Videoioù

E Breizh, c’hwezh an amoniak er maez : an enklask berr ha berr

Abaoe 15 vloaz emañ an Timac Agro o saotrañ aer Sant-Maloù. Is-kevredad eo an Timac eus ar stroll Roullier, ur pezh embregerezh gwerzhañ temz. Didrouz eo bet diorreet e labour aozañ temz diwar azot e Sant-Maloù. Ur produiñ risklus-kaer abalamour d’an amoniak a vez dilaosket en aer. Emañ orin ar gaz-mañ eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Setu ar pezh a c’haller lenn en enklask kentañ bet embannet ganeomp e nevezamzer 2021. 👊

Tost 3 bloaz warlerc’h, d’an 22 a viz C’hwevrer, eo bet kondaonet an Timac Agro gant lez-varn Brest evit bezañ bet saotret an aer hag an dour. Setu disoc’h ur stourm bras eo bet kaset gant kevredigezhioù a zifenn an endro evel Dour ha stêrioù Breizh, Breizh bev ha Frañs natur endro.

Ha daoust hag-eñ eo gwelloc’h ar jeu a-fed saotradur an aer evit pa oa bet embannet hon enklask ? N’eo ket sur tamm ebet ! Adnevesaet hon eus ar sifroù implijet en hon c’hartenn e-lec’h ma vez moaien gwelet pet tonenn amoniak zo bet dilaosket gant an tiez-feurm hag an uzinoù, kumun dre gumun. Ha gwelet e vez splann ez eus kement a amoniak e aer Breizh.

Evit klask kompren mat pelec’h emañ an dalc’h gant an amoniak hon eus goulennet da vMorgan Large e vefe kontet deomp hon enklask dre gomz berr-ha-berr. Ur video nevez evit chom hep kuitaat an titouroù pouezus !

Chomit war evezh evit dizoleiñ ar videoioù da zont, graet a-drugarez d’ur yalc’had bet roet gant Journalismfund Europa.