Sell « Splann ! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh
Sylvain Ernault - 03/31/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

Dipitet e c’hell bezañ an ekolojisted. Kement hag el live broadel ez a war-gil strollad Marine Tondelier e Breizh. C’hwech vloaz goude bezañ bet gounezet kêr an Alre (56) e penn ul listenn eus an tu kleiz unvanet, e koll Claire Masson e-tal Françoise Naël a oa war ar renk evit « ar c’hreiz liesseurt ». En Oriant ne deu ket a-benn ar c’hannad glas Damien Girard da c’hounit e-tal ar maer Fabrice Loher (kreiz liesseurt), bet ministr ar mor e-pad tri miz. Hennezh en deus bet souten Jean-Yves Le Drian, bet maer an Oriant, Pzt Rannvro Breizh, hag enebour an ekolojisted a-viskoazh.
E Brest e kas François Cuillandre e holl geneiled asambles gantañ d’ar strad, an ekolojisted en o zouez. Padal ez eo a-drugarez da listennoù unvaniezh gant ar PS ma vez dalc’het gant lod anezho o fostoù eil maered, en Naoned, e Roazhon, Lannuon pe c’hoazh Kemper. Pa seller a dostoc’h koulskoude e kaver liv glas gant lod eus al listennoù bet trec’h, evel e Pordig (22) e lec’h m’he deus gounezet ul listenn o tiskouez he youl war dachenn an ekologiezh, da geñver un eil tro tric’horneg.
Ha pelec’h emañ mignoned prezidant ar Republik ? Ma z’eo aet ar maout gant ar « C’hreiz liesseurt » e kêrioù evel An Oriant, Ar Felger/Foûjere, Gwitreg/Vitrë, Plañvour, Loudieg/Loudia ha Kraozon, pe c’hoazh e-barzh ur bern kumunioù bihanoc’h, eus Breizh Uhel dreis-holl, n’eus hini ebet a zo bet gounezet gant strollad ar prezidant. Gwelloc’h an traoù gant Horizons, strollad Edouard Philippe, trec’h e Gwened ha Sant-Brieg, lakaet gantañ kêr vrasañ Aodoù an Arvor da cheñch tu.
Ar strolladoù all hag a zo emgouestlet ar muiañ er jeu prezidantel e-keñver emgav meur 2027, LFI hag an RN, n’o deus gounezet kêr ebet e Breizh (BZH5). Daoust dezhañ bezañ deuet a-benn da gaout 7 kannad war dachenn ar pemp departamant daou vloaz’zo (pa oa e-barzh ar NFP Talbenn Poblek Nevez), strollad Jean-Luc Mélenchon a vo en tu-enep e kêrioù Roazhon, Brest, Sant-Brieg, hag en Naoned zoken : daoust dezho bezañ bet dilennet war listenn Johanna Rolland a-drugarez d’un emglev etre an div dro, an nav kuzulier LFI eus kêr an Duged o deus divizet bezañ en tu-enep er c’huzul-kêr.
Evit pezh a sell ouzh an RN (hag a oa bet gouest e 2024 da vont e eil tro dilennadegoù ar gannaded e 26 pastell-bro diwar 27 e Breizh melestradurel), n’eo bet gouest da gaout ul listenn glok e 18 kumun nemetken. Koulskoude e kendalc’h da vont war-raok an tu-dehoù pellañ hag en do kuzulierien e eizh kêr vras diwar dek e Breizh.
« Unvaniezh an tu-dehoù hag an tu-dehoù pellañ », brasañ huñvre Vincent Bolloré ha Pierre-Edouard Stérin, a deu da wir dre an diazez. Da skouer e Lannuon e lec’h ma ne oa listenn ebet eus an tu-dehoù klasel, ar pezh en deus lakaet ur studierez 19 vloaz kinniget gant an RN da dizhout 1.606 mouezh (19,7 %), da lâret eo 300 mouezh muioc’h eget an den a oa war ar renk e 2020 e anv « La Republique en Marche » gant souten LR.
Eus e du e c’hello lobi ar moc’h kontañ war ur skoazell a-bouez ouzhpenn : hini Stéphane de Sallier-Dupin, bet o labourat gant Marc Le Fur, ha kuzulier LR er Rannvro anezhañ. Gantañ eo aet ar maout e Lambal (22) e lec’h m’eo bet trec’h war Antoine Ravard, sekretour departamant ar PS. Pa oa bet un tabut er c’huzul Rannvro war ar fed reiñ ur yalc’had pe get d’ar film Les Algues vertes, en doa lavaret Stéphane de Sallier-Dupin e oa « un jeu de massacre » hag « une balle tirée dans le pied ».
