
Nec’hamant e Dinan Tolpad-kêrioù, goude ma vije bet dibrogrammet an abadenn-BD « Bezhin Glas »
Titouroù « Splann ! ». Benn ar fin en deus torret Dinan Tolpad-kêrioù an emglev da brogrammiñ an abadenn-BD «Bezhin glas» e Pllancoet (Plancoët), raktreset evit miz genver 2024. O c’houzout eo prezidant an tolpad-kêrioù-se is-prezidant Rannvro Breizh al labour-douar, e tiskler ar strollad Mnemotechnic a gustum aozañ an abadenn-se diwar vandenn dreset Inès Léraud ha Pierre Van Hove, ez eus danvez « kontrollerezh politikel » en diviz-se.
Recent Comments