- Article précédent: Roet eo bet priz ar sacherien evezh da Splann ! evit an enklask diwar-benn an ensteudoù Essure
- Article suivant: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc'h e miz Kerzu
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Servijout a ra evit kas da benn enklaskoù hir !
Met pas evit-se hepken. A-drugarez d’ar pezh ho peus roet deomp e 2022 eo bet posubl krouiñ daou bost labour evit kazetennerezed a zo e-karg da genurzhiañ buhez ar media.
Gant an arc’hant a zo bet dastumet hon eus dibabet ivez krouiñ tri fost labour nevez hanter amzer :
An holl arc’hant a zo bet roet gant an dud e 2021, 2022 ha 2023 a zo bet implijet evit arc’hantaouiñ hon enklaskoù- kazetenniñ. Un nebeud zo bet lakaet a-gostez kenkaz e vefe fredoù justis.
Tout ar pezh a denn eus mont en-dro ar gevredigezh (burev, kontoù…) hag eus an diorren (sikour da broduiñ levrigoù paper ha videoioù, d’an embann…) a zo bet arc’hantaouet gant fontoù sikour d’ar mediaoù dizalc’h.
Gall a reoc’h gwelet ivez eo bet degemeret ganeomp kalzig a arc’hant a zeu eus yalc’hadoù e 2024.
Perak ? Rak hon eus ranket klask arc’hant ouzhpenn evit kenderc’hel da sevel ur media padus. Ar yalc’hadoù bet goulennet ganeomp a zo bet dibabet gant un doare piz-tre evit bezañ sur n’ez a ket a-enep d’hon c’harta embann. Chom dizalc’h eo ar pep pouezusañ evidomp !
Lenn hon danevell obererezh
Lenn hon danevell obererezh
Evit arc’hantaouiñ d’an nebeutañ pevar enklask bep bloaz e rakomp dastum 128.000 €, da lâret eo tro-dro da 11.000 € bep miz.
Klask a reomp dastum 30.000 € a-raok fin ar bloaz evit arc’hantaouiñ d’an nebeutañ enklask kentañ 2024.