Raphaël, saver saout-laezh bio e-kichen Montroulez dibaoe 15 vloaz’zo, test en enklask Safer
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz even ?
Skoet on c’hoazh gant diviz diboell prezidant ar Republik. Emañ o paouez koll an tammig kred am boa c’hoazh en e geñver.
Ma vez paket ar galloud gant an tu dehou pellañ d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho evidoc’h ?
Ma erru an tu dehou pellañ e penn an traoù e kaso e bolitikerezh da benn. N’eus douetañs ebet da gaout war ar poent-se. Ha memes ma ne c’hounez ket, emañ e vennozhioù o silañ er gevredigezh. Arabat krediñ eo trawalc’h bezañ trec’h warno. Ret eo lakaat war wel pegen gwastus eo e soñjoù. Kinnig un hent all a vije kred dezhañ. Gant se e vezan lusket dreist-holl.
Lennit hon enklask diwar-benn brezel an douaroù
Lennit hon enklask diwar-benn brezel an douaroù
Isabelle Ellis, prezidantez ar gevredigezh « alerte contraceptions » ha psikologourez evit ar vugale hag ar grennarded, test en enklask Essure
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz even ?
Dre chañs eo bet lakaet ar gwir da ziforc’hañ er Vonreizh ! Nec’het eo an dud e bed ar yec’hed. Ugent vloaz ‘zo e vez gwallgaset sistem ar yec’hed, ha diwar an divizoù-se eo erru en ur stad gwall reuzeudig an traoù an deiz a hiriv. Ouzhpenn-se e welan mat, pa resevan ar vugale hag ar re yaouank, pegen trubuilhet int gant ar pezh a c’hoarvez war an dachenn bolitikel, da heul an divodañ dreist-holl.
Ma vez paket ar galloud gant an tu dehou pellañ d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho evidoc’h ?
Ankeniet bras on gant ar mod ma c’hello an dud kaout doareoù dishiliañ ha diforc’hañ. Skoilhoù a vo, brizh-kelaouiñ hag abafamantoù. An RN ne raio netra evit ma vefe kelaouet ar minorezed war an dishiliañ hep aotre o zud, ha ne gav ket din e c’hellfemp komz ken aes ha bremañ eus an dishiliañ gant ar re yaouank, forz peseurt dihell reizhel vefe o hini, pe lakaat ar baotred er jeu evit pezh a sell ouzh an dishiliañ gourel. Dañjurus-tre eo chom hep lakaat an den e kreiz ar preder, chom hep degemer an disheñvelded, ar buhezioù dic’hortoz. Se an hini eo a ro blaz c’hwek d’ar vuhez, ha n’eo ket program an tu dehou pellañ.
Lennit hon enklask diwar-benn an ensteudoù Essure
Lennit hon enklask diwar-benn an ensteudoù Essure
Monique, bet produerez legumajoù, mailh en enklask war ar Safer
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ?
En em santout a ran heuget ha digaloneket o welout pezh a ra an tu dehou hag an tu dehou pellañ. Ha kavout a ran eo dañjurus-tre Macron : argarzhus eo e ziouer a zoujañs. Padal em eus kavet spi er mod m’eo en em savet an tu kleiz, daoust da frapadoù runkunus. Pa vezer tal an enebourien e ranker reiñ ar pep gwellañ. Fiziañs em eus e vo ar geodedourien hag ar sindikalisted war evezh evit rediañ LFI, ar sosialisted gozh hag an ekolojisted a zehou da vezañ a live divezel gant an dalc’h.
Ma vez paket ar galloud gant an tu dehou pellañ d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho evidoc’h ?
Ne gav ket din e c’hellan diskenn izeloc’h en diasur. Ne gav ket din e tigreskfent ma bihanig a leve. Padal on ankeniet evit ma c’hoar hag he familh : he gwaz hag he bugale o deus div vroadelezh, ha nec’het int gant ar pezh a c’hellfe en em gavout. Ouzhpenn-se on enkrezet da vat o soñjal en endro hag er cheñchamant hin. Div wech buanoc’h ez aio an traoù war washaat gant an RN e penn ar jeu.
Charlotte Cloarec, kuzulierez war ar c’henemprañ hag an amprouadur e toull-bac’h Brest
Ma bak an tu dehou pellañ ar galloud d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho ?
