Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Meurzh 2025 ?
Splann ! - 04/01/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Malgeneg (56). Goulenn a ra an EARL du Rocher labourat war un atant moc’h gant 2.106 loen. Digor an enklask foran eus ar 4 a viz Ebrel hag an 2 a viz Mae.
Bilio (56). Goulenn a ra ar SCEA des Acacias labourat war un atant moc’h gant 3.167 loen e Lestreha. Digor an enklask foran betek an 23 a viz Ebrel.
Ghêltas (Gweltas) (56). Bez zo ur raktres adimplij ha deviñ lastez da grouiñ energiezh war an takad meret gant Suez. An enklask foran a vo etre an 31 a viz Meurzh hag ar 6 a viz Mae.
Plañvour (56). Raktreset e vez sevel ur savadur nevez evit degemer kirri-nij Falcon 2000 LXS « Albatros » war bon aervorel Lann-Bihoué. Neuze zo bet goulennet gant ministrerezh an Arme un aotre da dapout un nebeud spesadoù gwarezet hag ha da zistruj o lec’hioù gouennañ pe diskuizhañ. An enklask foran a zo digor betek an 30 a viz Ebrel.
Gwipavaz (29). Raktreset e vez sevel ur stad c’hoari melldroad nevez a vefe Arkea Park e anv. Douget e vez ar raktres gant an SAS Holdisport ha ret eo e toujfe ouzh steuñv lec’hel kêriekaat Brest Meurgêr. Digor eo an enklask foran eus an 28 a viz Meurzh betek an 28 a viz Ebrel.
Brest (29). Raktreset e vez sevel ur c’harter nevez tro dro da greizenn yec’hed René Fortin e Boc’harzh tal-kichen Brest. Ar pal eo bodañ er memes lec’h, war 47.600 m², tud kreizenn René Fortin Boc’harzh, tud ti ar re gozh Delcourt Ponchelet (Brest) ha tud kreizenn addiorren Gwiler. Gall a rit reiñ hoc’h ali betek an 18 a viz Ebrel.
Nouya (35). Raktreset e vez sevel ul lec’h eskemm nevez en ti-gar Nouya (Noal-ar-Gwilen). Gall a rit reiñ hoc’h ali betek an 11 a viz Ebrel.
Roazhon (35). Raktreset e vez adaozañ ar gêr evit ma c’hallfe bezañ digoret linenn Trambus Y4. Roit hoc’h ali betek ar 24 a vie Even.
Montaoban (35). Krouet e vo ur savlec’h-tretañ dourioù lous e Montaoban. Un enklask foran zo betek an 18 a viz Ebrel.
Lifrë (35). Goulenn a ra an embregerezh CPV SUN 40 gallout sevel un takad panelloù heol e« Lande de Beaugé » war 7 devezh arat. Digor eo an enklask foran betek ar 24 a viz Ebrel.