Prometet hon eus, graet eo bet !
Splann ! - 12/13/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
🎧 Plijout a ra deoc’h ar podkastoù ?Gall a rit adkavout Splann ! war an holl arloadoù selaou, eus Apple betek Spotify met ivez war meziantoù dizalc’h. Deoc’h da lakaat hoc’h anv evit heuliañ ar pezh a vez graet ganeomp : atersadennoù eus hon c’hazetennerien, enklaskoù da selaou pe c’hoazh reportajoù. Bep miz e c’haller adkavout ar c’hronikennoù a vez graet gant Radio Breizh ha Radio Boa !
📹 El linenn. Sellout a rit ouzh kalz a videoioù, gouzout a reomp. A-benn ma vefe muioc’h anavezet hon enklaskoù hon eus ijinet videoioù disheñvel a-drugarez d’an harp roet gant ar Journalism Fund. N’ho peus ket sellet outo c’hoazh ? Kit war hon chadenn YouTube. Lakit hoc’h anv evit heuliañ an traoù nevez a vo a-benn nebeut-tre.
📺 Digor norioù nevez. Kendalc’het e vez da genlabourat gant ar mediaoù a-gustum evel Mediapart, Frañs 3 Breizh, Radio Breizh pe Ya !. Met klasket hon eus ivez kenlabourat gant kazetennoù nevez ivez. Setu neuze hon c’hazetennerien da genlabourat evit ar wech kentañ gant Lighthouse Reports diwar-benn an enklask a ziskouez piv emañ e-barzh an FNSEA. Ha Blast en deus savet ur video hir diwar-benn hon enklask a ziskoach ar saotradurioù a zo e Sant-Nazer.
📚 N’eo ket echu amzer ar paper. Tost 700 levrig enklask a zo bet prennet ganeoc’h el linenn er prantad gwerzhañ kentañ aozet ganeomp. Bremañ e c’hallit prenañ anezho ivez e levraouegoù zo, hag e kerzh mat an traoù !
📣 War an dachenn. Eus Douarnenez betek Couthures-sur-Garonne en ur dremen dre Bariz pe Gwerledan : n’eus ket eus ur miz hep ma vefe Splann ! pedet d’un darvoud bennak. Kroget hon eus da genlabourat gant Les Champs-Libres, e Roazhon, evit aozañ emgavioù nevez. An hini kentañ diwar-benn an tu-dehoù e Breizh zo bet d’an 9 a viz Here.