201025 - Splann ! Aber Wrac'h Landéda Crédits Sébastien Le Derout by Unsplash-min
Dastumet evidoc’h e miz C’hwevrer 2023

by , , | 24 02 2023

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant Splann ! titouroù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

📞 Tu-dehoù pellañ. Taget eo bet kazetennerien ha kazetennerezed Ar Poher gant strolladoù an tu-dehoù pellañ. Pep tra ‘zo kroget gant ur pennad skrivet gant ar gazetenn diwar-benn ar raktres degemer divroidi e Kallag: Horizon. Bernard Germain, dilennad Reconquête e pastell-vro Lannuon-Pempoull,  en doa taget ur gazetennerez eus Ar Poher en ur pennad war al lec’hien islamofob Riposte laïque. Skrivet en doa diwar he fenn o lavaret e oa hi ur « minable petit collabo [qui] aurait soutenu les envahisseurs nazis ». Dindan ar pennad e c’haller lenn evezhiadennoù a c’houlenne ur « peloton d’exécution pour ces félons ». Barnet e vo Bernard Germain evit gwallvruderezh. A-raok na vefe taget kazetennerien Ar Poher e ‘oa bet lakaet gwask war dilennidi Kallag dija a-benn na vefe ket graet ar raktres Horizon. Kannad LFI Thomas Portes ‘noa goulennet gant Ministr an diabarzh e vefe miret ouzh al lec’hienn Riposte laïque da embann. Evit poent n’en deus ket respontet Gérald Darmanin.

🥔 Douaroù hollek. Er Poher just a-walc’h e c’haller lenn penaos eo kroget tud-zo eus Berrien d’en em aozañ a-benn kaout douaroù hollek. Krouet o deus embregerezh Graine de moutarde a brenno an douaroù. Ha graet ‘vo war o zro gant an holl. Un doare da virout an douaroù eus ar «sistem kapitalist» ha da lakaat tud gant raktresoù poellek evit labourat an douaroù-se. Peizant-bouloñjer ar gumun ‘neus profitet eus an doare-se d’ober dija !

🇷🇺 From Russia with love. Embregerezh breton Le Duff (Brioche Dorée, Bridor…) ‘zo e-touez d’ar 24 embregerezh gall o deus kendalc’het da labourat e Bro-Rusia «evel ma ne vefe ket eus ur brezel», hervez un daolenn graet gant ar Yale School of Management. N’eo ket forzh brav ar jeu gant Yves Rocher kennebeut : ne vez ket postet arc’hant e raktresoù nevez e Rusia ken gante, met kendec’hel gant oberiadennoù boutin a ra an embregerezh eno. Pal an enklaskerien Yale o deus embannet an titouroù-mañ eo tizhout ekonomiezh Rusia a-benn sikour Ukraina.

😛 Ar stad hag ar brezhoneg. E-tre 4 ha 5 post kelennerien divyezhek ‘vez krouet bep bloaz gant ar stad e Breizh. Pevar fost evit an holl liveoù. N’eo ket a-walc’h tamm ebet evit tizhout pal ar gevrat sinet e-tre ar stad hag ar rannvro: 30 000 bugel er skourroù divyezhek a-benn 2027, eme Pobl Vreizh (da baeañ). Nevez ‘zo, e miz Kerzu o deus dizoloet ar gelennerien e vefe digoret 3 fost hepken ar bloaz-mañ! Met buan eo cheñchet ali Ministr an deskadurezh stad p’eo bet goulennataet digant Paul Molac er v/Bodadenn vroadel, hervez strollad Kelennomp. Pevar fost a vo er fin, ar pezh a zo re nebeud c’hoazh evit tizhout pal an 30 000 skoliad.ez divyezhek !

🌾 Pinvidikoc’h-pinvidikañ. Gant France Inter eo bet diskoachet ar miz-mañ un teknik evit lakaat da greskiñ priz an edaj, hag a lak da greskiñ ivez priz an danvezioù ‘vez prennet war ar pemdez. Sellet en deus pizh ar c’hazetenner Maxime Fayolle ouzh penaos eo bet gounezet ur bern arc’hant e 2022 gant embregerezhioù evel Goldman Sachs, Morgan Stanley pe Bank of America. Er memes mare e oa c’hwezet ar prizioù eus 6 %. Selaouit ouzh «Inflation, qui sont les ”profiteurs de guerre”».

📍 OGM dasparzhet. Gant Inf’OGM eo bet embannet un diell eus an Anses (Aotrounniezh broadel surentez ar boued, an endro hag al labour) a c’houlenne e vefe diwallet muioc’h ouzh an OGM dasparzhet ‘b’an endro. Gant keodedourien eus Inf’OGM ‘oa bet diskoachet ar fed ‘zo bet kolza transgenik o kreskiñ en doare maez-lezenn e-kichen un nebeud porzhioù, goude ma vefe kouezet ar greun eus bigi koñvers. Implijet ‘vez ar c’holza-mañ dreist-holl evit produiñ dour-tan.

😷 Amoniak ‘ba’n aer c’hoazh. Kendec’hel a ra tud Sant-Malou da alaniñ amoniak dilezet gant an Timac Agro. Goulennet oa bet da Aer Breizh gant Ajañs rannvroel ar yec’hed ober ur studiadenn e-tre miz Meurzh ha miz Mae 2022. Embannet eo bet studiadenn Aer Breizh d’ar 6 a viz C’hwevrer. Eno e c’haller lenn e oa gwir ar pezh a veze lâret gant kevredigezhioù Osons ha Dour ha sterioù Breizh. Kozh eo an afer, sur vat ho ‘peus lennet hon enklask embannet e miz Even 2021. Diskouez a ra ivez ar studiadenn e oa eus amoniak kaset ‘ba’n aer gant embregerezhioù Sant-Malo pa oa war un dro ur saotradur bras e Bro-Frañs a-bezh e miz Meurzh 2022.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)