Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant
Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Energiezh
- La Celle (35). Klask a ra an embregerezh Centrale Biogaz de l’Aumaillerie produiñ muioc’h a viometan e ZAC de l’Aumaillerie. Kuzuliadenn foran betek ar 1añ a viz Here.
Terkañ
- Pont-Skorf (56). Klask a ra an embregerezh Acanthe kavout 3,28 hektar evit sevel 68 lojeiz hiniennel. Kefridiezh rannvroel aotrouniezh evit an endro « n’eo ket bet gouest da adwellet an teuliad dindan an termen daou viz. » Ne oe ket evit « reiñ e ali » neuzen. Kuzuliadenn foran dre ar mod elektronek betek an 19 a viz Gwengolo.
- Montouèr (44). SCI Le Petit Cadrian zo un embregerezh prenañ, merañ ha feurmiñ madoù diloc’h. Fell a ra dezhañ kaout un « digoll spesadoù gwarezet » hag ivez an aotre da gorvoiñ ur savenn kas-degas e 33 bd de Cadréan. Kuzuliadenn foran betek ar 5 a viz Gwengolo.
- Tolpad-kêrioù Gwened (56). Brastres evit kenstagded an tiriad (Scot) Arc Sud Bretagne a rank bezañ lakaet e pleustr evit an ugent vloaz da zont. Un teul strategel eo evit gwareziñ ha diorren an tiriad. Enklask foran etre an 2 a viz Gwengolo hag an 3 a viz Here.
- Jouë (44). « Adwelet skañvoc’h » e vo gant ar gumun he steuñv lec’hel kêraozañ e korn-bro koad Vioreau. Diwar-se e c’hallo an den a ra war-dro ur park a skourr da skourr sevel savadurioù evit degemer and dud ha stokañ traoù, e lez ar c’hoad. Kendiviz foran betek an 22 a viz Gwengolo.
- Lannejenn (56). Raktres da sevel war dachennoù nevez hag ober labourioù e-keñver terkañ font an douaroù labour-douar, ar c’hoadeier hag an endro er gumun. Pedet eo ar berc’henned douaroù hag an dud dedennet gant an afer da respont d’un enklask foran, etre ar 4 a viz Gwengolo hag ar 6 a viz Here.
Labour-douar
- Jugon (22). Fellout a ra d’an SCEA de la Navette sevel ul lec’h lardañ evit 1 980 penn moc’h, war e atant Roterie-Dolo. Kendiviz foran etre ar 1añ hag an 29 a viz Gwengolo.
- Corseu (22). Fellout a ra d’ar saver-moc’h EARL de la Dalibardais tremen eus 2.723 loen da 2.868. Goude an astenn-se, e vefe savet ur bloc’h evit ar mammoù hag e vefe hizivaet ar steuñv skuilhañ. Kuzuliadenn foran, etre an 8 a viz Gwengolo hag ar 6 a viz Here.
- Bron (22). Klask a ra an SAS Ker Angel ledanaat he feurm moc’h betek 2.847 lec’h ha 1.409 loen goude ar raktres. Enklask foran, etre ar 1añ a viz Gwengolo hag ar 1añ a viz Here.
- Sant-Ijo (22). An SARL Kersaint, 2.478 penn moc’h ganti dija, he deus c’hoant sevel ur savadur ma vefe ganet ha lardet ar moc’h ennañ. Un enklask foran a vo dalc’het etre an 2 hag an 30 a viz Gwengolo diwar-benn ar raktres-se hag ar mod ma vo graet war-dro an hañvouez a deuio diwarnañ.
Dour
- Montroulez (29). Nevesaet e vez an aotre evit purlec’h Keranroux, e Montroulez. Kuzuliadenn foran betek ar 5 a viz Du evit reiñ ho soñj diwar-benn an araokadennoù da zont (labourioù war ar rouedad dastum dourioù lous), hag ivez diwar-benn sevel ur standard distaol bakteriologel.
Industri
- Dinan (22). Klask a ra ar mengleuzioù Brandefert ledanaat o obererezhioù e karter Les Vaux, e kumunioù Corseu ha Sant-Maodez. Evit se e rank Dinan Agglo lakaat e bPLUiH da glotañ gant astenn ar vengleuz-mañ. Un emvod kelaouiñ hag eskemm gant an dud a vo dalc’het d’ar 1añ a viz Gwengolo, da 6 eur noz, e sal liesimplij Corseu.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Doareoù all da zont e darempred ganeomp.