Gant live an doureier o sevel e c’hellfe koustañ ker-ruz « priz an distriv » e Breizh
Pierre-Yves Bulteau - 07/31/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Ken kizidik eo ar sujed-mañ hag eo bresk ar 1.772 kilometrad aodoù Breizh, pa ouezer mat bremañ a-drugarez d’ar skiantourien e vo 4 derez ouzhpenn hag ez aio Breizh war « Greizdouarelaat ».
Ken arvarus eo stad an traoù m’eo en em vodet e kuzul Rannvro Breizh, tud eus Ajañs an endro ha mestroni an energiezh (Ademe), Météo France peotramant c’hoazh Renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz (DREAL).
Dre ar munud e oa bet kinniget en emvod-mañ, d’an 22 a viz Mae e Roazhon, sifroù 2025 cheñchamant an hin e Breizh. Dirak un dornad kazetennerien e oa bet anzavet gant Aurélie Mestres, eilrenerez Renerezh rannvroel an endro, an annezadur hag al lojeiz anezhi, e « vezer a boan o kregiñ da vuzuliañ efedoù krignerezh an aod ». « Koust a raio war-dro 50 miliard a euroioù bep bloaz ar redi azasaat ouzh kemm an hin » hervezi.
« Uhel-tre eo koust an distriv dija » hervez Kuzul uhel Breizh evit an hin.
« Splann e vo ma respont d’ar goulenn-mañ », eme Ronan Pichon, kenbrezidant Rannvro Breizh e-karg eus ar vevliesseurted hag ar steuñv ekologel. « Ne ouezomp ket c’hoazh pegement e kousto resis met divizoù start vo da gemer e-keñver lec’hioù ha tiriadoù zo lec’h ma rankimp lezel ar mor d’ober e jeu. Hag e lec’hioù all e rankimp postañ arc’hant a-benn gwareziñ obererezhioù ekonomikel zo, evel er porzhvaoù. »
93 kumun eus Breizh a zo paket gant krignerezh an aod dija. En o zouez emañ Kumuniezh kumunioù Lannuon-Treger (LTC) abaoe ar 14 a viz Meurzh 2023 ha kumun Perroz-Gireg abaoe ar 15 a viz C’hwevrer 2024. En ur gartennouriezh, savet e 2021 da heul al lezenn Hin ha dalc’husted, e vez renablet ar c’humunioù hag a rank kas da benn « obererezhioù en o c’hêraozan hag en o folitikerezh terkañ evit en em azasaat ouzh pennkaozioù krignadenn an aod ».
Ur « stourm ha n’eo ket a-enep met gant an natur » a zo bet boulc’het gant LTC tri bloaz zo. He Steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU), bet votet evit 15 vloaz, a zo e bal mirout na vo “diverket” 1 200 ti ha monument istorel a-benn 2100.
Da lâret eo « e vo aotret sevel tiez nevez er vro gant ma vo lakaet arc’hant a-gostez gant ar perc’henn evit distrujañ e lojeiz ma teu hemañ da vezañ en arvar », eme Paul Le Bihan, maer Lannuon anezhañ, e emvod ar gumuniezh-kumunioù d’an 22 a viz Ebrel 2025.
« Dasparzhet e vez ar riskloù » etre ar strollegezhioù lec’hel hag an dud hiniennel. Padal en em denn maez ar jeu an asurañsoù tamm-ha-tamm. E 2022 hepken ez eus bet diyalc’het 10 miliard a euroioù gant ar re-mañ evit kemer e-karg ar gwallzarvoudoù naturel. Biskoazh n’eo bet ken uhel ar c’houst-mañ abaoe an daou varrad-amzer Lothar ha Martin e 1999.
Klasket e vez diskoulmoù gant an dilennidi evit ma vo arc’hantaouet al labourioù da wareziñ ar savadurioù, kuit d’ar strollegezhioù hag d’an annezidi da vezañ lakaet diaes a-fet arc’hant. Evel an taos Gémapi, krouet evit « gwareziñ ar gwernioù ha mirout ouzh an dour-beuz », un dailh lec’hel a c’heller sevel hag a vez 40 € ar bloaz dre annezad d’ar muiañ. « Berr eo evit gwareziñ ar savadurioù, an dud hag an endro », eme an dilennidi aterset gant Splann !.
« Berr eo ivez evit gwareziñ ar savadurioù nevez war vord an aod », eme Jeannick Launay o soñjal raktal e chanter « Les Terrasses de Kerduel », e Perroz-Gireg.
Er savadur cheuc’h-mañ e vo kavet 11 ranndi rummad uhel, en ul lec’h mil-anavezet gant tud Perroz evit « mareoù a dic’hlann ar stêr Kerduel ha pa vez gourlanv », a zispleg ar vaouez war he leve he deus dizoloet ar chanter-mañ en ur vont da bourmen war an aod dre ma ya di bemdez. A-benn an trede trimiziad 2025 e rankfe bezañ echu al labourioù.
« N’on ket chalet na gant ar raktres-mañ e-unan nag gant ar c’hoant o devez tud zo da vezañ o chom war vord an aod, emezi. En em c’houlenn a ran kentoc’h penaos ez eus bet gellet dereiñ un aotre sevel-ti d’ur savadur el lec’h-se. »
Er perimetr steuñvenn dizarbenn riskloù liñvadenn ha dour-beur Peroz-Gireg emañ [steuñvenn degemeret gant un diferad-prefed d’ar 16 a viz Ebrel 2025, NDLR]. En teuliad-mañ savet gant Aozadur an enklaskoù geologel (BRGM) emañ ivez raktres ar savadur-mañ. « Adalek ma savo an dour eus 50 santimetr e weler mat e vo ul lodenn vras eus straed Ernest-Renan ha deus kroashent-tro Pont-Couennec en arvar da vezañ beuzet », eme ar vaouez war he leve en ur skrignal.
Hervez un den barrek eus metoù marc’had ar savadurioù en Aodoù-an-Arvor ne vez nemet ur « riskl etre » el lec’h-se, met dont a ra da vezañ « uhel-tre » hervez teuliadoù asurañsoù hag a zo bet lennet gant Splann !. Da lavaret eo ez eus daou embregerezh bras eus ar sektor-se hag a lavar « ne c’hellont ket ober ur rakpriz evit ranndioù « Les Terrasses de Kerduel» e Pont-Couennec abalamour m’emaint en un takad gant riskloù bras a zour-beuz.»
N’eo ket an dra-se hag a viro ouzh ar betoñs da ziskenn e porzh kêr an hortensia. En e « stignad evit skoilhañ ouzh an dour-beuz hag al liñvadennoù » hag a zo bet lennet gant Splann ! e respont ar penngaser tiez e vo « uhelaet eus 50 santimetr live rez-an-douar, uhelaet ar vogerig hag a zo kostez ar mor ha savet belkadoù reier evit gwareziñ ar straed Ernest-Renan… »
Aet omp e darempred gant ti-kêr Perroz-Gireg met n’eus bet respont ebet d’hor goulennoù. Na da lizher Jeannick Launay e-lec’h ma lavare « e c’hellfe bezañ kaset an afer dirak ar justis gant ar berc’henned da zont ma c’hoarvezfe dour-beuz bras, ar c’houst o kouezhañ war chouk an dud a bae tailhoù ».