Klañv eo porzh Sant-Nazer gant e industriezhioù

Samy Archimède, Itzel Marie Diaz - 05/16/2024

Pennadoù an enklask

Digoradur

« Normandie », « France », « Queen Mary 2 » : abaoe kant hanter-kant vloaz zo eo liammet a-dost planedenn Sant-Nazer ouzh al listri-bale marzhus deuet er-maez eus kalioù Chanterioù an Atlantel. Lorc’h zo e Sant-Nazer gant al listri brasoc’h-brasañ-se. Ur berzh ekonomikel bet tizhet a-drugarez da vilieroù a implijidi, en o zouez e-leizh a vicherourien deuet eus a-bell-vro alies, implijet gant embregerezhioù eil-kevratour evit labourat a-frapadoù, ha lakaet war var da voged soudiñ ha da zanvezioù pistrius all dañjerus evit o yec’hed.

Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a gaver er rumm Seveso, abalamour ma vez produet pe sanailhet ganto danvezioù a c’hell bezañ dañjerus evit an dud hag an endro. An embregerezh temz industriel Yara da skouer, hag ar burerezh TotalEnergie a vez o terriñ reoliadurioù ingal, en ur lakaat en arvar bras yec’hed o implijidi.

Aon zo gant annezidi ar c’harter evit o yec’hed ivez. Rak kadarnaet eo bet gant studioù bet kaset da benn : amañ e varver abretoc’h eget e lec’h all. Bodet ez eus un dornadig stourmerien e-barzh kevredigezhioù a ra a-walc’h evit dont a-benn da deurel sklerijenn war abegoù ar c’hwitadenn yec’hederezh-se. Met n’eo ket techet ar galloudoù publik da zaoubennañ an embregerezhioù a-bouez bras evit strategiezh ekonomikel ar Stad. Ha ma teufe an diskoulm diwar un emglev etre keodedourien, sindikadoù hag enklaskerien ?

Boest du

Er bloavezhioù tremenet o doa klasket lod eus hor c’heneiled (Charlie Hebo, Le Monde Diplomatique, Les Jours) terriñ tav bras ar galloudoù publik a c’holo kevrin yec’hed fall tud Sant-Nazer, en aner. Hon tro e oa da glask kavout ur sklerijenn bennak, evit-se omp aet e darempred gant an annezidi, gant kevredigezhioù tud ar c’harterioù, medisined hag enklaskerien, ha goulennataet ar prefeti ha dilennidi ar vro ivez.

Da geñver hon enklask bet kaset da benn etre miz Here 2023 ha miz Mae 2024 hon eus kaset da benn en tu all da 60 pennad-kaoz evit klask muzuliañ efedoù ar saotradur industriel war yec’hed an dud e Sant-Nazer. Desachet omp bet da gentañ gant an dud a vez an nebeutañ dindan evezh ar mediaoù hag ar muiañ war var d’o yec’hed : gopridi an embregerezhioù-se. Aet omp neuze da furchal dreist-holl e Chanterioù an Atlantel, kentañ implijer industriel, al labouradeg Yara hag ar burerezh TotalEnergies, an div lec’hienn rumm Seveso a vez evezhiet ar muiañ e Sant-Nazer.

Dre deir gwech hon eus bet kaset posteloù da servij kehentiñ ar Chanterioù, hep kaout tamm respont diganto. N’eo bet roet digor deomp war o «zachenn kelaouiñ», un dachenn a zo digor d’an holl gazetennerien, sañset. An den e-karg eus ar c’hehentiñ e purerezh Donez, diouzh e du, zo bet dereat a-walc’h da lâret deomp ne rofe respont ebet d’hor goulenn pennad-kaoz. Renerezh Yara Frañs hepken he deus asantet respont deomp dre bostel d’an heuliad goulennoù kentañ bet kaset dezho, met ket d’an eil.

Dre ma ne oa ket bet roet deomp kalz a ditouroù digant an embregerezhioù-se hon eus ranket diazezañ hol labour da gentañ war an testenioù ha dielloù bet pourchaset deomp gant sindikalourien hag implijidi, lod outo eil-kevratourien ha labourerien a-frapadoù. Gwelloc’h eo bet kavet gant lod outo chom dizanv evit reiñ o zesteni deomp, kuit dezho da bakañ rebechoù pe kastizoù digant o implijerien. Diouzh o zu, hini ebet eus medisined al labour – war al labour pe war o leve –, n’en deus fellet komz eus o buhez labour war ziazad Sant-Nazer.

« Pezh a eo en embregerezh a chom en embregerezh. N’hon eus ket ar gwir reiñ keloù da c’houzout », a zispleg e berr gomzoù ur chafoder a ro deomp e desteni eus an doareoù labour spontus hag eus ar saotradur a vez e labouradeg Yara.

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Samy Archimède
Itzel Marie Diaz
skoazellet gant :
Juliette Cabaço Roger
Inès Léraud
Mersi bras da :

Sten Charboneau evit an droidigezh e brezhoneg, Denis Vannier evit bezañ savet ar gartenn amañ a-us ha Claire Simonin evit bezañ adlennet gant he daoulagad alvokadez.

Hor c'hevelerien