Kleuzioù ha girzhier : kenderc’hel a ra an distruj
Nolwenn Weiler - 08/05/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Gwez kozh-tre zo bet distrujet war ur c’hilometrad e kumun Logivi-Plougraz, en nevez-amzer paseet, e-kreiz mare an neizhiañ. Baleerien o deus disklêriet an afer-se, d’ar 27 a viz Meurzh, o skrivañ d’ar c’hazetennoù lec’hel, mod ent-dizanv peogwir o doa « aon rak ar veñjañsoù ». El lizher, gant enklaskoù topografek resis a-walc’h, e vez displeget gante e oa aet gwez derv ouzhpenn kant vloaz diwar wel, hag e oant bet troc’het « enep d’al lezenn » e-kichen daou lec’h : Grand Launay ha Pen an Allée. An afer-se a c’hall bezañ ouzhpennet d’an distrujoù bras bet diskuliet gant Splann ! e Bro Dreger, e miz C’hwevrer 2024.
N’eo ket difennet tennañ ar c’hleuzioù, met evit kaout an aotre d’en ober, emañ ret d’e c’houlenn… ha d’e gaout ! N’eo ket bet graet en afer-se.
« Goulennoù evit distruj ar girzhier a oa bet savet gant labourerien-douar, met goulennet e oa bet gant teknikourien Lannuon Treger Kumuniezh (LTC) e vefe kaset da benn an digolloù kent (da lâret eo adplantañ e lec’h ma oa bet troc’het ar gwechoù a-raok, notenn ar skrivagner) a-raok aotreiñ distrujoù nevez », eme Annie Bras-Denis, dilennet evit an endro e LTC. Sklaer eo ne oa ket bet komprenet an dle-se. Hag troc’het eo bet ar gwez. « Ur gudenn kehentiñ zo bet etre LTC hag al labourerien-douar », a zispleg gant evezh maer ar gumun, Jean-François Le Gall. Degemeret eo bet an daou strollad gantañ en ti-kêr, e-kreiz miz Ebrel.
Ouzhpenn al labourerien-douar ha LTC, e oa bet gwelet eno servijoù ar gouarnamant (gant an DDTM – Renerezh an Tiriadoù hag ar Mor) ha Kambr Labour-douar Aodoù an Arvor. « Pep hini en deus komzet, klasket hon eus kavout diskoulmoù », a gont Jean-François Le Gall. « Divizet eo bet e vefe karget Kambr al Labour-douar da aozañ an teuliad digoll evit an DDTM. »
A-gostez eo bet laosket Lannuon Treger kumuniezh – daoust d’he servijoù bezañ kustum d’ar seurt aferioù-se – ha chomet hep keloù ebet abaoe. Ne oar nemet e oa sañset al labourioù bezañ echuet a-benn fin 2025. E-keit-se, en deus asañtet maer Logivi-Plougraz ar raktres digoll savet gant kambr al labour-douar, ha « fiziañs ennañ ».
« Komañset o deus al labourerien-douar d’ober al labour goulennet », a lâr Jean-François Le Gall, « daoust ma ne vo plantet nemet en diskar-amzer, a-hed an hent, met pas hepken. Un dachenn vras o deus hag ur bern gwez a vo strewet e meur a lec’h war an douaroù. Gant ar Gaec e vez arc’hantaouet pep tra. Ne gemero ket perzh ar gumun, se zo sur ».
Daoust hag ar girzhier nevez staliet a vo enskrivet en PLU evel tachenn goad rummet ha gwarezet neuze ? « En hor c’humun, ouzhpenn 10.000 devezh-arat anezhi, n’eus nemet ar girzhier a zo kenstur d’ar stêr a vez gwarezet rak mirout ouzh an dourioù-beuz a reont », eme ar maer hep resisaat hiroc’h. Met dre ma n’eus ket bet tu da Splann ! kavout kartenn ar programm adplantañ, e chom an douetañs.
