Kraozon hag e ved didruez
Pierre-Yves Bulteau - 12/16/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Roudoù-bizied kemeret, fotoioù a-skerb ivez. « Tretet on bet evel ur paourkaezh defalladez abalamour d’un embann war Facebook. » Pevar miz goude bezañ bet selaouet en archerdi e Kastellin eo fuloret c’hoazh Chloé Roux. « Daoust ma z’eo bet klozet an afer kunujennoù e chom spontus ar pezh a zo c’hoarvezet. » Pellgomz a ra deomp en-dro un nebeut devezhioù a-raok ma vefe peurskrivet ar pennad-mañ. Santet vez eo skuizh divi ar vaouez lañsus a zaou ugent vloaz bennak e penn all al linenn delefon : « Drastet on bet gant klemm ar maer, n’eo ket dous ken ma buhez pemdeziek. Evit mann ebet. »
Ken fuloret eo m’he deus kemeret Chloe Roux un avokad evit sevel klemm enep ar maer ablam ma z’eus bet lakaet brud fall warni gantañ.
Lañset eo bet an afer p’he doa graet ur goulenn war gont ti-kêr Kraozon diwar-benn « koñdisionoù drastus » ar produiñ fuzeennoù artifis hag a vez implijet d’ar 14 a viz Gouere : « Diwar-benn politikerezh prenañ ti-kêr Kraozon e fell din gouzout hiroc’h. »
Meur a gemennadenn a zo bet da heul ar goulenn-mañ. En o zouez unan leun a imor skrivet ganti d’ar maer, hag hennezh o respont diouzhtu : « En deiz a hiziv emañ an holl vaered a-du gant ar soñj ez eus muioc’h-mui a draoù tagus war ar rouedadoù sokial, eme Batrick Berthelot. Ha gant ar fed e ranker lakaat un termen d’an dra-se, da vat. »
« Betek gervel an archerien evit ur goulenn eus va ferzh war facebook traken ? », a lavar Chloé Roux en-dro. Hag hi o lavar deomp he deus ar santimant bevañ en ur c’horn-bro start hag enebet dezhi abaoe an afer-se.
Un istor hag a zo damheñvel ouzh ar pezh a zo c’hoarvezet gant Aurélie du Boys.
E fin miz Even 2025, tra ma oa homañ oc’h ingalañ traktoù gant ur strolladig tud a-enep al lezenn Duplomb « e oa bet goulennet ganeomp gant un ajent eus an ti-kêr hag-eñ oamp aotreet da okupiñ al lec’h publik. Evidon-me, eme ar geodedourez, ne oa ket dav evit ober seurt traoù ».
E-kreiz ar marc’had eo savet an ton kenetrezo. Betek ma zafe ar sevenerez filmoù e gouez o reiñ he soñj a-enep « an ti-kêr leun a faskourien ». Diwar ar gerioù-se zo bet savet klemm enep dezhi gant ar maer, met n’eo ket bet pelloc’h an afer.
Un nebeut devezhioù a-raok, e-kerzh ur c’huzul-kêr e oa bet rebechet gant kuzulierien eus an tu a-enep da re ar muiañ niver nac’hañ dezho kaout salioù evit en em vodañ.
« Ma ‘z on aet re bell ganti, eme ar filmourez, eo dre ma vez klasket, e Kraozon, minellañ, diskalifiañ an neb a gustum abegiñ, ha kemmeskañ ar re a c’houlenn traoù an eil re gant ar re all. »
Un anv en deus ar “c’hemmesk-mañ” e gourenez Kraozon : Gaëlle Vigouroux an hini eo. « Mari an amerdourez » a vez graet anezhi ganti hec’h-unan. En he c’hichen o deus stourmet Chloé Roux hag Aurélie du Boys da vare dilennadegoù-kêr 2020.
