Atlantic’eau o chigardiñ pennadurezhioù yec’hedel Liger-Atlantel
Samy Archimède - 10/30/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
« François ‘zo aet d’an Anaon, Robert, ha Jacques ivez… » O taskrenañ emañ mouezh Gilles Ravard, fromet anezhañ, p’emañ o listennañ anvioù e « gamaladed » marvet gant ur c’hrign-bev. D’an 23 a viz Gwengolo e oa, e-kerzh un abadenn sine-tabut aozet e Machcou-Saint-Même (Liger-Atlantel) tro-dro d’an teul-film « Secrets toxiques ». Ul limfom en deus paket al labourer-douar war e leve. Ezel eo eus ar strollad hag a souten an dud klañv gant ar pestisidoù e kornôg Bro-Frañs (CSVPO).
En e gichen, er sal-sinema, emañ Marie Thibaud, savet ganti ar gevredigezh Stop aux cancers de nos enfants, goude ma oa bet dizoloet ur c’hleuster krign-bev pediatrik tro-dro da gumun Sainte-Pazane, e mervent Naoned ; ha Mickaël Derangeon, besprezidant Atlantic’eau, ar sindikad hag a bourvez « dour mat da evañ » da 550.000 annezad (40 % euspoblañs Liger-Atlantel ) e kumunioù diwar ar maez an departamant (80 % eus ar gorread).
Lec’h ar sine-tabut n’eo ket bet dibabet dre zegouezh : gwelead freatek Machcou a zo saotret-kenañ dre ma vez implijet pestisidoù e leizh evit gounit legumachoù industriel er c’horn-bro. « A-us d’ar gwelead-mañ e vez implijet 49 pestisid disheñvel hag a brodu war-dro 400 metabolit anavezet (o tont diwar ar pestisidoù p’emaint o tisleberiñ, Ndlr) ha betek miliadoù memes kredapl. Koulskoude n’omp ket kap, a-fet teknik, da gavout o roud. Ha neuze n’omp ket gouest da asuriñ surentez-yec’hed an dud a ev an dour-se », eme Mickaël Derangeon, trechalet anezhañ. E-penn ar c’halite yec’hed, an enklask hag an diorren (R&D) er sindikad-mañ eo hennezh, hag eilmaer ar gumun Saint-Mars-de-Coutais, nebell eus Sainte-Pazane. « Se zo kaoz e fell deomp e paouezfe al labour-douar da implij pestisidoù » eme an dilennad hag a zo ivez mestr-prezegenner war studi ar c’horf bev e skol-veur Naoned.
E 1963 e oa bet krouet Atlantic’eau hag abaoe un nebeut bloavezhioù e stourm evit ma vefe diguzh, disaotradur ha kemmet an doareoù labour-douar. E-keit m’emañ kalz a dolpadoù-kêrioù o stourm a-enep saotradur ar c’hlorur vinil monomer (CVM), ur produ kimiek hag a deu deus ar c’horzennoù PVC, « ez eo renket ar gudenn-se ganeomp », eme Frédéric Millet, prezidant ar sindikad abaoe miz Gouere 2024 ha maer Gwenred, e gwalarn Naoned. « Ouzhpenn 50 kilometr a gorzennoù hon eus cheñchet dindan un nebeut bloavezhioù. »
E 2019 e oa cheñchet penn d’ar vazh hervez Atlantic’eau pa oa bet diskuliet afer krignoù-bev ar vugale tro-dro da Saint-Pazane (25 bugel klañv ha 7 anezho marvet). « Diouzhtu omp aet da glask ar pezh ‘oa en dour hag en dije gellet bezañ kaoz d’ar c’hleñvedoù pediatrik », eme Frédéric Millet.
Gant sikour ar mediaoù lec’hel ha broadel e oa deuet a-benn Marie Thibaud hag he strollad Stop aux cancers de nos enfants da lakaat ar pennadurezhioù yec’hedel, an dilennidi lec’hel ha broadel tro-dro d’un daol. A-raok kompren an dalc’h : « Buan hor boa komprenet e oa speuriet pennadurezhioù yec’hedel ar Stad e-barzh kefridioù hag a vire outo da wareziñ yec’hed an dud ».
E 2020 e oa Jean-Michel Brard prezidant Atlantic’eau (kannad er strollad Horizon & emren emañ en deiz a hiriv).Graet en doa e soñj « mont war-raok gant ar sindikad war dachenn an enklask hag an diorenn (R&D) » gant souten dilennidi a bep seurt : tu kleiz, tu dehoù hag an ekolojisted. An dalc’h ? Diskuliañ kalite gwir an dour ha « mont hebioù da zielfennadurioù an ARS hag a ziskoueze e oa mat peptra ».
