Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Lobi ar moc’h bet skoazellet gant Bercy, a drugarez da Antoine Armand
Sylvain Ernault - 10/01/2024
Gwall vat eo ar prizioù war varch’ad ar moc’h er mare-mañ. Plij a rafe d’an desaverien moc’h tennañ gounid deus ar jeu-se, o brasaat o menajoù. Chañs vo digaset dezhe sur awalc’h, a-drugarez da vinistr an ekonomiez, ar finañs hag an industriezh nevez, Antoine Armand.
Chañs vo digaset dezhe sur awalc’h, a-drugarez da vinistr an ekonomiez, ar finañs hag an industriezh nevez, Antoine Armand.
« Guerilla melestradurel ha bretaus », « Mise au pilori » : ar gerioù-se ‘neus larêt Antoine Armaud, d’ar 23 a viz Genver, pa oa o komz deus ar c’hevredigezhoù a difenn an endro, pa oa bet o visitañ ur menaj-yar ba Geispolsheim, en Alzas.
D’ar c’houlz-se e oa labourerien-douar ‘o manifestiñ evit bout paet mat. Met ar ministr Marc Fesneau ‘noa kaset an depute macronistgwall pell evit brudañ menajoù.
Antoine Armaud noa studiet ba’n Ena ha ‘barzh an Ecole normale supérieure. Eñ oe 32 vloaz pa’noe choazet mont ba Landunvez (29), ‘ba menaj Philipe Bizien. Philippe Bizien, penn-bras ar bed desevel-moc’h, prezidant ar c’hooperativ Evel’Up ha prezidant an interprofession Inaporc. Kas a ra 27 000 porch’el d’al lazhti bep bloaz.
Hennezh n’eo ket ur skouer vat a reizhded koulskoude : e 2016, oa bet roet dezhañ an aotren astenn, met nullet ‘oa bet gant ar justis melestradurel war lec’h. Un enklask foran nevez oa bet graet goude, hag oe bet ad-aotret an menaj e fin 2022. Un amoug all a enep an aotren ‘oa bet savet. D’ar memes koulz, un enklask ‘oa bet digoret gant ar justis da heul ur c’hlemm ‘oa bet douget gant ur strollad annezidi, a rebeche dezhañ bezañ bet « lakaet en arvar buhez a yec’hed an dud ».
« N’eus ket a diezh-feurm-uzin e Frañs » a lâre Antoine Armaud pa oa bet pedet gant BFMTV, d’ar 23 a viz Genver. Hervezañ ‘vez taget al labourerien-douar gant « kantadoù a argadoù stourmerien ekologour ». Ha eñ da sevel er memes koulz ur strollad er Parlamant evit soutenn ar chatalerezh.
Kustumed eo hennezh da vezañ pedet gant mediaoù Bolloré. Aterset eo bet evit ur wec’h keñtan evel ministr gant ar JDD. D’ar 6 a viz Meurzh, eo bet gwellet ba’n bodadeg broadel, er sal Colbert : « paeron » oa d’ur c’hollok aozet gant « Z’Homnivores », ur gevredigezh a oa bet savet gant pennoù bras ar industriezh ar c’hig e Breizh a-enep stoumerien enep-spesadouriezh (antispécistes). Rennet eo al lobby-se gant Hervé Le Prince. Bet skrivet gantañ e vefe Splann! ur «media kozh-kaozoù » ha Nicolas Legendre un « irienner » (« complotiste »).
« Preizhet e vez al labour-douar »
« Preizhet e vez al labour-douar, eme Antoine Armand d’an devezh-se. Gant ar bleizi, met ivez gant an holl kevredigezhioù a zo, ‘benn-fin, evel armeoù bihan da sevel rekourioù dre vreutaat [recours contentieux] a-enep d’al labourerien-douar. Ret eo digalonekaat anezhe rak e tigalonekont ar produerien boued ». Pep tra ‘zo da lenn e rentañ-kont ar c’hollok, bet embannet e kazetenn La France agricole.
Un neubeud sizhunioù goude, eo bet kinniget gantañ un enkemmad (amendement) evit skarzhañ L214 deus ar sistem a ro an tu d’an dud a ro arc’hant dezhe da zigreskiñ an tailhoù a baeont. Un enkemmad all ‘neus kinniget da reiñ an tu d’al labourerien-douar da vezañ restaolet dezhe dic’haouioù hag interestoù pa vez kaset ur rekour « abusif » a-enep o raktresoù.
Laouen e oa Antoine Armand e oa bet anavet « al labour-douar, hag an desevel loened evel ul laz hollek » [intérêt général]. Ar pal eo lakaet al labour-douar d’ar memes live ha hini an Endro. Gis-se vo roet aliesoc’h aotreoù evit brasaat chatalerezhoù pe fardelloù dour gant ar barnerien melestrerezh.