« Me an hini eo a vez ar maer o klask tizhout pa vez savet klemm gantañ », eme an dilennadez eus an tu a-enep. Patrick Berthelot n’emañ ket a-du tamm ebet gant he doare da welet an traoù : « N’anavezan ket an anvioù meneget ganeoc’h, a respont eñ da Splann !. Maer on ha dre-se emaon o servij d’an holl geodedourien. »
Un tamm douetañs a sav e-touez dilennidi an tu-kleiz kement ha gant re an tu kreiz-dezhou pa vez kaoz eus kefridi a laz hollek gant ar maer.
D’an 8 a viz Gouere 2021 e oa kroget an traoù da drenkañ p’he doa klasket ar gumun prenañ 1.969 metrad karrez e kreiz-kêr. « Justifiet ‘neus ar maer e wir kentprenañ dre ma oa ar pal sevel lojeiz sokial », eme Gaëlle Vigouroux. Hag hi o vont pelloc’h : « Pouezus-tre eo dalc’h al lojeiz hag ar c’hemmesk sokial e Kraozon. » E ledenez-Kraoñ e vez start d’al labourerien kaout ul lojeiz a-hed ar bloaz ha d’ar re rannvloaziat kavout bod e-pad an hañv. An tiez vak a zo kaoz. Ker-ruz int peotramant miret evit posterion madoù.
Se zo kaoz m’eo bet souezhet dilennidi an teir listenn bihan-niver en ti-kêr p’o deus gwelet ar strollad Amenatys o tegouezhout gant e raktres annez Cap Presqu’île. Nav ranndi warn-ugent a-galite uhel, pep hini o koustañ war-dro 220.000 euro, hervez kael ar prizioù en deus gellet Splann ! sellout outi.
D’an 13 a viz Gwengolo 2022 e tro ar souezh da zouetañs. D’an deiz-se e vez sinet gant an ti-kêr « ur bromesa prenañ ha ne oa ket bet votet er c’huzul-kêr na roet da c’houzout diwar he fenn d’an dilennidi daoust d’hor goulennoù splann », he deus soñj penn strollad an tu-kleiz ekologel e Kraozon.
E 2023 e c’hoarvez ar memes tra pa vez prenet gant ar gumun un ti tal-kichen an tachennoù prenet ganti dija. Hervez danevell stadañ (PV) kuzul-kêr ar 16 a viz C’hwevrer « e servijo da raktres Amenatys d’en em staliañ da vat evit sevel lojamantoù impljet a-hed ar bloaz ».
Hervez ar strollad Un nouvel élan pour Crozon (bet savet gant mignoned ar maer kozh eus an tu-dehou liesseurt, Daniel Moysan) emañ pell Yann ouzh e gazeg rak n’eo ket « gwall sokial » an afer-mañ e-keñver ar pezh oa bet prometaet. Ul lizher en deus kaset da brefed Penn-ar-bed o lakaat e kaoz « ar mod da gemer an divizoù ».
El lizher-mañ hag a zo bet lennet gant Splann ! e vez dizoloet, ez eus cheu etre an dilennidi abalamour d’un dra all c’hoazh : « Ur c’henstok lazioù personel a c’hellfe bezañ gant un nebeut dilennidi eus muiañ niver ar c’huzul-kêr er raktres savadur-mañ. »
« Ur wech suraet ar raktres annez Cap Presqu’île en deus divizet Amenatys lakaat al lojamantoù da vezañ gwerzhet gant Barraine Immo, a zispleg Gaëlle Vigouroux. Peadra d’en em c’houlenn pa ouezer eo unan eus kuzulierezed an ajañs-mañ Nadine Tréguer-Brun, gwreg Philippe Brun, eilmaer e-karg eus al labourioù e kêr Kraozon. »
En e lizher d’ar prefed e skriv ar strollad Un nouvel élan pour Crozon « n’eus bet kuzulier-kêr ebet o vont er maez eus sal ar c’huzul da boent an tabutoù diwar-benn raktres Amenatys ».
