Nukleel : brasaet an takad ma vez dasparzhet pastilhez iod
Splann ! - 02/27/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
E Breizh n’eus ket a greizenn nukleel o produiñ ken ( dre m’eo bet harzet hini Brenniliz e 1985 ha n’eo ket bet peurziframmet anezhi c’hoazh) met bonioù nukleel zo div anezho, e Brest hag en Enez Hir, e Kraoñ. Dibaoe fin miz Genver e vez dasparzhet pastilhez iod tro-dro d’ar bonioù-se evel ma vez graet ingal tro-dro d’ar c’hreizennoù nukleel sivil a gustum produiñ tredan.
Pa c’hoarvez ur gwallzarvoud nukleel e vez iod skinoberiant o tiaezhennañ en aer. Ur riskl a zo evit an annezidi tro-dro da analañ an iod-se neuze pe da zebriñ boued bet kontammet gantañ. An iod a vez euvret gant an tiroid, ur wagrenn a gaver en tu a-raok ar gouzoug, hag a gustum produiñ hormonoù ret d’ar bevañ. Padal ma vez skinoberiant an iod e c’heller tapout krign-bev an tiroid goude-se.Ablamour da se e c’hell ar prefed erbediñ d’an dud lonkañ ar bolodoù iod stabil (ha n’eo ket skinoberiant) pa c’hoarvez ur gwallzarvoud nukleel, kement ha peurgargañ o ziroid gant iod mat ha kuit dezhi euvriñ an iod skinoberiant.
Kemmet eo bet e miz du 2024 Steuñvennoù Emellerezh Ispisial (PPI e galleg) bonioù Brest hag an Enez Hir, lec’h m’emañ diazezet listri spluj nukleel Bro C’hall. Hiviziken e vez skin an takad surentez a 5 kilometrad, pa oa 2 gilometrad a-raok. Hervez kemennadenn ar prefed « n’eo ket bet ledanaet dre ma oa kresket an dañjer met kentoc’h evit doujañ d’ar reolennoù nevez a fed surentez nukleel ».
Klask a ra dinec’hiñ an dud a c’hellfe bezañ ankeniet o tisplegañ eo bet lakaet en takad gorread a-bezh ar c’humunioù tost, kement hag aesaat aozadur ar c’hizidikaat, ar c’huzulioù hag ar sikourioù ken kas ma c’hoarvezfe ur gwallzarvoud ». Ha da anzav « e ranker en em soñjal en a-raok rak n’eo ket dibosupl e c’hoarvezfe diaezhennadurioù skinoberiant en endro, daoust d’an holl strivoù surentez a vez tro-dro d’ar bonioù nukleel ». Ma komprener mat, n’eus ket muioc’h a riskloù eget a-raok met dalc’het e vez gwelloc’h kont eus outo.
Nav gumun eus Penn ar Bed a zo en takadoù surentez nevez :
An holl annezidi hag an dud o tont da labourat er c’humunioù-se o deus droad da gaout pastilhez iod dasparzhet gant Minister an armeoù dibaoe an 20 a viz Genver 2025. Ar prefed an hini eo a lavaro pegoulz lonkañ ar bolodoù, « ma vez ur gwallzarvoud nulkleel bras-spontus ». Gant an OMS (Aozadur etrevroadel ar yec’hed) e vez aliet kemer anezho « an abretañ ma c’heller ha ma vez posupl div eurvezh a-raok na krogfe an diaezhennadurioù skinoberiant ». Setu pezh a c’heller lenn er studiadenn embannet e 2021 gant Kuzul meur ar yec’hed foran (HCSP e galleg).
Emichañs e vo kelaouet an dud diouzhtu ha ne chomo ket ar pennoù bras da dermal ha da embann eo dister an dañjer d’an deiz ma vo poent kemer an iod. Evit poent « e c’hell an annezidi mont da gerc’hat o fastilhez en tiez-apotiker tost eus o zi, hep prouenn chomlec’h ebet, na baperenn ebet. » Pourvezet e vo ivez an implijerien publik ha prevez, an aozadurioù a gustum resevout tud, ar skolioù, liseoù, skolioù meur, kreizennoù stummañ hag all.
