An notenn o tiskuliañ penaos e vez taget kelaouennerien Vreizh gant an agrobusiness

An notenn o tiskuliañ penaos e vez taget kelaouennerien Vreizh gant an agrobusiness

Un notenn diabarzh sinet gant « Les Z’Homnivores », kevredigezh greantourien ar c’hig, skoazellet gant Rannvro Breizh, a ro eus ar c’hazetenner Nicolas Legendre ur skeudenn stourmer « ar wirionez nevez », stag ouzh « an tu kleiz pellañ », o kas « ur brezel personel ‘benn diskar al labour-douar hag ar produerezh boued e Breizh ». An destenn-se a fell deomp embann d’an holl en he fezh dre ma tiskouez splann ur youl kontrol d’ar breud demokratel.