Al lizher diwall-mañ a zo chomet « direspont » hervez Jean-Luc Guénèques. « O c’hortoz emaon, a lavar dilennad an tu a-enep da Splann !, rak ur bennadurezh velestradurel a rank respont d’ar geodedourien hag a zo aet e darempred ganti ».
Prefeti Penn-ar-Bed en deus respontet da Splann ! eo bet « treuzkaset an evezhiadennoù-se da isprefeti Kastellin, dezhañ da gas an traoù pelloc’h ». Netra nevez dibaoe.
Resevet omp bet gant maer Kraozon. Azezet a-dreñv e vurev bras e oa Patrick Berthelot. Lakaet ganeomp ar gaoz war ur seblant kenstok lazioù. Kerkent e respont : « Ur pal nemetañ a zo gant ar benvekaat politikel-mañ : diskar al labour dispar bet graet gant ma skipailh. »
War e vurev emañ, a-wel d’an holl, deiziataer gwer ha gwenn… ar strollad Amenatys. Eus o zu n’o deus ket respontet d’hor goulennoù pennoù bras Amenatys.
Dre ma ne oa ket aet er maez eus sal ar c’huzul ar guzulierien liammet gant ar raktres da vare an tabutoù e soñj da Gaëlle Vigouroux ez eus danvez ur « c’henstok maez lezenn » en afer-se. D’an 28 a viz Here 2024 e voe divizet ganti reiñ lañs da bennad 40 kod an argerzhadur kastizañ.
En dilinennad 2 eo resisaet « e rank pep ofiser pe gargad hag a zeu da c’houzout ez eus bet ur felladenn reiñ da c’houzout kement-se, hep dale, da brokulour ar Republik ».
En doser-mañ e lavar Gaëlle Vigouroux eo bet kelaouet « gant daou zen (a fell dezho chom dizanv) eus ar fed m’eo bet ar maer hag unan eus e eilmaerezed o klask prenañ ranndioù estaj diwezhañ savadur B an annez ». E miz Meurzh 2026 e kinnigo ar guzulierez-kêr eus an tu-enep ul listenn en dilennadegoù-kêr pa ne raio ket ar maer a-vremañ Patrick Berthelot.
Adkavet hon eus unan eus an daou zen o deus roet o zesteni. « Adalek miz Gwengolo 2023 em boa lakaet ma anv evit prenañ ur ranndi, eme Camille*. Met da vare ar rakwerzhañ em boa gwelet e oa bet lakaet e griz prizioù gwerzhañ ar rooftop, an estaj diwezhañ. »
Koulskoude e oa Camille unan eus ar pratikoù gentañ o kinnig prenañ. En em c’houlenn a ra neuze « petra zo kaoz eo bet miret al lojeiz-se ». An artizan deuet da beurechuiñ al labourioù en he ranndi en doa roet ur respont dezhi : « En ur gaozeal en deus lavaret din e oa bet prenet an estaj a-us dija gant ar maer hag e genderv. »
N’eo ket bet posupl da Splann ! gwiriekaet ar c’helou-se ha spontet eo bet Patrick Berthelot o klevet kement-mañ : « Ur farsadenn penn-da-benn an hini eo. Lañset e vez brud fall gant Itron Vigouroux hag ar pennad 40 a zo bet roet lañs dezhañ diwar gevier. »
Gant archerien Kastellin ez eus bet galvet ha selaouet meur a zen koulskoude, ar maer hag e guzulierez a-enep en o zouez. Kaset e oa bet an danevelloù stadañ (PV) da eilprokulor Kemper.
P’hon eus klasket gouzout hiroc’h digant hennezh eo bet respontet deomp « ez eus un enklask o vezañ kaset er mare-mañ dindant beli jujeri Kemper » ha « ne vo ket roet muioc’h a ditouroù war an afer-se evit poent ».
*Anv-bihan kemmet