[Kelou « Splann ! »] Lakaet diaes kanerien e Roazhon abalamour d’o zalvoudoù e-skeud d’an abadenn Luminiscence
Bulteau Pierre-Yves - 03/28/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

An diviz a oa bet tapet goude-merenn d’an 12 a viz Genver tremenet. E-keit ma oa ar start-up Lotchi o klask eizh kenganer evit troiad e « zarvoud imersivel » e bazilikenn Saint-Albin Roazhon, e tegouezh ur gelaouadenn e bouklenn WhatsApp ar strollad sonerien : « Arc’hantaouet e vefe bet an arvest gant Pierre-Edouard Stérin.
Buan-tre e sav ur goulenn kenetre an ugent ezel bennak eus ar c’henstroll nann-ofisiel-se (diwar an tri-ugent kaner lourennek a-vicher bennak o chom e bro Roazhon) : « Dav mont di pe get ? »
Un diviz diaes da gemer, pa ouzer pebezh breskted zo er bed-se, e-giz ma oa bet roet da c’houzout gant barometr diwezhañ an arvest bev e Breizh. An danevell eus miz Mezheven 2024 a zeskriv ur « sektor breskaet kalz gant enkadennoù en eil re war-lerc’h ar re all ». Ha merkañ a ra, resisoc’h, « un digresk gwirion ha kendalc’hus en niver a abadennoù, war-dro 2,8% nebeutoc’h » bep bloaz.
Diouzh savboent an arvesterien avat ne saver ket ar goulenn kement-se. Abaoe ma oa bet roet lañs dezhi e 2023 e ra berzh bras Luminiscence, e pep lec’h e Frañs. Ken aes hag efedus, reiñ a ra tro meizad an abadenn da glevet ur vouezh off, ha homañ a gont er c’hentãn gour unan istor liesseurt ilizoù Frañs. Soubet e vez an dud en 3D, ha harp gant ul laz-kanañ d’en ober.
Eus Lyon da Bariz, en ur dremen dre Berpignan pe ar Roc’hell… Respont d’ar galv savet gant Lotchi a zo evit un toullad arzourien bezañ sur e vo un tri-ugent abadenn bennak da ober ganto.
Setu, pa oa erruet ar c’heloù eus ul liamm a c’hallfe bezañ gant ar miliardour mirour pell pellañ betek ar c’henstroll roazhonat, e oa deuet an digarez da vezañ un emgann talvoudoù. « Buan-tre, eme dThibault Givaja, hon eus divizet nac’hañ kanañ evit ar raktres-se. »
A-benn kompren an emsavadeg dibar-se e bedig bed sioul ar sonerezh klasel, ez eo ret distreiñ d’ar bloaz 2023. Ar bloaz-se e oa bet krouet Lotchi gant Romain Sarfati, ha Rue89 Strasbourg en deus diskoachet liammoù e start-up gant Pierre-Edouard Stérin. Ar postadurioù arc’hant graet gant ar mesen a oa d’ar c’houlz 18% eus ar c’hevala sokial, da lavaret eo ar c’hapital pa oa bet savet an embregerezh.
Ar bloaz war-lerc’h ez eo ar font « Fonds du bien commun » aozadur sevenadurel deuet diwar Périclès, ur raktres gant ar pal « gwrizienniñ an identelezh kristen er gevredigezh gall» ac’h embann gant lorc’h e souten da Luminiscence war ar rouedadoù.
« Evel ma oa bet graet evit ur c’hant embregerezh bennak, ar postadur arc’hant minorel gant Otium Impact [font postadurioù prevez bet krouet e 2009 gant Pierre-Edouard Stérin, NDLR] a oa sterniet gant ur framm strizh liammet gant an embregerezhioù ha n’eus ket bet empleget biskoazh darempred personel pe levezon ideologel ebet da sevel hon abadennoù, ac’h arguzenn Romain Sarfati, hag a zispleg ez eo bet «adprenet an holl lodennoù dalc’het gant ar font-se gant Banijay Live e miz Genver 2025 ».

Koulskoude eo al liamm-se, troc’het bremañ, a lak an dud da brederiañ, e-maez da vetoù kanerien laz-kanañ Roazhon.
« Dizoloet em eus Luminiscence e-kerzh ur bodad aozañ darvoudoù, e fin ar bloaz 2025 », a zispleg Benoît Careil. D’ar c’houlz e oa eilmaer evit ar sevenadur gant Nathalie Appéré (2014-2020 ; 2020-2026), an dilennad-bet eus strollad ar re c’hlas a zispleg « ez eo dieub penn-da-benn ar frankiz da grouiñ e Roazhon ». Ouzhpennañ a ra da heul : « Diouzhtu em boa savet goulennoù ouzhin ma unan. E-giz un heklev e oa gant ar strategiezhioù mirour ha sevenadurel a gaver gant ar Puy du Fou da skouer. »
Un « arvest istor » ac’h anavez William Blanc gwelloc’h eget n’eus forzh pe hini all.. Aozer al levr « Les historiens de garde » (Inculte Éditions, 2013), istorour ar Grennamzer eo ha mat eo bet dezhañ dielfennañ an danevell diwar-benn bazilikenn Sant Albin evit Splann !
« D’ar c’hentañ sell, ne welan netra skandalus », a zibun deomp ar skolveuriad gant startijenn en e vouezh. « Da c’houde e weler mat ar pezh a zeu war wel en arvest-mañ. Ar soñj emañ an Iliz o veilhañ war ar geoded. Met, eme an istorour adarre, arabat eo ankounac’haat ez eo ar soñj-mañ ur raktres politikel da gentañ penn. Hiziv c’hoazh e servij ar seurt arvestoù-se evel ur benveg galloud d’ul lodenn eus an Iliz. »
« E-kerzh hon eskemmoù, eme Benoît Careil da glokaat, e oa c’hoant an eskob da zegas tud en ilizoù ha da gizidikaat ar re yaouankañ d’an talvoudoù douget gant an doktrin katolik. »
Pa oa bet savet ar goulenn ouzh an eskopti en doa resisaet « n’eo ket keveller d’an darvoud-mañ » met « bet en deus ar gwir da sellet ouzh an destenn ». Kenkoulz ha « renerien savadurioù all, istorourien pe servijoù renerezhioù rannvroel an aferioù sevenadurel », diouzh an elfennoù bet roet da Splann! gant Romain Sarfati. « An diazez labour-se a vez diorroet da c’houde e stumm un danevellerezh, aes da soubañ enni evit an holl, en ur veskañ danevelloù istorel, sonerezh ha krouidigezh da welet. »
« Gant an abadenn-mañ, e vezer muioc’h e-barzh al lidañ eget ar prederiañ », eme William Blanc. Ne oa ket bet spontet dreist-vuzul Mathilde Pianfetti hag he c’henseurted gant ar « skritur neptu » -se e-kerzh troiad Luminiscence Lyon en nevezamzer 2025.
« Ur pennad berr a oa diwar-benn an Dispac’h gall a lakaas ac’hanomp da vezañ spontet. Evit ar peurrest,» a gont ar ganerez, « e soñje deomp e oa dreist-holl un embregerezh prevez o tennañ gounid eus an entan a oa tro-dro d’an abadennoù imersivel evit gounit arc’hant. »
Diouzh ma vez dibabet « sonerezh niverel » pe « laz-kanañ war al leurenn », e vez priz an tiked etre 19 ha 39 euro. Seul geroc’h ar plas, seul welloc’h al lec’h da welet ar c’hoari gant ar gouleier, enkorfet gant bolzioù ar vazilikenn. Met neuze e vez an arvester pelloc’h eus al laz-kanañ.
Ur « poell enep d’ar soñj arvest bev e-unan », a respont Thibault Givaja ha eñ ha kemer skouer opera Roazhon e lec’h ma « vezer an tostañ d’al leurenn ha d’an arzourien evit ar priz-se ».
Ar pezh na denn ket d’al lec’h er sal eo an heklev peurvat gant un danevell kaset e-kork 41 munut rik. A-ratozh kaer, rak alese e c’hall bezañ graet div abadenn diouzh renk bep Gwener ha Sadorn da noz. Ha kement-mañ betek an 30 a viz Mae pa seller ouzh ar fichenn-hent hon eus bet tro da lenn.
Ma vez an abadenn berroc’h evit ar 45 munut a vez da gustum ha kemennet war ar programoù evel-se ez eo ivez abalamour da goproù ar ganerien.
« Boaz, a zispleg an hini a vo anvet Ludivine ganeomp, e tle un abadenn ober ur c’hached deomp. Met, eme an arzourez, ma vez berroc’h an abadenn evit 45 munut, ez eo diouzh al lezenn paeañ ur c’hached evit div abadenn. »
Un doare da ober diouzh al lezenn, ha sterniet gant mellad 2.5 stagadenn 1 emglev a-stroll broadel embregerezhioù gennad prevez an arvestoù bev, hag a vefe « un doare boutin da ober e metoù an arvestoù », eme Benoît Careil. « Ar pezh zo nevez, eme an dilennad-bet, eo gwelet seurt patromoù oc’h en em ledañ e bed ar sonerezh klasel. »
Diouzh ar pezh a gont an dud bet savet ar goulenn outo, ez eo ivez dibab ur « gevrat da frammañ penaos e vez kerzet lazoù-kanañ gant frammoù produiñ liammet gant al laz-kanañ » kinniget d’ar ganerien gant Lotchi an hini he doa lakaet ar ganerien lazoù-kanañ roazhonat da sevel a-enep.
Da sklaeraat, an dra-se zo aotren ar start-up da zileuriañ an tuta hag ar marc’hata evit an arzourien hag an implijidi d’ur framm all pe d’un den diavez.
« E-giz-se ez eo sur Lotchi ne vo ket lakaet en abeg evit riskloù micherel an implijer ha ne vefe ket atebek e-mod ebet, pa vez nullet an abadennoù da skouer », eme vMathilde Pianfetti. Ha neuze, « Diwar an 59 deiziad rakwelet e Lyon, ac’h adkont ar ganerez da Splann ! , e oa bet nullet daouzek hep abeg resis ebet. Hag an dra-se meur a sizhunvezh en a-raok pe ur miz a-raok memes ».
Un doare-mañ da chom di-emouestl a gas dilerc’hioù arc’hantel start evit an arzourien, met chom a ra diouzh al lezenn pa seller « diferedennoù nullañ » ar gevrat sterniañ hon eus bet tro da lenn.
Savet ‘z eus bet ar goulenn diwar-benn dibab an doareoù kevrat-se, ha kendiazezer Lotchi a respont ez eo « boutin an doare-se » hag e « warant e vez doujet d’ar redioù sokial ha kevratel ». Ha diwar-benn an « diferadennoù nullañ» ez eo arguzenn an niver a dud en abadennoù a vez roet an taol-mañ. « C’hoarvezet e oa an dra-se e Lyon, eno ne oa ket trawalc’h a arvesterien da zerc’hel an holl abadennoù rakwelet en deroù. »
Galvet e oa bet an evezh war an danvez, « ar CGT arvest en deus aliet ac’hanomp da chom hep gervel d’ar boycott evit Luminiscence, en abeg ne oa netra e-maez lezenn en doareoù-se da ober », eme dThibault Givaja a lavar ivez ez eo emskiant « ez eo galloudus ar start-up-mañ, abaoe ma oa bet adprenet gant Banijay ».
« Ouzhpenn d’an doareoù labourat, ne gavomp ket dereat a-walc’h, hor bije nac’het da gemer perzh en ur raktres en doa bet ul liamm, na pa vije bet berrbad, gant Stérin », eme Ludivine, kadarn anezhi.
« Un emgann talvoudoù » a lavar Romain Sarfati kompren, anzav a ra« ez eus un dilec’h sklaer etre tuadurioù politikel Pierre-Edouard Stérin hag an talvoudoù douget gant hor skipailhoù hag gant an arzourien a labouromp ganto ».
Tredeog o reiñ an ton , Benoît Careil a gav « ez eo dinec’hus e vefe bet nac’het kachedoù gant kanerien en anv o zalvoudoù dezho. Pa ouzer penaos emañ ar bed hiziv an deiz, ez eo ret gallout anzav se ».
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur.