Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest, gwelloc’h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15
Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧
Fokus :
- Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ?
- Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024.
Dastumet evidoc’h :
- Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehentiñ ha meriñ raktresoù.
- Saotret eo an deur c’hoazh.
- Piv a roio argant da chadenn tele nevez ar strollad ouest-France? Añseet ez eus bet lakaat François Pinault er jeu.
- Pig & Run, da c’hounez ho pouez e kig-moc’h.
- Ouzhpenn 500 testeni rastellet àr falladenn sistem ospitalioù Treger-Goelo ha Kerne Uhel.
- Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann ! ».
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.