E Bro Leon e vo Gilles Mounier (bet sterniad er gevelouri sevel moc’h Evel’up) maer kêr Lokournan-Leon evit seizh bloavezh ouzhpenn. Memestra evit Gilbert Miossec e Plouvorn, ar gumun lec’h ma kaver 80.000 penn moc’h evit 3.000 annezad. E Landunvez, ar gumun eus arvor Goueled Leon e lec’h m’emañ staliet an embregerezh sevel moc’h Avel-Vor, e kendalc’ho Christophe Colin da vezañ maer. Padal eo an tu kleiz hag a zo deuet a-benn da c’hounit e Landi, a-drugarez d’ur votadeg pevarc’horneg en eil tro.
E Liger-Atlantel e ya war-raok ar youl demokratel e-keñver ar c’hudennoù yec’hed. E Donje / Donez eo bet trec’h gant 43,8 % listenn Olivier Lefeuvre, lakaet gantañ e-kreiz e raktres ar fed reiñ ar gaoz d’ar geodedourien ha soursial ouzh an endro hag ar yec’hed. Er gumun-mañ, e lec’h ma kaver purerezh vras Total-Energies, ne deu ket a-benn an RN da gaout ouzhpenn 15,6 % eus ar mouezhioù. E bro Raez zo bet dilennet stourmerien evit ar wirionez war ar c’hudennoù endro ha yec’hed ar vugale ( strollad « Stop aux Cancers de nos Enfants ») : Bruno Clavier e Sainte-Pazane ha Mickael Derangeon e Saint-Mar-de-Coutais.
• Bezañ ur mailh war ar rouedadoù sokial n’eo ket trawalc’h evit tapout ar maout er votadegoù. E Brest, Nazim Yenier, « an den war ar renk hag a blije ar muiañ d’ar faskourien » n’en deus bet nemet 3,1 % en dro gentañ. Da heul an disoc’hoù-se e fell dezhañ ober un tamm ehan en e vuhez politikel.
• E Sant-Brieg ne vo ket ret da Hervé Guihard soursial ken eus kudenn torr-penn ar videoevezhierezh algoritmikel dre ma z’eo bet trec’het gant penn bras nevez an tu-dehoù, Victor Bonnot. Feal anezhañ da venozioù Raphael Glucksmann, an hini a zo bet maer « Place Publique » kêrbenn Aodoù an Arvor en doa nac’het en em unaniñ gant LFI etre an div dro.
• François Cuillandre ne vo ket ret dezhañ soursial ouzh staliadur ar polis-kêr e Brest. An hini a zo bet trec’h warnañ, Stéphane Roudaut, a zo bet er c’homiserdi-kreiz kerkent ha dimeurzh, asambles gant ar prefed Setbon. Embannet gantañ da heul en do un emgav gant ministr an Diabarzh prestik, hag displeget gantañ e youl da staliañ 300 kamera e kêr.
• Yaouankizoù an RN a c’hello pakañ un tamm skiant-prenet. Valentin Legros (7,30 % e Gwened), Théo Thomas (12,1 % en Oriant), Bastien Maldiney (10,3 % e Pornizh), Dylan Lemoine (18,3 % e Plleurtu), Elouan Racineux (15,8 % e Ghichin) ha Blanche Le Goffic (19,7 % e Lannuon), pennoù-listenn nebeutoc’h eget 30 vloaz an holl anezho, a c’hello kemer perzh en tabutoù diwar-benn budjed o c’humunioù ha divizoù-all a sell ouzh buhez o c’hêrioù.
• Virginie d’Orsanne hag he c’heneiled, kemmet ganto o anvioù, n’o deus bet « nemet » 15,6 % eus ar mouezhioù en eil tro er Felger/Foûjere, daoust dezho bezañ erruet er pevare plas gant 21,2 % en dro gentañ. Evit an trede gwech e vo ar guzulierez rannvro en tu enep er c’huzul-kêr neuze, ha fuloriñ a raio adarre moarvat enep d’ar c’hevredigezhioù a sikour ar repuidi, evel m’en dije graet he zad-speredel Jean-Marie Le Pen.
• Echuomp gant Marcel Sérandour, maer (hep tikedenn ebet) Trevneu / Treveneg (22) hag a blij dezhañ kement ar betoñs. Addilennet eo bet gant 55% eus ar mouezhioù met an taol-mañ e vo kuzulierien-enep er c’huzul-kêr. Moarvat e vo kaoz ganto eus ar mod ma vez artifisializet an douaroù er gumun-se eus an arvor, e lec’h ma vez dour-beuz alies ablam d’ar mod kêriekaat dibabet.