[Keloù « Splann ! »] Even lait industrie a vez dalc’het gant prefed Penn-ar-bed abalamour d’he saotradurioù ingal en Aber-Ac’h
Sylvain Ernault Ernault - 05/31/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Ur gevelouri hag « a dalc’h mat », « hag a greñvaat e zastum hag e arc’hant postaet » hag « a gendalc’h da greskiñ ». E penn-kentañ Miz Ebrel e oa bet diskouezet disoc’hoù kentañ strollad-laezh Breizh er c’hazetennoù gant titloù meuleudius. E 2024 e vez diskwelet gant Even (Paysan Breton, Régilait, Mamie Nova, Argel, Gamm Vert…) ur c’hengreadur stabil da 2,7 miliard a euroioù hag un dastum a laezh tizhet da 421 milion a litroù, ur c’hresk a 4 %. Koulskoude n’eus ket kaoz tamm ebet eus distaolioù a zour louzet en Aber-Ac’h hag a ra jeu etre embregerezh brasañ an agroboued e Penn-ar-bed ha servij renerezh-departamant gwarez ar poblañsoù (DDPP).
Klaset ez eus bet div uzin hag a vez kavet e sez istorel Even, e Plouzeniel, e bazh uhelañ ar staliadurioù hag a c’hellfe krouiñ riskloù pe ober droug d’an endro (ICPE). Amañ e vez fardet ul lodenn eus al laezh pasteurizet, fourmaj emmental, yogourtoù, krampouezh pe produioù magadurezh klinik lakaet er c’hoñvers gant Laïta.
Tamm-ha-tamm eo bet kresket al lec’h hag e 2015 e rae 48.000 m2 a c’horre savet el lec’h Plouzeniel en e bezh. Gant Pennadurezh an endro eo bet evezhiet “ez eus ezhomm kreskiñ da vat ar samm a zour industriel da dretañ gant purlec’h al lec’h” pa ‘z eus bet un treugennad a reishaat melestradurel. Traoù a vank en teuliad-mañ hervezo e-keñver efedoù an dour louzet e stêr an Aber-Ac’h. Ar wirionez az aio ganto da c’houde.
E 2018 hag e 2019 ez eus bet daou zarvoud hag a zo bet kiriek da besked marvet en ardraoñ distaol ar savadur. Gant ar gevredigezh Dour ha stêrioù Breizh ez eus bet douget klemm evit an eil gwallzarvoud. Se zo kaoz e oa bet sinet, e Miz Eost 2020, un diferad-prefed ouzhpenn evit mestroniañ distaolioù dour an uzin. Gwiriaet e oa bet hep o kelaouiñ gant servijoù ar prefed ha diskouez ez eus bet ur vank er seveniñ raktres suraat dour-glav al lec’h.
E Miz Eost 2022, un nebeud devezhioù da c’houde lañs ar steuñv enkadenn sec’hed, ez eus bet un diaester evit ur mare er purlec’h hag a zo bet kiriek d’ur saotradur nevez er stêr. Diskuliet e vez en un danevell ofisiel « e lak gwask war ar produiñ a zour mat da evañ e ardraoñ ar purlec’h, diskarget 90.000 annezad rannet war 36 kumuniezh, gant ur mont en-dro reduiet eus an hanter e-pad 3 devezh ». E Miz Gwengolo ez eus bet graet un enklask gant an ensellerezh ha d’o soñj ne oa mank ebet hag a c’hallfe bezañ bet kastizet gant ar prefed.
Ur bloaz da c’houde e oa aet war fallaat evezh an distaolioù industriel. D’an 3 a viz Here 2023 e oa tro-dro 60m3 a zour distaol skuilhet en Aber-Ac’h. Degouezhet e oa ensellerien ar sistemoù klaset war al lec’h antronoz ha roet o deus fed e oa « ur mank a gontrolliñ hag a varregezhioù eus an impliji e-karg eus ar purlec’h » hag « ur mank a erbedoù gant an embregerezh roet d’an implijidi war ar mont en-dro pa vez un darvoud peotramant ur gwallzarvoud. »
En danevell-mañ e vez notet e tremen hebioù an dour louzet meur a wech gant talvoudoù bevenn evit 3 farametr a-raok ma vefe dastaoliet en natur. Neuze eo tremenet hebioù 45 gwech enrollet evit ar substañs en aer, da lâret e vez gwelet gant an daoulagad, gant an embregerezh abaoe an 1 a viz Genver. Ali e wazourien a vez heuliet gant ar prefed hag a sin un diferad-prefed a gas redi un nebeud sizhunvezhioù goude.
E Miz Mae 2024 e oa bet roet da anavezet gant Even lait industrie e vije bet lakaet e-plas un evezhiañ ar stignad dizehan eus an distaolioù eus « ar substañs en aer » hag an amoniak. Koulskoude n’eo ket bet kadarnaet an traoù un nebeud mizioù goude pa ‘z eus bet ar feur a amoniak o kreskiñ er stêr. Dizoloet e vez er rentañ-kont emvod bodad lec’hel dour sindikad kemmesk Gorre-Leon (SAGE) d’ar 27 a viz Even « ez eus bet un efed d’ar saotradur-mañ gant ar produiñ a zour mat da evañ chomet a-sav [e-pad daou zevezh], ampleget da brenañ dour da Eau du Ponant ». En danevell-mañ eo skrivet eo bet savet klemm a-enep Even gant ur gevredigezh pesketa lec’hel. Un eil redi a oa bet sinet d’ana 2 a viz Eost.
Skrivet e vez en diell-mañ eo bet kaset kevredigezh pesketa an Aberioù dirak al lez-varn hag « ar saotradur nevez a vo ouzhpennet en teuliad ». D’ar 27 a viz Mae 2025 en doa respontet ar prezidant Yves Chaigneau deomp o kadarnaad ez eus un treugennad er mare-mañ met ne felle ket dezhañ kaozeal eus ar sujed-mañ.
Digarzhet e vez an heuliad darvoudoù-se e 8 linenn en danevell emvod er poellgor sindikad Sindikad dourioù Gorre-Leon d’an 12 a viz Du. Lennet e vez ne felle ket d’he frezidantez Marguerite Lamour « kas an embregerezh-mañ mil-vrudet en industriezh Penn-ar-bed (sic) dirak ar justis » met goulennet he deus « groñs un evezh sirius hag ajed war an distaolioù graet gant labourerezh industriel an embregerezh-mañ ».
Ne felle ket d’an embregerezh Even« respont d’hor goulennoù ». Koulskoude en deus resisaet e « kenlaboure Even Lait Industrie gant ar melestradurezh, gant servij renerezh-departamant gwarez ar poblañsoù (DDPP) evit bezañ resis (…) ».
E Miz Genver 2025 en doa torret ar prefed e redi diwezhañ abalamour eo krenvaet an naked war an dour louzet goude an tretiñ. Koulskoude en deus sinet un diferad nevez e Miz Meurzh a-hervez promes Even ha n’int ket bet lakaet e-plas e fin ar gont. Ur steuñv ober a rank bezañ bet savet ganto a-raok fin ar bloavezh 2025, sevel ur poull-sklaeraat a-benn fin 2026 hag ur poull kompezañ a-raok an 1 a viz Genver 2028. Da lâret eo a-benn 10 vloaz ha 4 saotradur d’an nebeutañ goude reizhekaat ar Stad war staliadurioù industriel Even e Plouzeniel.
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.