[Flemmad] Goude ar skoilhoù hag al laedoù en hor c’heñver, setu respont « Splann ! » da Vael De Calan war ar fedoù
Splann ! - 12/10/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
D’ar merc’her 3 a viz Kerzu e oa bet miret ouzh hor c’helaouennerien Chloe Richard ha Kristen Falc’hon da vont da selaou bilañs e steuñv RSA (Korvoder Kengred Oberiant), kinniget gant prezidant ar c’huzul departamant dirak 200 penn embregerezh bodet e stal Armor Lux e Kemper. Un tammig diwezhatoc’h e oa bet klasket gant un ajant surentez kemer o c’hamera diganto, pa oant o filmañ ar vanifesterien.
War blato Tebeo dilun da noz, ha war Ici Breizh Izel dimeurzh vintin en dije gellet Mael de Calan lavarout en doa keuz eus kement-se, pe en em zigareziñ. Netra tout.
Kontrel d’ar pezh en deus embannet penn bras an tu dehou e Penn-ar-Bed, n’o deus ket kelaouennerien Splann! kuzhet ar fed e oant kazetennerien. Gwech ebet n’o deus «klasket lavar e oant pennoù embregerezh», nemet e oant deuet d’ober o labour kelaouiñ evel kelaouennerien an Telegramme ha Ouest-France hag a oa war al lec’h en nozvezh-se.
Dre ma n’emañ ket en e vleud gant ar pezh a zo c’hoarvezet, en deus Mael de Calan kroget da laediñ ac’hanomp, o lavar ken alies ha ma c’halle ez eo Splann ! « ur media eus an tu kleiz pellañ ha stourmer-tre ».
Pa oa bet diskuliet gant Mediapart un teul o tiskouez e oa bet arc’hantaouet prantad kabaliñ Nicolas Sarkozy gant bro Libia, en doa lavaret François Fillon e oa ar media-se un « officine ». Gouzout a reer mat petra zo c’hoarvezet da c’houde-se gant ar prezidant kozh ha gant e gentañ ministr eus ar c’houlz-se.
N’eo ket gant komzoù-her e teuer da vezañ un den meur. Padal dre implijout anezho re alies e labezer an demokratelezh.
Gant ho skoazell e kendalc’ho hor skipailh da labourat en ur mod rik-ha-rik ha dizalc’h a-benn gellout ho kelaouiñ war ar mod ma vez renet ar politikerezh publik. Hep deredek pa vezomp kengalvet gant pennoù bras ar galloud politikel, na stouiñ dirak o urzhiadur. Forzh pe hini vije.