Degadoù bloavezhioù-pad eo bet purerezh TotalEnergies Donez oc’h itrikañ war ar gumun a-bezh e-ser goprañ uhel e implijidi ha degas d’an annezidi gounidoù dreistordinal war an tailhoù. A-drugarez d’an d’an dra-se eo bet gouest ar greizenn eoul-gimiek da grignat tamm-ha-tamm ul lodenn gaer eus tachenn ar gumun hep na vefe bet savet re a reuz gant an annezidi. Padal eo en em gavet un niver bras a dud o vezañ o chom un nebeut kantadoù metradoù diouzh ar flammerennoù pe diouzh ar pentonioù, hag annezidi zo o deus bet ranket gwerzhañ darn eus o zachennoù.
Padal e vez tud Donez o vevañ dindan gourdrouz al lec’hienn Seveso, e-keit m’eo aet da get kazi an holl spletoù sokial. « Goude ar brezel e oa un emglev : gant ar burerezh e veze degaset implijoù ha savadoù diwar an tailhoù. En eskemm e veze saotradurioù ha noazadurioù all. Evel-just ez eus kalz a nebeutoc’h a saotradurioù hiriv an deiz eget na oa da neuze, met aet eo da get ar gounidoù a veze degaset gant ar burerezh », hervez François Cheneau, maer ar gumun.