Efed ur vombezenn o deus bet ar pennadoù hag al levr « Didrouz war ar maez » embannet gant ar c’hazetenner Nicolas Legendre d’ar 7 ha d’an 12 a viz Ebrel. Evit ar re n’o deus ket amzer da lenn al levr, ar pemp pennad zo un doare da vezañ titouret mat-tre berr-ha-berr. Met gant al levr ez eus tu mont donoc’h memes tra e bed an agroboued. Hag e ra aon. Aterset en deus Nicolas Legendre ouzhpenn 300 den e-pad tost seizh vloaz. Setu penaos eo deuet a-benn da gaout ur sell ken pizh war al labour-douar greantel e Breizh hag an efedoù zo war ar Vro.
Diskouezet e vez gant ar c’hazetenner pegen galloudus eo ur sistem ha n’en deus ket tamm doujañs ebet e-keñver ar re vihan ha bresk, nag evit ar re ha n’emaint ket a-du. Kaoz zo eus penaos eo fall buhez al labourerien-douar a zo e-kreiz ar patrom ekonomikel. Fall-tre ar jeu ivez gant ar re a labour en uzinoù o deus da c’houzañv mont en-dro ar mekanik.
Kaoz zo bet eus labour Nicolas Legendre war ur bern mediaoù : France Inter, France Culture, C’ dans l’air war France 5, France Bleu, France 3 Breizh… E-touez ar bolitikerien ivez ez eus bet trouz. E emgav Kuzul ar Rannvro d’ar 7 a viz Ebrel ez eus bet meur a zilennad eus an tu-dehoù pe an tu-dehoù pellañ o tagañ labour Nicolas Legendre. Stéphane Sallier-Dupin (LR) en deus lâret e oa ul labour graet diouzh un tu hepken ha feuls a-walc’h eo bet : « Skoet ‘vez gant kazetenner Le Monde warnomp. […] Ret eo ober un dra bennak e-keñver seurt traoù, arabat bezañ stlejet er fank. Breizh zo bet stlejet er fank ».
Goude bezañ bet taget en-dro hon c’henlabourerez Morgan Large (lenn pelloc’h), n’eo ket posupl lâret seurt traoù. Prezidant ar rannvro, Loig Chesnais-Girard, ha dilennidi all eus an tu kleiz o deus respontet en ur souten en-dro ar gazetennerez vreizhat.
En devezhioù war-lerc’h ez eus bet kalz a evezhiadennoù diwar-benn ar pezh a oa bet lâret gant Stéphane Sallier-Dupin. « En un aergelc’h ma vez taget ar gazetennerien oc’h ober enklaskoù war an agroboued n’eo ket c’hwezhañ war an tan lâret seurt traoù ? », en deus goulennet, da skouer, Benjamin Keltz, kazetenner Le Monde dre dTwitter.
* Legendre Nicolas, « Silence dans les champs », Editions Arthaud, Paris, avril 2023, 352 pages.
300
Setu an niver a destenioù bet dastumet e Breizh gant ar c’hazetenner Nicolas Legendre e-pad tost seizh vloaz enklask diwar-benn an agro-boued.