Un enklask bet kaset gant Splann!, Lighthouse Reports, The Europeans, Front Story, Taz hag L’Espresso.
- Holl-vezañs an FNSEA a zalc’h en e sav sistem labour-douar ar Frañs e diabarzh ar produadurouriezh, ha pellaat a ra ma vefe kemeret e kont dalc’hoù an endro.
- Betek 18 respetad gant ar Breizhad Thierry Coué ; dek d’an nebeutañ gant André Sergent, 22 respetad gant Arnaud Rousseau, e penn an FNSEA ; nav gant an n°2, Jérôme Despey.
- Un dekred a c’hellfe digreskiñ c’hoazh al liested sindikad en un dreutaat arc’hantaouiñ kevezerien an FNSEA.
Ur plas a-bouez en deus Thierry Coué, 57 vloaz, en e sindikad e Breizh, ha tremenet eo d’ur bazenn a-us p’eo aet tre e burev broadel an FNSEA ( Kevread broadel sindikadoù al labourioù-douar) e 2023. « Ur paotr dañjerus eo, gouest d’az lazhañ e-kreiz un emvod», eme e enebour Jean-Marc Thomas, bet mouezh aotreet Kengevredad ar beizanted, ar sindikad labour-douar o mennozhioù kontrol.
E penn un atant askoridik sevel moc’h er Mor-Bihan emañ Thierry Coué, ha difenner entanet an doare produourer e sindikad. Betek bezañ bet tapet gantañ al lesanv a « lazher» e pep ensavadur m’en deus bet tro da sezañ enno. Ha niverus a-walc’h int ! Kontet hon eus 18 outo : ensavadurioù broadel anavezet mat gant an dud evel ANSES, ajañs vroadel ar surentez yec’hedel, a ro aotre pe get d’an diastuzerioù, pe re all nebeutoc’h anavezet evel komite rannvro ar c’hendiviz war ar sturiad nitrat.
Zoomit, dezoomit ha klikit war al logoioù evit gouzout hiroc’h.
Perzh boutin an ensavioù-se : o galloud levezoniñ war tachennoù al labour-douar, an endro hag ar yec’hed. An hollvezañs e servij ur reolenn : ober pep tra evit ma vefe miret ouzh pezh a virfe ouzh patrom al labour-douar askoridik, en desped d’an endro pe da yec’hed ar boblañs. Eus e du, Thierry Coué eme e tifenn « an holl labour-douar evit an holl labourerien-douar ». Lâr a ra c’hoazh : « dilennet on bet d’un doare demokratel. Pa ne vin ket dilennet ken, ne vin ket gwelet ken ».
Ur sistem eouliet-mat
Alies-mat e vez Arnaud Clugery, mouezh aotreet ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh oc’h enebiñ ouzh Thierry Coué, pa vezont karget da vevenniñ saotradur an dour gant an nitratoù diwar al labour-douar ha da virout ouzh kudenn ar glandour (bezhin glas) e-barzh bodad rannvroel an nitrat. Test eo eus al labour lobierezh ingal dileuriad an FNSEA. « Dibaouez e vez Thierry Coué o voueta mekanik an douetañs, ingal e vez o vazhata ar reolennadurioù a vefe o lazhañ labour-douar Breizh, sañset ».
En unan eus ar rentaoù-kont emvodoù bet roet da lenn da gazetennerien Splann ! emañ Thierry Coué o nac’h ma vefe al labour-douar ar pennkaoz nemetañ, ha keuz zo gantañ « ne vefe gwech ebet lakaet e kaoz kiriegezh kreizennoù puraat [ar c’hêrioù] », hag en em savet eo ouzh « ur reolennadur pounneroc’h-pounnerañ » a lak en arvar « ur bed a labourerien-douar (…) ha n’en deus ket fiziañs er Stad nag er varnerien ken ». War an afer-se, setu ar pezh en deus respontet Thierry Coué : « ne glaskan ket lâr ne gemer ket perzh al labour-douar en afer-se. Met pouezus eo lâr ez eus meur a orin evit ar saotradurioù-se ».
Zoomit, dezoomit ha klikit war al logoioù evit gouzout hiroc’h.