E toull-bac’h Brest eo spontus an traoù dija ha gant kinnigoù an RN ne c’hellfe nemet mont war washaat. Un touell eo ar raktres-se penn-da-benn rak ne vez ket kaoz ganto eus ar c’hastizoù-amprouadur (pa vez kondaonet unan bennak hep bezañ toullbac’het pe pa vez kavet ur renkamant-kastiz). Padal eo bet prouet pegen efedus eo ar modoù kastiz-se.
Toullbac’hañ n’eo ket ur red pa gastizer, hag ar c’hastizoù gardiz ne zigreskont nag an adsko, nag an disurentez. Pezh a vez efedus eo ar c’hastiz a-vent.
Ar justis zo graet evit degas ur respont d’ur felladenn. Ar pal n’eo ket ober plijadur pe dinec’hañ ar geodedourien. Padal e c’hellfemp mont muioc’h war an tu-se gant an RN ’m eus aon. Hiriv an deiz ez a buanoc’h ar justis, ha lakaet e vez e pleustr ar barnadennoù. Met ur bern gevier a vez livet gant an RN war an dachenn-se. Evit ma vefe efedus ur c’hastiz, evit mirout ouzh an adsko, e ranker ambrougiñ an dud, en diabarzh kement hag en diavaez. Pezh zo, bez’ ez eus re a brizonidi en toulloù-bac’h hiriv an deiz evit ma c’hellfe bezañ efedus.
Sevel toulloù-bac’h nevez, setu raktres an RN. Budjed ar justis a vez implijet dija, evit an darn vrasañ anezhañ, da sevel toulloù-bac’h ; ha n’eus arc’hant ebet ken evit ambrougiñ an dud ha koulskoude ez eo efedus.
Thierry Abaléa – prezidant Emsav ar c’hevredigezhioù e Breizh, test en enklask war evezhierezh ar c’hevredigezhioù gant is-prefeti Brest
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ?
Pad ur pennad on chomet saezhet gant an disoc’hoù ha diskleriadenn ar Prezidant, met goude-se hon eus gwelet ur bern tud o rebarbiñ, tud eus ar bed kevredigezhel ha deus ar vuhez sokial dre vras. Eveljust e veze santet en holl gemenadennoù an enkrez e-keñver an amzer da zont ha dreist-holl hini ar re baour, ar re vresk. Met gervel a raent ivez d’un daslamm sitoian salvus.
Ma vez paket ar galloud gant an tu dehou pellañ d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho evidoc’h ?
Aon em eus ez afe war washaat en un doare trumm ar pezh a zo bet lakaet da vont a-c’houde un nebeud bloavezhioù : difloskañ ar rouedad kevredigezhel tamm-ha-tamm, en ur mod korvigellus, o vukañ da gentañ-penn ar c’hevredigezhioù a zifenn gwirioù mab den, ar re a soursi ouzh an endro, hag an emsavadurioù deskadurezh pobl. Goude-se e vo tro ar re all, o kregiñ gant ar re a zifenn soñjoù na blijont ket d’ar galloud. Ne chomo da c’houde-se nemet kevredigezhioù « aluzenus », pellurzhiet gant ar galloud ha doujus outañ.
Padal ar pezh a ra buhezegezh ar bed kevredigezhel eo e liesseurted, ar c’hemmeskañ a vez ennañ, an eskemmoù a gaver er rouedad tiriadel hag ar mod ma c’hell lakaat war wel d’ar galloud an ezhommoù sokial, en ur lakaat da labourat asambles bep seurt tud, hep leuskel den ebet a-gostez. Kenderc’hel a raio an dispenn rustoc’h-rustañ dre droc’hañ ar yalc’hadoù, dre verzañ manifestadegoù hag emvodoù, ha dre a bep seurt tregaserezh melestradurel ha polis, betek ar freuzidigezh tidek.
Michel Besnard, prezidant Strollad skoazell ar re glañv diwar al louzeier kimiek
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ?
Ur bern goulennoù a sav em spered e-keñver an amzer da zont. E miz C’hwevrer en deus divizet ar gouarnamant skañvaat ar reolennoù evit pezh a sell ouzh implij al louzeier kimiek, hag aon em eus e kendalc’hfe an traoù war an tu-se, pezh a vije drastus da vat. Daoust hag e vo laosket dieuboc’h c’hoazh implij al louzeier kimiek, digresket an normoù da wareziñ ar vevliesseurted ha yec’hed an dud ? Siwazh deomp, me gav din ez aimp war-gil buanoc’h c’hoazh.
