Podcast YouTube

Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc’h ramzel

Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc'h ramzel
Retrouver toute l'enquête >> Retrouver toute l'enquête >>

Kevelouri (pe kooperativ ma karit) kig moc’h brasañ e Frañs eo ar C’hooperl. Staliet mat eo e Lambaol (22) abaoe tost 60 bloaz. Hiziv an deiz eo deuet da vezañ un embregerezh ramzel gant iskevredadoù er bed a-bezh. Plantet zo bet arc’hant ganti war traoù a bep seurt, pas dre ret liammet gant marc’had ar c’hig. Met ur gudenn zo : war ur bern traoù e vez kollet arc’hant gant ar C’hooperl, da skouer e Bro-Sina pe dTaiwan. Ha setu ar gevelouri da c’houlenn digant al labourerien-douar e Breizh da broduiñ muioc’h evit ma vefe kempouezet ar c’hontoù… Selaouit hiroc’h diwar-benn hon enklask diwezhañ war wagennoù Radio Breizh hag ar pemp radio e brezhoneg.