Harpit « Splann ! » evit lakaat da greskiñ ur media enklask dizalc’h el linenn e Breizh

Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec’hien splann.org digoust. Keleier fresk ‘vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh ‘vez roet ganeoc’h.

230419 Inès Léraud Inès Léraud Soirée Soutien Soulèvements De La Terre Crédits Reproterre Et Blast
Aet eo da vezañ primoc’h-primañ ar c’heleier. Ganeomp-ni ‘vez difennet ur c’hazetenniñ war an hir-amzer a-benn lakaat ar gaoz war sujedoù kizidig e Breizh. O chom er vro emañ kazetennerien Splann !. Eus Naoned betek ar Gerveur ha Lannuon e ‘vez furchet ganeomp a-drugarez d’an titouroù kaset deomp hag hon labour bemdez.

Paeron Splann ! zo Disclose, anavezet rak eo bet diskoachet ganto aferioù gwerzañ armoù gant Bro-C’hall. Inès Léraud, kazetennerez ‘neus skrivet ar vandenn-treset « Bezhin glas, an istor difennet » zo ivez hon maeronez ha ‘neus kemeret perzh e krouidigezh Splann !. Ur media hag a zifenn frankiz ar c’helaouiñ omp : bodet hon eus kazetennerien eus mediaoù disheñvel-kenañ a-benn ’bout kreñvoc’h.

Gant « Splann ! » ‘vez enklasket a-benn ma vefe aesoc’h buhez e Breizh


Pemp enklask bras zo bet embannet dija abaoe miz Even 2021 war sujedoù pouezus e Breizh (saotradur an aer hag an dour, riskloù ar metanaat hag an agro-boued, kudennoù ar c’hontrasepsion evit ar merc’hed…). Hon fennadoù ‘zo bet implijet gant an dud ha zoken el lez-varn.

Krediñ a reomp o ‘deus ezhomm ar geodedourien eus enklaskoù don ha sirius a-benn ober o soñj dezho war ar bed. Un doare da reiñ ostilhoù a-benn kompren enkadenn sokial, an endro hag an demokratelezh.

Gwriziet mat eo Splann ! e Breizh. Anat eo e ‘vez soutenet ar brezhoneg a zegas pinvidikaez hag ur sell disheñvel en hol labour. An holl enklaskoù ‘vez embannet en div yezh d’an nebeutañ.

Tro-dro da 32.000 € zo ezhomm evit un enklask



  • Gopr ha skodennoù sokial evit ar gazetennerien (45 %)

  • Gopr ha skodennoù sokial evit ar penn-kazetennerezed (40 %)

  • Gopr ha skodennoù sokial evit an droidigezh (5 %)

  • Alvokad (4 %)

  • Skeudennoù (4 %)

  • Fredoù hent (2 %)

Mediaoù all-a-benn tizhout ar muiañ a dud

A-benn bezañ sur e vo lennet hon enklaskoù gant ar muiañ a dud posubl vez kenlabouret gant mediaoù all, lec’hel pe broadel. Da skouer, rouedad Radio Breizh, kazetennoù Ya !DispakPobl Vreizh pe France 3, Mediapart ha Reporterre. Ganto ‘vez embannet ar pennadoù en doare digoust.

Tu zo kavout ac’hanomp ivez e emgavioù publik a-benn kinnig hon labour. Alies mat e vezomp pedet gant kevredigezhioù, skolioù pe festivalioù. An holl emgavioù a c’haller kavout bep miz en hon lizher-kelaouiñ.

Setu hon doare d’ober : kelaouiñ ar muiañ a dud posubl war ar pezh ‘vez diskoachet ganeomp a-benn ma cheñchfe an traoù.

231219 Splann ! Tableau Partenaires Diffusion Fr (rectangle)

Ur media dizalc'h, dugoust adrugarez d'ho harp

Splann ! ‘zo ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. En holl, 25 den ouzhpenn ‘zo abaoe eo bet krouet Splann ! , tro-dro da 15 anezho ‘zo kazetennerien hag a labour bemdez evit mont en-dro Splann ! Gant ar pezh eo bet roet ganeoc’h ‘vo tu goprañ daou zen hanter amzer a-benn ma padfe hon raktres.

210709 - Télématin Reportage Splann Morgan et Caroline

Gant al lennerien 'vez soutenet ar raktres

Ur c’homite evezh a ra war-dro eus pelec’h e teu an arc’hant a-benn ne yafe ket a-enep karta embann Splann !. Ne c’hall ket ar gevredigezh ’bout arc’hantaouet ouzhpenn 10% eus he buget gant ur memes den, a-benn chom dizalc’h.

A-benn goprañ kazetennerien, tresourien, fredoù-hent hag all ‘neus ezhomm ac’hanoc’h Splann !. Tro-dro da 20.000 euro a goust un enklask. M’ho ‘peus c’hoant e vefe kendalc’het da vevañ ar c’hazetenniñ dizalc’h e Breizh, harpit ac’hanomp !

Gall a reoc’h reiñ el linenn, dre chekenn pe an ti-post. Gall a reoc’h ivez dibab da reiñ un tammig bep miz, dre al lec’hienn-mañ pe eeun gant ho ti-bank.

Hag ar pezh ‘vez roet ganeoc’h ‘vez tu tennañ eus an tailhoù da 66 % (degemer a rit un tamm paper evit en ober).

231219 Splann ! Tableau Dons Déductibles Impôts Bzhg (rectangle)

N'ez a ket en dro ar bajenn da reiñ arc'hant ?

Gall a reoc’h mont war-eeun war pajenn Donorbox evit reiñ un tamm souten deomp.

Ma ne dreiñ ket pajenn Donorbox e c’hallit reiñ arc’hant ivez dre HelloAsso war ar bajenn-mañ.

Evel-just ma vez diaes ar jeu e c’hallit dont en darempred ganeomp evit kavout un diskoulm asambles.

Gwelloc'h eo deoc'h reiñ dre cheken pe gant arc'hant gwir ?

Kasit anezhi a Splann !,

« Da Splann ! » Ti ar vro, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp

C'hoant 'peus mont en darempred ganeomp ?

Dre vail par : contact [@] splann.org

Dre bostel da Splann ! (Ti ar vro), 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp

Adkavit ac’hanomp ivez war Instagram, LinkedIn, Facebook, Twitter, Mastodon, Bluesky ha YouTube.