Evit difenn o sell war al labour-douar e vez an FNSEA o postañ arc’hant er c’helaouennoù hag en aozadur saloñsoù ha darvoudoù labour-douar meur. Evel -se eo bet kadoriet betek 2022 gant Thierry Coué ar gelaouenn labour-douar Terra a veze ingalet digoust ha betek 2022 d’al labourerien-douar dre ar c’hambreier labour-douar.
Arnaud Rousseau zo e penn ar sindikad, met ivez prezidant an embregerezh agro-bouederezh ramzel Avril, ha kadoriad eo e bodad evezhiañ an embregerezh Réussir, ti-embann 52 kelaouenn labour-douar er Frañs.
Diouzh e du, eil rener ar sindikad, Jérôme Despey, zo o paouez bezañ dilennet prezidant ar CENECA, an embregerezh perc’henn war Saloñs al labour-douar, bep bloaz e miz C’hwevrer, an emgav ret evit holl brezidanted ar Republik. Etre daouarn an FNSEA emañ neuze darn vras ar c’helaouennoù labour-douar hag an emgavioù koulz evit an dud dre vras hag evit an dud a-vicher. Met p ‘z omp aet e darempred gant an FNSEA, den n’en deus bet roet tamm respont ebet deomp.
Zoomit, dezoomit ha klikit war al logoioù evit gouzout hiroc’h.
Ur c’hrog-seziz a c’heller merzhout betek e barr ar Stad. « An FNSEA n’en deus ket ezhomm stekiñ ouzh an nor evit gellet dont e-barzh ministrerezh al Labour-douar, pa rankomp-ni gortoz mizioù a-raok kaout un emgav », a zisplege Fréderic Jacquemart eus ar gengevredigezh France Nature Environnement, glas ar mousc’hoarzh war e vuzelloù. Da geñver bodad bloaz an FNSEA e miz Meurzh diwezhañ, Marc Fesneau, ministr al labour-douar, en doa diskleriet « ganin ha ganeoc’h eo ma vez graet an traoù ».
Kambreier al labour-douar, sichenn ar galloud
Diazezet eo reizhded an FNSEA diwar an dilennadegoù micherel a vez dalc’het bep 6 vloaz, e framm an dilennadegoù evit kambreier al labour-douar. Taer eo komzoù Laurence Marandola, mouezh aotreet Kengevredad ar beizanted (Confédération paysanne) : « Savet eo bet krog an FNSEA war bed al labour-douar dre un diouer a zemokratelezh. Diwar an dek kolaj dilenn a vez e kambr al labour-douar, hini ar penn embregerezhioù eo an hini nemetañ a ya en-dro gant an doare votiñ a ro un dalvoudegezh ouzhpenn d’ar muianiver ».
Evel-se e vez roet raktal, anez goulenn, an hanter eus ar sezioù d’ar sindikad erruet er penn a-raok. Hegaset-bras eo Laurence Marendola : « Abalamour da-se, daoust d’ar Gengevredad bezañ erruet en eilvet renk en Arieja, gant 38% eus ar mouezhioù, n’hon eus ken met 3 dilennad diwar triwec’h ». Padal ez eo ur gwir jackpot evit an FNSEA. Ouzhpenn bezañ anvet sindikad muianiver e vez roet dezho ivez muianiver ar sezioù er c’hambreier labour-douar. Dre-se e vez roet reizhed dezho dre ziv wech, hag e c’hellont tizhout an ensavadurioù publik ha prevez liesseurt lec’h ma c’hell sezañ Arnaud Rousseau, Jérôme Despey pe c’hoazh Thierry Coué.
Un direizhded bet diskuliet c’hoazh gant Lez ar c’hontoù e 2021. Rak evit broudañ « al liested sindikad » ez erbed ma vefe «kemmet an doare votiñ-se». Betek 54% eus al labourerien-douar a oa chomet hep votiñ da geñver an dilennadegoù diwezhañ e 2019, biskoazh kement all ! Degouezhet e oa da 55% listenn an FNSEA-JA, a vez enni an FNSEA ha skourr yaouankiz al Labourerien-douar Yaouank. Diwar tro 500.000 labourer-douar a gaver er Frañs, 126.500 outo o doa bet votet evit an FNSEA-JA, da lâret eo 25 % eus an dud a-vicher. Pa bouez ur c’hard eus al labourerien-douar ez eo tapet ganto renerezh 97 kambr labour-douar diwar ar 102 a vefe kavet er Frañs.
