
En em reuzietaat a ra dirak ar c’hamera ha profitañ a ra evit diskargañ e galon ouzh mikro André Bercoff war d/Tocsin, ur podkast eus an tu-dehoù pellañ hag iriennad. Lavarat a ra er pennad-kaoz-mañ e fell dezhañ mont war ar renk en dilennadegoù-kêr a-benn miz Meurzh 2026.
Pa lakaomp ar gaoz war linenn-stur Tocsin en em zifenn an den war ar renk : « N’anavezan ket e savboentoù, un emstriver lec’hel on-me ha n’on ket intereset gant ar peurrest. » Koulskoude emañ a-du an « emstriver lec’hel » gant savboentoù mediaoù broadel an tu-dehoù pellañ. En un embann war Facebook, e miz Even 2025, diwar-benn Kerzhadeg al lorc’h, e ro e soñj : « Ur brezel start a vo kaset ganeomp a-enep ar gwastañ graet d’hor bugale gant an ideologiezh-mañ. »
E miz Gwengolo paseet e oa tro d’ar media hevelebour Frontières da lakaat ar gaoz war Nazim Yenier en ur gronikenn. Diskouezet eo hemañ evel ur c’heodedour soursius ouzh an urzh publik ha n’emañ ket a-du tamm ebet war ar sujed-mañ gant maer Brest. D’ar 4 a viz Kerzu e voe diskleriet gant Nazim Yenier war an ton bras e vo war ar renk da geñver an dilennadegoù-kêr e Brest gant e listenn « La vague citoyenne ».
Ha mont a raio « ar Maesaer » betek penn ? : « Sevel ul listenn gemparek a 55 den n’eo ket netra », eme un den a gustum sellet pizh ouzh buhez politikel Brest. Diouzh ar pezh a vez embannet war rouedadoù sokial « Maesaerion ar C’harter » -Les Bergers du Quartier- e seblant Nazim Yenier bezañ e-unanig-penn…