« Krouiñ ur vagerezh evit pennoù bras da zont al labour-douar hag ar maezioù », setu pal Spot29 JA, aozer ar stummadur Spot JA, deuet da vezañ Spotentiel nevez zo. Ur produer tomatez dindan tiez gwer tommet, Loïc Conan e anv, a zo prezidant ar gevredigezh-se staliet ar sez anezhi e Kastell-Paol, e burevioù ar Sica, ar c’hoop legumajoù galloudus a vro Leon (225 M€ kengreadur e 2023).
Krouet eo bet ar greizenn-stummañ e 1994 gant ar Sica, Even hag ar c’hoop moc’h LT (deuet da vezañ Evel’Up). Boutin eo bremañ gant embregerezhioù bras all eus agroboued Breizh : Saveol, Porelia, Sodiaal, Eureden, Les Maraîchers d’Armor hag Ireo Lesneven (29), hervez pezh a skrive ar gazetenn Paysan Breton e miz genver 2024.
Dindan tregont vloaz zo bet ouzhpenn 300 stajiad oc’h heuliañ ar stummadur-se, gouestket anezhañ d’ar c’hehentiñ, En o zouez, prezidanted a-vremañ Evel’Up (Philippe Bizien), Even (Guy Le Bars) hag ar SICA (Marc Kerangueven), hervez pezh a embanne Ouest-France e 2020.
Daoust dezho bezañ pinvidik mor e vez resevet skoazelloù publik gant an embregerezhioù-se evit stummañ o sternidi ha renerien da zont. Ur sammad a 9.000 euro a rankfe bezañ votet d’al lun 6 a viz mae e Kuzul Rannvro Breizh diwar ginnig strollad ar muiañ niver, hini Loïg Chesnais-Girard (bet er PS).
Ha n’eo ket ar wech kentañ. Goulenataet eo bet kabined ar prezidant rannvro gant Ines Leraud, hag ar respont a zo e vez skoazellet Spotentiel (bet Spot JA) dibaoe 2004. Displegañ a ra ne c’hell ket an aozadur kaout skoazelloù war gont ar stummañ ken, ha neuze e vez graet dre ar Font Intrudu Rannvroel (FIR). « Evit ma vije kaset da benn kelc’hiad stummañ ar bloaz-mañ, en deus kinniget ar prezidant peurbaeañ ambroug ar re yaouank gant ur skoazell 9.000 euro. Goude eo bet divizet ne vo ket arc’hantaet ar gevredigezh-se ken, dezhi da gavout ur c’hempouez arc’hant nevez. »
Pa seller ouzh roadennoù ar skoazelloù deroet gant ar Rannvro abaoe 2014, e weler en deus bet Spot29 resevet 9.000 euro e 2014, 2015 ha 2018.
« Gouestlet eo ar FIR da zarvoudoù sevenadurel pe sportel ha ne glotont ket gant rannoù ar skoazelloù boas, eme Claire Desmares, prezidantez ar strollad Ekolojisted Vreizh. Ar font-se n’eo ket graet evit stummañ lobierien al labour-douar a vez o fougasiñ diwar ar fed int deuet a benn da ensilañ Kuzul Rannvro Breizh hag o klask dispenn labour ar gelaouennerien a vez o kas enklaskoù war al labour-douar e Breizh ». War Hervé Le Prince, e penn kelennerezh Spotentiel, e vez taolet ar bec’h.ganti.
Hervé Le Prince zo e penn NewsSens, un « ajañs kehentiñ war ar strategiezh hag al levezoniñ » hervez ar mod ma vez kinniget gant « Produet e Breizh », NewsSens hag a embann just awalc’h « bezañ bet ambrouget » Spotentiel da gavout e verk-skeudenn ha da aozañ e emvod meur e 2023.
D’an 29 a viz c’hwevrer e oa Hervé Le Prince ba Pariz er Vodadenn Vroadel, evit ambroug stajidi stummadur Spotentiel 2024 pa oant bet pedet gant daou gannad Renaissance eus Penn ar Bed, Didier Le Gac ha Graziella Melchior.
O vont a gendiviz da gendiviz micherel emañ Hervé Le Prince, gant ar pal diskuliañ ar pezh a vez anvet gantañ « an dreistekologiezh ». Rener dileuriet « les Z’homnivores » eo an den ivez. Ar gevredigezh-se, arc’hantaet anezhi gant embregerezhioù ar c’hig, he deus bet resevet arc’hant publik ivez eus he zu, dre hanterouriezh Produet e Breizh. E 2023 e voe skignet ganti un notenn droukprezeg diwar-benn labour Nicolas Legendre.
Aozer « Silence dans les champs » a vez diskouezet enni evel ur stourmer eus ar
« wirionez nevez », stag hervezi ouzh
« an tu kleiz pellañ » hag ouzh ur
« sistem Léraud », pa vez tamallet d’hor media kaout
« ur mennad iriennus ». Doareoù lavar o klask divrudañ ar gelaouennerien enklask, hag a zo
« bet skignet ledan e touez ar metoù labour-douar, agroboued, ha politikerezh » a anzav Hervé Le Prince e-unan.
Goude ma vije bet 500 kazetenner o kensinañ ul lizher digor evit diskuliañ ar skoilhoù da frankiz ar c’helaouiñ diwar-benn an agroboued e Breizh, en doa prometaet Loïg Chesnais-Girard « ne vefe ket sikouret ken gant ar rannvro an embregerezhioù ha ne zoujfent ket ouzh ar prinsip-mañ ».
P’hon eus goulennatet anezhañ en deus respontet kabined ar prezidant e oa « o tizoloiñ » ar fed en dije Hervé Le Prince kiriegezhioù pedagogel, oc’h ober war dro stummadur pennoù bras da zont an agroboued breizhek.