Aet ar maout ganeomp ! Nullet eo bet gant ar justis klemm-minellañ Philippe Bizien a-enep da « Splann ! »
Splann ! - 06/06/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Hor breutaerez, itron Claire Simonin, he doa roet deomp da c’houzout e vijemp « war boentoù resis, teknikel ha lezennel. Evel-se e vez difennet frankiz ar c’helaouiñ ». Hor « reked e didalvoudegezh » a oa e bal diskar ar fed omp bet kaset dirak al lez-varn diwar ur c’hlemm war ar gwallvrudañ.
Hag evit-se hon eus lakaet war wel un aridennad direizhderioù implijet gant Philippe Bizien en e sevel-klemm. En o diviz e anavez ar varnerien un direizhder meur, ar fed n’eo ket bet menneget e-kerzh an imbourc’h unan eus gwirioù diazez o devez ar gazetennerien : chom hep respont pa vezont taget dirak ar justis evit un afer gwallvrudañ.
Dre an abeg-se hag a zo mil-bouezus evit difenn frankiz ar c’helaouiñ eo bet kendrec’het ar varnerien da nullañ ar c’hlemm-minellañ savet a-enep deomp gant penn bras lobi ar moc’h.
Ar c’hlemm-mañ a oa e bal lakaat ac’hanomp da goll amzer, nerzh hag arc’hant. An eil trec’h bet gounezet gant Splann ! – ha gant ar mediaoù dizalc’h dre vras – eo al lusk kenskoazell deuet da heul ar sevel-klemm-se. Dindan nebeutoc’h eget ur sizhunvezh hon eus resevet degadoù a gemennadennoù war hon rouedadoù, o reiñ da c’houzout pegen « sirius » ha « pouezus » eo hol labour.
Un arouez kreñv a-berzh ar geodedourien hag a ro nerzh deomp da zifenn hon talvoudegezhioù : difenn ar frankizoù foran ha lakaat splann ar fedoù.
Kement ha bezañ sklaer : 1.100 den o deus roet arc’hant deomp da geñver hor galv-skoazell ha tro 60.000 a eurioù hon eus dastumet dindan nebeut a zevezhioù.
Ul lusk hag a c’heller kompren mat pa lenner ar gemennadenn-mañ : « Ur sevel klemm minellañ! pegen boutin eo deuet da vezañ siwazh. Evit lakaat kelaouennerien’zo da devel hag ober aon d’o c’henseurted, e vezont taget dirak ar justis gant an embregerezhioù bras. Deomp-ni da ziskouez ez vez tud skoaz ha skoaz gant Splann! evit reiñ youl hag arc’hant d’ar gelaouennerien ! »
Ur respont splann ha didro d’an holl dud a c’halloud eus industriezh an agroboued ( ha d’ar re all…) na fell ket dezho e vefe lakaet war wel d’an holl o doareoù d’ober. Kentoc’h eget mirout ouzhomp d’ober hor micher, kas enklaskoù da benn, n’en deus graet ar sevel klemm-minellañ-se nemet diskouez ar c’henskoazell bras a zo en-dro deomp a-berzh ur gumuniezh ledan a lennerien, a-berzh ar mediaoù dizalc’h all hag hor c’hevelerion.
Ar c’henskoazell-se a vroud ac’hanomp da vont war-raok gant hor promesa diazez a zalc’homp dezhi abaoe krouidigezh Splann !, pemp bloaz’zo : kelaouiñ an dud war a-bep seurt sujedoù pouezus d’an holl, ha difenn war un dro « frankiz ar c’helaouiñ hag hon dizalc’hiezh ». Gerioù-stur adkavet e meur a gemenadenn resevet ganeomp eus ho perzh.
« Ar gwir da c’houzout » stag ouzh « ar gwir da reiñ da c’houzout », setu avat daou droad hon trebezh, an trede o vezañ hor youl d’ober hor micher evel ma vez dleet.
Trugarez deoc’h !
Aet e oamp dirak kambr an imbourc’h e lez-varn galv Roazhon dre ma kave deomp e oa direizhderioù er mod ma oa bet kaset an afer-se.
Unan eus ar poentoù lakaet war wel gant hor breutaerez, Itron Claire Simonin, a oa an alioù roet a-raok ma vijemp kaset dirak ar justis : n’eo ket bet displeget d’hor gazetennerien e c’hellent chom hep respont, ar pezh n’eo ket reizh a-fed lezenn rak ar gwir da chom mut a zo e-touez priñsipoù meur ar justis kastizel.
War ar poent-se nemetken ez eo bet nullet an traoù ha neuze e vo deomp-ni da baeañ ar frejoù justis.
D’ar Sadorn 28 a viz Even e vo lidet pemp bloaz Splann ! er Run ar Puñs e Kastellin (29). Un darvoud a feson : taolioù-krenn hag ur fest-noz gant an dud o deus bet krouet hor media dizalc’h, Inès Léraud en o zouez. Ur gouel brav a vo ! Hag un digarez evit en em vodañ holl asambles, kelaouennerien ha lennerien, tro-dro d’ar c’hazetenniñ-enklask e Breizh. 🎉