Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail
Kerioù
Gregam (56). Diorren gennad Lann Guinet, war-dro 12,5 ha, evit ur c’hant lojeiz nevez bennak, hag obererezhioù kenwerzhel, evel digoradur ur gourmarc’had bras ha krenn (GMS) nevez. Digor eo un enklask foran betek ar 11 a viz Here.
Industriezh
- Skaer (29). Ar papererezh Glatfelter (ba Cascadec) he deus goulennet kreskiñ he tonennadur produiñ eus 19 tonennad/devezh da 32 tonennad/devezh. Enklask foran betek ar 31 a viz Here. An MRAE (pennadurezh endroel) he deus diskoachet ur gudenn diwar benn “saotradur ar brud ha saotradur an aergelc’h” evit an annezidi.
- Malañseg (56). An embregerezh Roussel Frères he deus c’hoant digeriñ un uzin agroboued 4 697 m² evit diveskañ, naetaat ha diglosañ edaj ha plantennoù eoulus, war PA de la Chaussée, e Malañseg. Betek ar 4 a viz Here e vo digor an enklask foran.
- Kastell-Bourc’h (35). An embregerezh Gruel Fayer, rummet Seveso, he deus c’hoant brasaat he gallout da vernañ he produioù agroboued ( hadoù, produioù lazh-louzoù ha lazh-fungus…). Enklask foran betak ar 6 a viz Du.
Mengleuzioù
- Paimpont (35) ha Tréhorenteuc (56). Fellout a ra d’an embregerezh Caarrières de la Troche kenderc’hel da labourat e mengleuz roc’h. Enklask foran betek ar 9 a viz Here.
Energiez
- Langast (22). Raktres parkad rodoù-avel e Lann Fanton e kumun Plougenast-Langast. Hervez an MRAE « afer e vo ober traoù ouzhpenn evit gwarantiñ ma vo dalc’het gant poblañs al logod-dall hag al laboused ». An enklask foran 33 devezh a vo digoret adalek al Lun 14 a viz Here.
- Gwitevede (29). Ar gumun he deus c’hoant sevel takadoù evit buanaat produiñ energiezh nevezadus (ZAENR) war e zachenn. Da lâret-eo, takadiñ evit diorren an energiezhioù nevezadus. Enklask foran betak ar 8 a viz Here.
- Sant-Nazer (44). Aozet e vo ar c’hendiviz a-raok gant an dud diwar-benn ar raktres danframmoù evit diorren an aveldredan war vor e porzh Sant-Nazer betek ar 23 a viz Du.
Atantoù
- Ploubezre (22). An atan Le Foll a fell dezhan brasaat e chatal loen-saout, eus 622 da 1 096 loened-kig. Enklask foran adalek 1.10 betek 5.11. An MRAE he deus diskleriet oe ket bet prizied mad awalc’h an efedoù. Prederiet eo an MRAE gant kudennoù war gresk a vo kavet a goaz d’an « effets de cumuls » gant an atant amezek a sell ouzh ar steuñv skuilhañ.
- Kaden (56). Ar Gaec Zan-Armel ‘neus goulennet brasaat e chatal moc’h eus 1 340 loened da 2 707 loened-kevatal. Enklask foran betek ar 22 a viz Here.
- Gwineventer (29). An EARL Morizur a fell dezhañ brasaat e chatal moc’h ba Roc’h Glas, e Plouneventer, eus 3 103 da 2 444 loened-kevatal. Enklask foran betek ar 14 a viz Here.