Daoust da se e chomomp mennet start. Kreñvaet eo hor youl zoken. A-c’houde an 9 a viz Even, n’eus netra cheñchet e keñver an aferioù a heuliomp gant ar strollad. An dud klañv diwar al louzeier kimiek, pe vijent peizanted pe amezeien, a gendalc’h da c’hervel ac’hanomp.
Ma vez paket ar galloud gant an tu dehou pellañ d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho evidoc’h ?
Ar gevredigezh a gendalc’ho da stourm start evit ma vefe difennet da implij al louzeier kimiek hag evit gwirioù ar re glañv hag an amezeien lakaet o yec’hed en arvar gant implij ar produioù dañjerus-se. Dreist-holl arabat plegañ. Marteze vo start met gant izili ar strollad ez aimp war-raok atav evel hon eus bet graet a-viskoazh.
Un dra a zo, en tu all d’al louzeier kimiek eo deus demokratelezh a zo kaoz, eus ar manifestadegoù dindan wask… Met tout an dra-se a zo war ar stern dija. Evit ar pezh a sell ouzhin ma-unan avat, sklaer eo e talc’hin da vont, hep cheñch tra em oberoù. Hag er strollad emaomp holl a unvouezh. N’em eus gwelet den ebet fallgalonet da vat da heul an divodañ.
Pierre Chesnot, saver saout laezh bio e-kichen Bear (22), test e enklask ar Safer
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ?
Skoet on bet met souezhet avat n’on ket bet re. Anavezout a ran tud a gustum votiñ mod-se. Ne gav ket din vije an doare mat da eztaoliñ an traoù, padal e komprenan an dud-se hag a zo stamouzet. N’o deus ket an alc’hwezioù da gompren dalc’hoù ar vot-se. Gwelout a ran pegen paour eo o freder. Gwelout a ran ivez doareoù komz Bardella hag e genseurted. C’hoari Yann-bleup a ouezont ober mat-tre, kement ha dinec’hañ ar voterien en ur dremen evit paour kaezh tud eus ar bobl.
Laouen-bras on gant krouidigezh Talbenn nevez ar Bobl. Bec’h a zo met ul lañs brav a zo a drugarez da dud evel Ruffin. Ha kontant on e vefe bet lakaet Melenchon a-gostez. Evit ur wech n’em eus ket votet Glas. Re bell int, ‘gav din, eus ar pezh a vevomp er vro. Maez ar gwirvoud int, re dost eus ar veganed. Bez zo re a imor : ar 4/5 eus an dud a vev e kêr, ha ne c’hallont ket kompren ac’hanomp. Ha da echuiñ, dalc’hoù an hin a zo holl-bouezus e pep keñver en hor buhez.
Ma vez paket ar galloud gant an tu dehou pellañ d’ar 7 a vir Gouere, petra cheñcho evidoc’h ?
Netra ! Evit gwir, netra ! Kenderc’hel a rin d’ober ar pezh ‘meus d’ober. Ur pal hon eus hag a laka ac’hanomp da vont war-raok. Ar bec’h a vo en diavaez ne lakao ket ac’hanomp da vrallañ. Gwriziennet don omp hag a-bouez eo chom hep bezañ piket gant an tousmac’h politikel. Ar pezh a c’hoarvez n’eo ken ur gwall gasadenn. A viskoazh zo bet reuz a seurt-se er bed. Plijout a rafe deomp e vefe peurvat an traoù atav met ne vez ket, ha ret eo derc’hel da vont. M’ho peus ur pal eo pouezus. Ha kenderc’hel a raimp da enebiñ ouzh ar pezh a vir da wareziñ mat an holl.
Lennit hon enklask diwar-benn brezel ar parkeier
Lennit hon enklask diwar-benn brezel ar parkeier
Pascal Le Floch, kelenner-enklasker war an ekonomiezh e Skol Veur Breizh Izel
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ?
Ur stroñsadenn bolitikel eo an disoc’hoù-se. D’an 9 a viz Even en deus gounezet an tu dehou pellañ 10 poent (24,89%) e Penn ar Bed e-keñver 2014 (15,39%). El live broadel eo kresket eus 6 poent. Ken uhel eo o c’hont ma rank ar geodedourien prederiañ ha kaout intrudu. Pa seblante ar mouezhiañ evit an tu dehou pellañ bezañ ur mod disteurel ar strolladoù gouarnamant e 2014, ez eo deuet da vezañ ur vot a-du.
