Podcast YouTube

Lizher-kelaouiñ : A-raok un distro tomm, bec’h ha reuz a bep tu #21

Da glevout, e lizher kelaouiñ Splann ! e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno.

Focus

Arz non grata er Releg-Kerhuon… Nullet eo ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, àr ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet àr an draezhenn ruz. “Kudennoù surañtez” a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz… Estroc’h a c’hellehe bout.

Dastumet evidoc’h

Lod brasañ ag ar gouelioù e Breizh a guit al label “Les plus belles fêtes de France” ;

Miliadoù a laboused-dour a zo marvet e Liger Atlantel ;

Krog eo ar Brittany Ferries da gas chatal bev dre ar mor ;

Sevel tier evit lojiñ gopradezed.idi FenetréA… Ha diorren diskar koat Brekilien ;

Chaseet e vez an dud a resev an RSA ha ne zoujfe ket doc’h ar reolennoù get departamant Penn ar Bed. Robin ar c’hoad… pe get.

Podkast nevez

Riposte a zo un heuliadenn vihan, ur sort sturlevr emzifenn a-enep ar sorc’henniñ faskour, itrikañ ar mediaioù hag ar polarizañ politikel. Amañ e klevehet muioc’h. Sevenet eo get Pierre-Yves Bulteau.

Razh an enklaskoù ha doserioù a zo da adkavout amañ.