1 June 23
E Plouvorn, 2.900 a annezidi, ez eus tost da 80.000 porc’hell a-dreñv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 25 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi. Ar gazetennerien Kristen Falc’hon (« Splann ! ») ha Florianne Louison (« Mediapart ») o deus kaset da benn an enklask diwar-benn efedoù an disaverezhioù moc’h-se.
1 June 23
Ken paot eo ar c’hrevier-moc’h divent eno, ma ‘z eo kumun Plouvorn e Bro-Leon un arouez askoridikaat an desaverezh ha dilerc’hioù war-e-lerc’h. Deomp da heul un enklask en ul lec’h e Breizh ma n’hell mann ebet tremen hebiou d’ar moc’h. Nag an ti-kêr, nag ar c’hleub melldroad, nag an dour, na c’hoazh an aer.
24 May 23
Soñjit e vefe a-du ar Medef gant un destenn bet kinniget gant sindikalourien, hag a-enep ali an FNSEA. Dibosupl ? Padal eo ar pezh zo c’hoarvezet d’an 11 a viz Ebrel, e Kuzul ekonomikel sokial hag endroel (Cese) pa’z eo bet kinniget e ali diwar-benn merañ an dour. Daou vreton, Serge Le Quéau ha Pascal Guihéneuf, a oa e-barzh ar jeu.
5 May 23
Titouroù « Splann ! ». Sachañ a ra evezh Fabrice Hamon war saotradur labour-douar e Landunvez (29). D’ar Yaou 4 a viz Mae ‘neus dizoloet e oa bet divountet ibilioù houarn rod e oto. Hervezañ eo un torfed. Fell a ra da brezidant ar gevredigezh Beautifoul dougen klemm « a-enep X ».
2 May 23
Levr Nicolas Legendre, « Didrouz war ar maez »*, a lak war wel penaos ez a en-dro an traoù el labour-douar e Breizh. Skrivet e vez gant kazetenner Le Monde hag ezel eus Splann ! penaos eo diaes ar jeu er bed-se evit ar beizanted hag an dud o chom er vro. Ouzhpenn ar pemp pennad bet embannet e Le Monde ez eus deuet ul levr er-maez ivez. Ha trouz zo bet tro-dro d’an dra-se…
Recent Comments