Met petra vo graet evit an douristed e-keñver an iod? Peadra zo d’en em c’houlenn rak en tu all d’he 22600 annezad e kustum kumuniezh kumunioù Kraoñ-Stêr Aon an Arvor degemer ur bern touristed (950 000 nozvezhiad bep bloaz). Evit ar re a deu da bourmen nemetken ne ouier ket re penaos e vo graet, padal evit ar re a chom da gousket en tiriad, roet e vije dezho gant o lojerien sañset, dre ma c’hell ar re-se goulenn pastilhez hervez an niver a dud resevet ganto.
Koulskoude eo souezhus-tre ar pezh a glever pa c’halver an ostalerioù : ne oar ket ar berc’henned pe an implijidi hag eñ eo dezho da gaout ar bolodoù-iod pe d’an douristed da c’houlenn anezho digant an apotiker pa erruont. Meur a hini a respont « n’eus ket da reiñ iod d’an douristed, d’an annezidi nemetken ». Unan anezho a lavar : « ne ouezan ket eus petra zo kaoz, met gellout a ran lâr deoc’h, dibaoe ma vevan e Kraoñ n’em eus ranket kemer pastilhez a seurt-se gwech ebet… ».
Un apotiker a embann « ne vo ket eus an iod evit ar vakañsourien, hag e vo ret reiñ ar pastilhez d’ar vugale ha d’ar re yaouank da gentañ-penn ». Kuzuliañ a ra « d’ar re a vije enkrezet gant an nukleel mont da vevañ pe da vakañsiñ pelloc’h ». Perc’hennez un ostaleri a zo a-du gantañ : «an douristed nec’het gant ar riskl-se, eo « gwelloc’h dezho mont da vakañsiñ e Terrug, ur gumun just e-kichen Kraoñ ha n’emañ ket en takad ». Gwir eo ne vo ket roet pastilhez iod ebet da dud Derrug dre m’emañ ar gumun 15 km bennak eus bon an Enez Hir, daoust dezhi bezañ lod eus ar gumuniezh kumunioù.
Tabut zo bet alies etre ar pennoù bras hag ar c’hevredigezhioù difenn an endro diwar-benn an takadoù ma vez dasparzhet pastilhez iod ha diwallet ouzh ar riskloù. Michel Marzin, bet teknisian e kreizenn nukleel Brenniliz ha deut da vezañ sacher evezh, a zo bet ezel eus Komision kelaouiñ lec’hel (CLI e galleg) an Enez Hir e-pad pell, a-raok ma tivizfe kuitaat anezhañ « dre ma oa dibosupl kaout respontoù sklaer d’hor goulennoù ». Soñj en deus pegen strizh e oa an takad e penn kentañ, war dro 500 metr, kuit da c’holoiñ ar c’hêriadennoù, da spontañ an dud ha da lakaat priz an tiez da zigreskiñ». An takad-se zo deuet da vezañ dek gwech brasoc’h hiriv an deiz, met chom a ra kalc’h bihanoc’h eget reoù ar c’hreizennoù nukleel sivil.
Er c’hreizennoù nukleel a gustum produiñ tredan eo tremenet an takad surentez eus 10 km da 20 km e 2019, evit derc’hel kont eus ar pezh a oa c’hoarvezet da heul gwallzarvoud Fukushima e Bro Japan e 2011. Abaoe pell e c’houlenn an ekolojisted e vije 100 km skin an takadoù, o terc’hel kont eus an avelioù pennañ, evel ma vez kont e Belgia, lec’h ma vez roet iod d’an holl annezidi abaoe 2016. Un takad 100 km e skin a c’holofe kazi Breizh-Izel a bezh, o vont betek Perroz e Bro Dreger, Gwareg e Kreiz Breizh ha Gwidel er c’hreisteiz.
E 1986 eo Breizh-Uhel a oa bet tizhet gant ar goumoulenn skinoberiant da heul gwallzarvoud kreizenn nukleel Tchernobyl e Ukraina (hervez kartenn Aozadur ar skingwarez hag ar surentez nukleel, IRSN e galleg). Met ma vez gwalldaget bon al listri-spluj nukleel ur wech bennak, sklaer eo e vo an distruj kalz grevusoc’h eget an diaezhennañ iod en aer, a roer pastilhez da wareziñ an dud outo.