« Lakaat reolennoù-stur Penn-renerezh ar yec’hed e pleustr a rank ober an ARS, aze emañ an dalc’h, a zispleg Mickaël Derangeon. Pa n’eus norm ebet evit ur produ saotrus n’int ket gouest da verañ an traoù hag hir-spontus e c’hell bezañ an dale etre ar c’houlz ma vez dizoloet ur produ saotrus nevez ha diazezañ un norm nevez en e geñver. Hag ar mal da lakaat ar reolennoù da dalvezañ a zepant diouzh an ajañsoù ARS. E miz Gouere 2023 hor boa dizoloet ar R471811 (metabolit ar c’hlorothalonil, ur produ lazh-fongus berzet e implij abaoe 2020, Ndlr). D’ar c’houlz-se e oa bet lakaet da vezañ kontrollet gant ajañsoù yec’hed rannvroioù’zo dija. Met pas gant ARS Broioù al Liger ».
Koulskoude e veze kontet ar R471811 da « sirius » gant Ajañs vroadel surentez-yec’hed ar boued, an endro hag al labour (ANSES), da lavaret eo e c’hell degas d’ar bevezer ur riskl yec’hed ha n’haller ket koñsantiñ. Goulennataet eo bet ARS Broioù al Liger gant Splann! war an dale da ensellout molekulennoù nevez, ha setu an dalc’h resisaet ganti : tri abeg a zo evit ma vefe kontrollet molekulennoù nevez a-fet yec’hed : ar « sturiad europad war an dour », « ar gouiziegezhioù skiantel ha teknik anavezet » ha « koulzadoù analizañ an Anses ». En deiz a hiziv e vez embannet gant ARS Broioù al Liger eo « 100 % kenfurm » kalite an dour da evañ e Liger-Atlantel e-keñver an nitratoù hag ar pestisidoù. Oc’h anzav memes tra war un dro « ez eo aet war wasaat stad ar pourvez dour, abalamour da bestisidoù ha metabolitoù », hag « eo poent labourat a-stroll evit gounit en-dro kalite ar pourvez dour ha stourm a-enep ar straotradurioù ma vez pennkaoz an dud dezho. »
Kerkent ha 2021 en doa votet a unvouezh komite sindikad Atlantic’eau, (58 dilennad, maered, kuzulierien-kêr ha kuzulierien tolpadoù-kêrioù eus strolladoù politikel disheñvel ennañ) evit lakaat un termen da implij ar pestisidoù tro-war-dro al lec’hioù puñsañ dour (3,5% eus gorread labour-douar talvoudus (SAU) an departamant).
« Meur a labourer-douar, izili eus ar strollad-mañ, o doa votet an dra-se » eme Frédéric Millet. Komañs a reer da welout efedoù an dibab-se a « bestisid ebet ken » war an dachenn, hervez Jean-Michel Brard, bet prezidant ar sindikad araosañ. Ar c’hannad, bet maer Pornizh, a gemer skouer an ESA metolachlore, ur produ lazh-louzoù hag a zo bet kavet kalzig en doureier gorre adalek 2016 : « En ur boaniañ gant al labourerien douar omp deuet a-benn da lakaat ar volekulenn-mañ da vont diwar-wel er Val Sant-Varzhin (ur puñsañ dour e Pornizh, Ndlr). »
Ober a ra Kevread broadel ar rouedadoù servijoù publik(FNCCR) gourc’hemennoù da Atlantic’eau ha d’e stourm. Ouzhpenn 60 milion a dud a vez pourvezet dour mat da evañ dezho gant ar c’hevread-mañ. Met deploriñ a ra e vefe ken flav ar galloudoù publik evit divizout berzañ implij ar pestisidoù tro-war-dro al lec’hioù puñsañ dour : « ginañ a ra an darn vrasañ eus ar prefeded da lakaat ar redioù-se e-plas, padal e rankfent ambroug an tolpadoù-kerioù d’hen ober », eme, keuz gantañ, Régis Taisne, e-penn departamant Kelc’hiad an dour er FNCCR. Milionoù a euroioù a vez dispignet gant Atlantic’eau evit sikour al labourerien-douar da zigreskiñ o implij a bestisidoù. 3,5 milion a euroioù d’an nebeutañ, da skouer, evit gwareziñ trowardroioù puñsañ dour Massera / Merzhereg, e norzh an departamant.
Ur gwall gudenn all : hini ar saotruzennoù peurbad. « Adalek 2023 hor boa heuliet ar PFAS (per ha polyfluoroalkylées) en dour, ha lakaet titouroù digoust war hol lec’hienn », eme Mickaël Derangeon. Da soñj kannad ekolojist Liger-Atlantel, Jean-Claude Raux (en doa kinniget ul lezenn warlene evit berzañ implij ar pestisidoù a sintezenn) e vo dav « dispign 15 miliard a euroioù d’an nebeutañ » e Bro-Frañs a-bezh, evit stourm ouzh ar PFAS.
Adalek an 1añ a viz Genver 2026 e vo dav d’ar pennadurezhioù yec’hedel lakaat ugent eus ar saotruzennoù-se er roll-kontrolliñ (e-touez ur familh a ouzhpenn 10.000 anezho). An drenkenn trifluoroasetik (TFA) da skouer, metabolit ur produ lazh-louzoù (flufénacet), diaes-kenañ da buraat an dour dioutañ.