Podcast YouTube

[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n’eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14

Rol ar lizher-kelaouiñ get Juliette Cabaço Roger, kazetennerez-kenurzhierez e « Splann ! ». 🥛

  • Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh ;
  • Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded ;
  • Piv evit kemer plas ar labourizion ezed-douar o vonet kuit ? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour… Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc’h warni get LSD war France Culture ;
  • Stourm rak an digoadañ “emporzhiet” (la déforestation importée) ;
  • Goude Ar Bezhin Glas, setu embannet ur vandenn-dreset nevez get Inès Léraud ha Pierre van Hove. Ar wezh-mañ e vez kaoz deus un enklask istorel war an adlodenniñ. Champs de bataille a zo embannet e ti Delcourt ;
  • Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann ».

Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.