Rummet pe get, « an adplantadennoù-se n’int ket digolloù e gwirionez », eme Jean-Luc Pichon, deus Dour ha Stêrioù Breizh. « Ur renkennad brousgwez 50 santimetr uhelder ne c’hell ket kemer plas ur c’hae gwez kozh hag an holl vevliesseurted a gav goudor ennañ. Ur marc’had touell eo evit al loened, ar plant hag evit ar geodedourien a rank gortoz 40 vloaz evit adkavout ar gweledva kollet. »
Hervez ar gevredigezh, a labour start evit gwareziñ ar c’harzhaoueg, e vefe ret plantañ div wech ar pezh a zo bet distrujet d’an nebeutañ.
Nec’het eo Dour ha Stêrioù Breizh, ha kaset en deus ul lizher d’an DDTM e-kreiz miz Ebrel. « Ma vez disklêriet ar girzhier dindan ar PAC (Politikerezh Europa al labour-douar), e ya ar fed diskar anezho a-enep d’ar reolennoù-ret a fet ekologiezh, dreist-holl ar BCAE 8 », eme ar gevredigezh. Difenn a ra ar reolenn-mañ distruj ar girzhier « nemet ma vez un dalc’h ispisial-kenañ, ha nemet ma zo bet goulennet un aotre disdalc’h en a-raok digant an DDTM ».
Ma ne vez ket graet e-giz-se, e vez digresket, normalamant, ar skoazell PAC, hag a zo pouezus-tre evit kalz a atantoù labour-douar.
Hervez an titouroù kavet gant Splann ! e oa bet resevet tost da 140.000 € gant an atant e 2024, en o zouez ouzhpenn 10.000 € dindan ar programm « hin hag endro ». Un den tost deus afer Logivi-Plougraz a lâr ez eo un torr-lezenn da reolenn an BCAE 8 e gwirionez, hag e oa al labourerien-douar o vont da goll « un tammig PAC ».
N’en deus ket lâret hiroc’h diwar-benn ar sammadoù a c’hellfe bezañ kollet ganto. Tud an DDTM o deus lâret da Splann ! ne « c’hellent ket respont d’ar gazetennerien », hag o deus kaset ac’hanomp davet burev ar prefed. Hennezh en deus lavaret deomp e c’houlenno digant an DDTM ma e c’hall respont d’hor goulennoù…
Pellgomzet hon eus meur a wech hag a-benn ar fin, e oa bet lavaret deomp gant ar prefeti « ne responto ket » d’hon goulennoù, setu tout. Deus tu kambr al labour-douar, emañ an holl dud gouest da respont deomp e koñje. Hag gant Ofis Bro-C’hall ar Vevliesseurted (OFB), n’eus bet lavaret netra diwar-benn an afer-se, (ar pezh a lakaa Dour ha Stêrioù BZH da vezañ nec’het rak galloudoù polis en deus an OFB ha gallout a ra lakaat kastizoù). Aliet vezomp ganto mont e darempred gant… an DDTM !
« Ar vaered hag an DDTM n’emaint ket strizh a-walc’h gant al labourerien-douar a dorr al lezenn », eme Jean-Luc Pichon. « Neuzen emañ sklaer dezhe e c’hellont kenderc’hel hep bezañ kastizet rak ne c’hoarvezo netra ganto ma torront al lezenn. Ma vez ken izel ar c’hastizoù, e kendalc’hint da droc’hañ ar girzhier. »
Hervezañ, ne vez ket roet evezh a-walc’h d’ar girzhier ha d’ar c’hleuzioù, a zo ken pouezus evit kaout dour a-walc’h hag a-galite. Rouedad « Haies France », ennañ 450 aozadur hag a labour war an dachenn evit diorren ar gwez hag ar girzhier, a c’halv da ziwall ivez ha da saveteiñ an emglev girzhier, a zo en arvar gant digreskoù bras war ar budjed.
« Plijout a rafe deomp e vefe komprenet gant an dud emañ ret kaout kleuzioù ha girzhier evit kaout dour er stêrioù », eme Annie Bras-Denis. « Met kentoc’h evit kastizañ, eo gwelloc’h deomp ambroug an dud hag ober pedagogiezh gante. Forzh penaos, n’eus ket galloudoù polis ganeomp. Padal, ar fed brudañ an afer-se a c’hell lakaat an dud d’en em soñjal ha da vezañ war evezh. Pa vez brudet fazioù graet gant tud zo, e vez addegaset da soñj d’ar re all doujañ d’ar reolennoù. Seder on, kompren a raio an dud a-benn ar fin. »