Diwar tro 500.000 labourer-douar a gaver er Frañs, 126.500 outo o doa bet votet evit an FNSEA-JA, da lâret eo 25 % eus an dud a-vicher.
,
Chom a ra eta da c’houzout penaos eo dileuriet al labourerien-douar. Dreist-holl pa ouzer e kas dilennidi an FNSEA o c’hefridi gwechoù zo e anv ar sindikad, gwechoù all e anv ar c’hambreier labour-douar evit difenn interestoù an holl dud a-vicher, hep teurel kont eus gant peseurt sindikad emaint.
An FNSEA, ur sindikad n'heller ket distroadañ ?
André Sergent, saver moc’h askoridik, e penn kambr labour-douar Breizh abaoe 2019, goude bezañ bet e penn hini departamant Penn-ar-Bed. Kadoriad eo ouzhpenn-se e 10 aozadur bennak, d’an nebeutañ, Ensavadur filierenn ar moc’h ha kevread rannvro ar moc’h e-touez re all. Daou lobi ar sevel moc’h industriel a vez ganto da geveler ar gevredigezh « les Z’homnivores, «kevredigezh ha talbenn industrioù ar c’hig » o doa taget hor c’hazetennerien enklaskerien hag izili Splann !, Nicolas Legendre hag Inès Léraud, en ur gemennadenn diabarzh bet diskoachet e miz Gouere 2023.
D’an 30 a viz Gwengolo 2022 ez eus bet roet da André Sergent unan eus uhelañ merk a enor Republik Frañs : bezañ marc’heg al legion a enor. Gant Jean-Yves an Drian, tad-paeron politikerezh Breizh, bet prezidant Rannvro Breizh, bet ministr an Difenn hag hini an Aferioù estren e oa bet ispilhet en devezh-se.
E miz Du 2019 e oa bet kondaonet an den-se koulskoude gant Lez-varn reoliañ ar budjedoù hag an arc’hantaouiñ, evit e zoare merañ kontoù kambr labour-douar Penn-ar-Bed, bet kavet er-maez lezenn. Gant al lez-varn e oa rebechet outañ « bezañ roet yalc’hadoù da sindikadoù er-maez eus pep reoliadur » hag ivez bezañ bet « prenet bilhedoù evit matchoù melldroad, pezh a oa grataat izili ar burev en doare direizh, pezh a oa noazus a-fed arc’hantaouiñ kambr labour-douar an departamant ».
Bloaz a-raok e oa bet tamallet d’e embregerezh metanaat Cap Metha evit bezañ bet saotret fall gwazh-dour traoñienn Kerioled e Beuzeg ar C’hab. Da heul un deveradenn er metanaer e oa bet drastet holl loened ar wazh-dour a-hed ur c’hilometrad. Mab André Sergent, Quentin, merour an embregerezh, a oa bet kondaonet da baeañ kastizoù ha dic’haouioù d’ar c’hevredigezhioù a oa aet da gevrenn geodedel (partie civile).
E 2018 bepred e oa bet ensellerien ar staladurioù rummataet o tiskoachañ pevarzek c’hloazadenn vras bet graet d’ar reolennoù, en o zouez kudennoù surentez en unvez metanaat. Tri bloaz goude ez eo grataet da vrasaat e stal diwar-goust kevredigezhioù gwarez an endro. Mantret eo Jean Hascoët eus Dour ha Stêrioù Breizh : « Pa vezer e botoù André Sergent e c’heller saotrañ, foraniñ arc’hant publik ha bezañ enoret memestra ».
Diouzh e du e respont André Sergent deomp ne dalvez kondanasion al Lez reoliañ nemet evit doareoù labour an hini a oa en e raok, hag emañ e atant unan eus ar re a vez graet war-dro ar gwellañ e Breizh. Hervez ar c’heloù bet kaset deomp eo bet kondaonet meur a wech c’hoazh evit bezañ chomet hep doujañ ouzh ar reoliadur strewiñ hañvouez.
Zoomit, dezoomit ha klikit war al logoioù evit gouzout hiroc’h.