Ma bak an tu dehou pellañ ar galloud d’ar 7 a viz Gouere, petra cheñcho ?
Ur vot a-du gant an tu dehou pellañ n’eo ket ur respont d’ur santimant bezañ dilezet. Dibab an dilenner a zo en ur c’hroaz-hent etre e hent-buhez dezhañ ha reoù e gengeodediz, a-dost pe a-bell. Ha just a-walc’h ez eo diwar aon ar pellaat, an distagañ, an dirummañ, ha kemm an tiriadoù e sav strolladoù an tu dehou pellañ o raktres politikel hag a c’hell seblantout hoalus. Un touell eo an temptadur-se, rak maget eo gant distaol an disheñvelderioù.
Dalc’homp soñj eus lugan 2014 : « Ya da Vro-C’hall, nann da Vrussel ». War veur a live e c’heller e zisplegañ : tiriadel, rannvroel, broadel ha bedel. Ul lec’h bevañ a dlefe bezañ digor, en ur mod reoliet eveljust. Ma ne vez ket digor, e teu da vezañ ul lec’h divuhez. Setu dres ar pezh a c’hellfe cheñch evit an holl bobloù : bezañ serret pep hini warni e-unan en he ziriad, hep digeriñ a-walc’h war an diavez da c’hellout krouiñ eskemmoù. Raktresoù all a zo posupl, reoù tiriadoù digor en hon egorenn vevañ, da lavaret eo hini Unvaniezh Europa. D’ar strolladoù sosio-demokratel, enlusket ganto an nerzhioù sitoian, da ziskouez d’an dilennerien n’eo ket ar mouezhiañ evit an tu dehou pellañ un diskoulm evit an amzer da zont.
René Louail, bet kuzulier Rannvro gant an ekologourien, ha bet sindikalour paisant
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ?
Fall ar jeu ganin. Siwazh n’o deus ket livet gevier ar sondajoù. O c’hoarvezout emañ ar pezh a soñje deomp a zegouezfe e 2027. Mont a ra buanoc’h eget pezh oa bet raktreset. Ha gwasoc’h an diaezamant da heul diviz an divodañ. Lakaat da grediñ e c’heller c’hoari an demokrat en ur vannikaat gant binvioù ar Vvet Republik, se zo follentez ! An holl dud o deus votet evit an RN n’int ket faskourien. Kentoc’h tud hag a zo dilezet, heuget, dianzavet. An holl re o deus stourmet ouzh reform al leveoù, ouzh efedoù gwastus ar politikerezh frankeskemm, den n’en deus selaouet anezho. Un tarzh mor a zo o kreskiñ.
Ha ma vezan ken nec’het eo dre ma soñjan emañ ar gudenn dirazomp ha n’eo ket a-dreñv. N’omp ket en ur gevredigezh habask, pa rankomp stankañ hent ar galloud d’ar faskourien. An RN hag an tu dehou pellañ dre vras o kreskiñ, ha setu Vladimir Poutine e toull dor Unvaniezh Europa. Moarvat e vije ret dizober an emglevioù frankeskemm hag a zo fall-tre evit hor c’hevredigezhioù. Met Europa zo da vezañ adsavet dre arc’hantaouiñ anezhi, ar c’hontrol-mik eus ar pezh a fell d’an RN ober, pa embann e tigresko eus daou viliard al lodenn roet gant Bro C’hall. En arvar emañ ar bevañ a-gevred.
Europa a ranko degemer repuidi an hin, met n’eus ket tu da gomz eus se ken : Macron en deus dizalbadet peptra. Ingalet an traoù gantañ war al live izelañ : broudet an ekonomiezh marc’had dirollet, aberzhet ar politikerezh sokial, tamm youl ebet da dalañ ouzh ar cheñchamant hin. Mantret on. War ar maezioù eo en deus gounezet Bardella ar muiañ a vouezhioù. Ha koulskoude ne zegas diskoulm ebet d’an dud diwar ar maez. Difenn a ra al labourerien-douar pinvidik hag ar c’hevala. Atav en deus bet sinet an emglevioù frankeskemm. Ar sondajoù diwezhañ (18 a viz Even) n’emaint ket evit frealziñ ac’hanon. Trugarez da François Ruffin da vezañ roet lañs da Dalbenn ar Bobl.
- Article précédent: [Titouroù Splann !] Reuz da gaout en diabarzh d'an embregerezh voc’h Cooperl
- Article suivant: [Pennad stur] Ur valsenn azrous gant Bollore
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge