Un embregerezh karezet gant al Lez-varn arc’hant broadel skoazellet gant kumuniezh-kumunioù Gwitreg
Catherine Prigent - 06/13/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
D’ar 16 a viz Kerzu 2021 ez eus bet votet gant an holl zilennidi hag a gemere perzh e emvod kuzul kumuniezh-kumunioù Gwitreg (Vitrë) ur yalc’had a 1,2 milion a euroioù d’un embregerezh dianavezet gant an dud. Ar skoazell-mañ a zeue diwar steuñv adlañs Europa goude an enkadenn Covid ha dleout a rae servijañ da sevel ur savadur nevez.
Idemia eo anv an embregerezh-se, 15.000 den gopret ganti er bed a-bezh, he ferc’henn o vezañ ar font postañ arc’hant Advent International staliet er Stadoù Unanet. Hervez ar sifroù diskouezet gant an embregerezh war he lec’hienn e save da 2,6 miliard a euroioù he c’hengreadur etrevroadel e 2024.
« O feurmiñ ur savadur e Gwitreg (Vitrë) e oa an embregerezh a-raok, en deus respontet an tolpad-kêrioù deomp. Ne glote ket mui al lec’h-se gant an normoù surentez a ranker doujañ dezho na gant raktresoù diorren an embregerezh. Ul lec’h produiñ nevez a ranke dibab an embregerezh ha marteze he dije kuitaet hon tolpad-kêrioù. »
Diaes e oa d’an dilennidi ijinañ an dra-se. Koulskoude e oa jeu etre Idemia, arbenikaet war ar biometriezh hag ar c’hriptografiezh, hag ar justis d’ar mare-se.
E Miz Gouere 2017 he doa digoret al Lez-varn arc’hant broadel (PNF) un enklask « evit goubrenerezh izili ar servijoù publik en estren-vro ». Petra zo kaoz ? Paeet e oa bet gant Oberthur Technologie (aet da Idemia e 2017 goude bezañ bet adprenet ha kendeuzet) hanterourien evit tapout marc’had ar c’hartennoù identelezh krug e Bangladesh e 2015.
E Miz Gouere 2022 eo bet klozet prosezerezh ar PNF pa ‘z eus bet roet gant Idemia tost da 8 milion a euroioù da Deñzor publik Bro-Frañs da geñver ur c’hendivizad justis a laz foran (lezenn Sapin II). Da lâret eo bloaz goude ma voe bet roet ar skoazell arc’hant publik gant kumuniezh-kumunioù Gwitreg (Vitrë).
E 2017 dija ne oa ket bet gwelet mat an afer goubrenerezh-se gant ar Bank bed bet roet gantañ an arc’hant evit ma vefe prenet he c’hartennoù identelezh gant Bro-Vangladesh. E-pad daou vloaz hanter oa bet lakaet Idemia, Oberthur Technologie d’ar c’houlz-se, er-maez eus ar marc’hadoù skoazellet gant an aozadur etrevroadel-mañ. Evit lakaat termen d’ar c’hastiz-se e oa bet un treuzvarc’had gant ar Bank bed, hag anavezet gant an embregerezh « un doare d’ober di-zereat ».
Daoust d’an dra-se e oa bet roet he skoazell d’an embregerezh gant kumuniezh Gwitreg. Ar memes pal politikel a vez ganti abaoe dek-vloaziadoù : klask tizhout ur feur dilabour izel-tre er c’horn-bro (3,9 % e trede trimiziad 2024 pa oa 7,4 % e Bro-Frañs). An dibaboù-se a vez displeget da Splann ! gant an tolpad-kêrioù : « Derc’hel ha suraat ar postoù-labour er vro a vez graet gant raktres Idemia. Kreñvaat a ra savlec’hiañ industriel Gwitreg en Europa […], arc’hantaouet ar raktres-se a-drugarez da steuñv adlañs Bro-Frañs goude an enkadenn Covid. »
Ar pezh a vez kadarnaet gant Idemia dre an ajañs Havas e-karg eus he c’hehentiñ : « Ul lodenn eus ar sammad hollek a 20 milion a euroioù bet postet er raktres eo ar skodenn-mañ, hag a-drugarez dezhi ez eus bet savet ul lec’h produiñ eus ar re wellañ e Gwitreg. » E Miz Here 2024 e oa bet digoret al labouradeg nevez.
« Produiñ bep bloaz 100 million a gartenn vank, 25 million a gartenn SIM hag 800.000 kartenn alc’hwez NFC evit industriezh ar c’hirri-tan » e Gwitreg eo pal Idemia.
70 post-labour a zo bet krouet el labouradeg nevez-flamm a-drugarez d’ar skoazell arc’hant a 1,2 million a euroioù. Kresket eo bet an niver a implijidi eus 430 da 500 hervez sifroù kumuniezh kumunioù Gwitreg.
Pa oa o weladenniñ ar savadurioù nevez a 8.000 m² e miz Genver 2025 en deus diskleriet prefed nevez-anvet rannvro Breizh, Amaury de Saint-Quentin, « e oa bamet dirak al live a varregezhioù hag a skiant-prenet », hervez hor c’henvreudeur eus ar gazetenn Journal de Vitré.
Hag ar c’hargad uhel da ouzhpennañ : « Fellout a ra d’an embregerezhioù tuta met diaes eo dezho abalamour d’al lojeiz. » Lojamantoù a vank, gwir eo, ha dav e vo da zilennidi Bro-Witreg cheñch penn d’ar vazh evit diskoulmañ an afer-se. E-mod all e rankint asantiñ gwelout embregerezhioù o vont da lec’h all.