Un dekred a c’hellfe lakaat ar sindikadoù kevezer da blegañ
E miz Genver a zeu e vo dalc’het dilennadegoù ar c’hambreier labour-douar da zont, hag an FNSEA ne bella dirak tra ebet evit chom er plas kentañ ! E miz Meurzh 2023 e oa bet Kevredad ar Mor-Bihan, gant Thierry Coué en hec’h eil renk, o c’houlenn digant prefed an departamant ma vefe skarzhet Kevredad ar beizanted diwar an holl ensavioù lec’h m’emañ, dre ma oa bet engouestlet er stourm ekologel ouzh ar mega-basinoù.
War a seblant e c’hell an FNSEA kontañ ivez an FNSEA war ur c’heveler all, minister al Labour-douar, p’emañ o prientiñ un dekred a c’hello reiñ tro da waskañ da gevezerien ar sindikad pennañ, en ur zisec’hañ kef ar sindikadoù all. E-sell emañ da gemm an doareoù arc’hantaouiñ ar sindikadoù labour-douar : ur c’holl a c’hellfe mont betek 500 000 €, da lâret eo 15 % eus o budjed mont en-dro, hervez Kengevredad ar beizanted hag ar C’henurzhierezh war ar maez.
Evit poent ez eo 75 % eus hollad an arc’hantaouiñ foran a vez roet hervez niver ar mouezhioù bet paket da geñver an dilennadegoù micherel, ha 25% hervez niver ar sezioù bet paket e kambroù al labour-douar. E-sell emañ ar ministrerezh da cheñch an doare lodenniñ evit dereiñ 50/50. Dre ma vez graet brav d’an FNSEA an doare mouezhiañ a zo evit poent en ur reiñ muioc’h a sezioù dezho, gant an doare nevez e vefe kresket c’hoazh an arc’hantaouiñ publik, e-keit ma vefe dilañsoc’h evit ar sindikadoù bihanniver evel Kengevredad ar beizanted pe ar Genurzhierezh war ar maez.
Truezus eo mouezh Laurence Marandola, mouezh aotreet Kengevread ar beizanted : « Nebeut a zilennidi a vez ganeomp c’hoazh, ha terriñ a reont o c’hein evit dileuriñ o izili e-barzh meur a ensav. Ma vez tennet hon arc’hantaouiñ diganeomp e vimp digresket muioc’h c’hoazh hor barregezh da bouezañ war politikerezh al labour-douar er Frañs. Ma vefe degemeret an dekred-se e vefe ur brouenn ouzhpenn ez eo laouen ar gouarnamant gant an doare ken-verañ hag a vir ouzh an demokratiezh sindikadoù », eme da echuiñ Véronique ar Floc’h, prezidantez ar C’henurzhierezh war ar maez.
Stoket fall e oa bet demokratiezh ar sindikadoù dija da geñver manifestadegoù miz Genver diwezhañ. Tapet gounit gant an FNSEA evit ul luskad ha ne oa ket bet roet lañs dezhañ ganto koulskoude. Basinoù dour, diastuzerioù (pesticides), disamm war an tailhoù, ha setu m’eo bet roet darn vras o c’hoant d’ar sindikad gant gouarnamant Attal, diwar-goust goulennoù kentañ ar vanifesterien a oa diazezet war ar prizioù ha goproù uheloc’h. Ha n’eo ket sur e pledfe gant ar c’hudennoù-se lezenn nevez an henchañ labour-douar nevez, a vez kaoz diwar he fenn er Vodadenn vroadel er mare-mañ. Ha cheñchet e vefe penn d’ar vazh ma yafe darn vras al labourerien-douar d’en em sevel da geñver an dilennadegoù micherel a vo dalc’het e miz Genver a zeu ?
Lobi al labour-douar industiel e Europa
Ar pennad-mañ zo perzh eus un enklask brasoc’h kaset gant Splann!, Lighthouse Reports, The Europeans, Front Story, Taz hag L’Espresso diwar-benn lobi al labour-douar industriel e Europa. Gall a rit lenn anezhi digoust war splann.org ha war lec’hienn ar mediaoù a genlabour ganeomp.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
- Article précédent: [Enklask nevez] Klañv eo porzh Sant-Nazer gant e industriezhioù : hon enklask nevez
- Article suivant: War soudardaat muioc’h-mui emañ dalc’hen an urzh e Roazhon