A-drugarez d’un aotre ispisial roet gant ar brefeded e c’hall al labourerien-douar skuilhañ an dour- hañvouez abretoc’h evit da gustum. Sañset n’eus ket droad kregiñ re abred, kuit da saotrañ re an dour gant an nitratoù hag a zegaso muioc’h a vezhin glas.
Sañset eo rediet al labourerien-douar da c’hortoz betek miz C’hwevrer evit kregiñ da skuilhañ dour-hañvouez (ar c’hoc’haj a zeu eus an atantoù da zesevel loened) er parkeier. A-wechoù eo dav dezho gortoz betek miz Meurzh zoken, hervez an doare ti-feurm int. Gortozet e vez e vefe nebeutoc’h a c’hlav, kuit da saotrañ re ar stêrioù e Breizh gant nitratoù. « Kizidig » a vez graet eus Rannvro Breizh war an afer-se abalamour d’ar c’hementad a vezhin glas zo.
Padal, abaoe fin ar bloaz tremenet e vez gwelet kirri-samm gant dour-hañvouez o tremen dija. Ar pezh a zo difennet… Pa ne vez ket eus un aotre ispisial roet gant ar prefed ! A-drugarez da 7vet Programm an obererezhioù broadel (PAN e galleg) emañ ar galloud gant ar prefeti evit cheñch deiziataer ar skuilhañ. N’en deus ket gortozet sindikad an FRSEA evit goulenn an aotreoù-se. Roet eo bet da labourerien-douar zo er Mor-Bihan hag e Penn-ar-Bed.
Souezhus eo an dibaboù-se pa ouier eo aet un tamm war-raok c’hoazh ar stourm a-enep d’an nitratoù ha d’ar bezhin glas : kondaonet eo bet ar Stad d’an 18 a viz Gouere 2023 gant lez-varn Roazhon. Sañset e oa da vezañ kreñvaet muzulioù a-enep d’ar bezhin glas e Breizh dindan pevar miz. Engalv en eus graet ar Stad. Met n’en deus ket gortozet prefed ar Rannvro, Philippe Gustin, evit lañsañ ar 7vet Programm obererezhioù rannvroel (PAR e galleg). N’ez a ket gwall bell ar plañ-se hervez Estelle Gwern eus Dour ha stêrioù Breizh, bet aterset gant Actu environnement.
Poulloù o redek hag o saotrañ
Met perak ‘ta skuilhañ a-raok an deiziad aotreet ? Kalz re a c’hlav zo bet er mizioù tremenet. Ar poulloù- hañvouez didoenn eus an tiez-feurm a zesav moc’h pe saout a zo leun chouk hag ar c’hoc’haj a zo o redek war an natur. « Gall a rafe bezañ saotret an endro ma vez eus poulloù-hañvouez o fennañ. Gwasoc’h eo eget klask skuilhañ an dour. Dibabet e vo ar re skañvoc’h ha lakaet e vo war parkeier bras evit ma ne vefe ket re saotrus », eme Stéphane Buron, penn rener eus an DDTM Penn-ar-Bed, ouzh mikro Radio Kreiz Breizh.
Met siwazh eo bet saotret an endro e lec’hioù ‘zo dija. Da skouer, e Kreiz-Breizh hon eus bet tro da welet pegen lous e oa dour un ad-stêr eus an Ele. 25 % eus an eoged yaouank a zeu er stêr-se evit gouennañ. Kendalc’het hon eus da vale e bord an dour ha kavet ez eus bet ur wezenn gourvezet war an dour gant ur bern loustoni stanket warni. Hag un tammig pelloc’h setu ur poull-hañvouez o redek war un dachenn-gleb. Pep tra a ziskenno war-zu ar Su hag e vo diflipet n’eus pell eus enez Groe.