- An div drederenn eus an tiez-gwilioudiñ bihan a zo bet klozet e-doug 50 bloaz, peogwir e oa re ziaes kavout labourerien alies.
- Muioc’h-mui a studierien a vez stummet war ar medisinerezh, met n’int ket niverus a-walc’h c’hoazh, ha n’eus ket arc’hant a-walc’h evit stummañ anezho.
- Al lezenn Rist he deus lakaet harp da implij al labourerien etretant, a veze graet betek re, met an ospitalioù bihan o deus kollet trumm koskor a veze holl-ret dezho kaout.
- Skuizh e vez medisined an ospitalioù ha mont a ra kalz anezho da glinikennoù prevez da labourat. Enno e vez aesoc’h an eurioù labour, ha div pe deir gwech uheloc’h ar goproù eget er gennad publik.
« Pemp bloavezh eus ma buhez am eus tremenet o vezañ diouzh tro en ospital, pell diouzh ma familh, da noz hag e-pad an dibennoù-sizhun ». Setu ar pezh en deus jedet Dorin Ionesco. Abaoe ugent vloaz emañ ar surjian ginekologour-amiegour, un hanterkant vloaz bennak, o labourat e ti-gwilioudiñ Gwengamp : diouer a goskor a vez eno bepred, ha n’eus ket bet degemeret gwilioud ebet ken abaoe miz Ebrel 2023.
Prest an tiez-gwilioudiñ da vougañ : skouer Gwengamp
Ar brasañ diaesterioù evit tuta a gaver en tiez-gwilioudiñ, rak noz ha deiz e ranker kaout ur servij-pad graet gant labourerien eus pemp korf-micher disheñvel : amiegezed, ginekologourien-amiegourien, pediatrourien, anesteziourien ha surjianed ar flugez. Poanius eo bezañ diouzh tro, neuze seul zistrooc’h ha seul vihanoc’h un ospital, seul ziaesoc’h kavout an holl dud a-vicher a ranker kaout. Ouzhpennomp ne vefe ket askorus an tiez-yec’hed-se dindan 1 200 gwilioud ar bloaz. E Gwengamp, e 2022, ne veze graet nemet 458, pa oa 750 e 2010. Teir gwech nebeutoc’h a diez-gwilioudiñ a zo e Frañs eget ma oa e 1975, neuze, gant ur feur ganedigezh a ya war zigreskiñ.
Pegeit amzer evit mont d'an tiez-gwilioudiñ tostañ deus ma zi ?
Exemple de lecture : En 2020, les habitants du pays de Paimpol mettaient entre 10 et 20 min pour accéder à la maternité la plus proche. En 2023, ils mettent en 30 et 50 min.
Hini Gwengamp a zo chomet digor daoust d’an diaesterioù betek miz Ebrel 2023, daoust d’ar fesonioù klozañ a oa bet klevet meur a wech. E 2018 he doa urzhiet Ajañs rannvroel ar yec’hed e vefe paouezet gant obererezh an ti-gwilioudiñ rak diouer a anesteziourien a oa. Addigoret e oa bet a-benn ar fin da heul ar manifestadegoù bras a oa bet aozet gant tud ar vro, hag abalamour da hanterouriezh Noël Le Graët dreist-holl. Maer kozh Gwengamp a oa prezidant Kevread mell-droad Frañs (FFF) d’ar mare-se, ha tost ouzh Emmanuel Macron. E Moskov e oant, hag e-kreiz abadenn eil diwezhañ kib vell-droad ar bed en doa goulennet gant ar prezidant e chomfe digor an ti-gwilioudiñ. Daou vloaz repu en doa bet. « Renket e oa bet an afer e div vunutenn e-pad ehan-kreiz ar match », a gontas an Télégramme. E 2022 e oa bet klozet an ti-gwilioudiñ gant an ARS. Hag un dale en doa tapet kaout Noël Le Graët memes mod.
Pa varv ur c’hrouadur nevez-ganet, pa vez ur c’holl-gwad bras, ma n’eo ket klok ho skipailh, me ‘lavar deoc’h e vezit hentet gant se e-pad pell, hag ur prosez a c’hellit kaout
Padal ne oa ket bet kavet diskoulm ebet evit tuta labourerien a-walc’h. E miz Ebrel 2023 e teuas holl-ret paouez gant servij ar gwilioudiñ. Abaoe neuze n’eus ket bet maouez ebet o wilioudiñ en ospital Gwengamp ken. « 15 amiegez a rankfemp kaout, n’eus nemet pemp anezho. Pemp medisin hon defe da gaout da nebeutañ, n’eus nemet daou bost-labour kevatal da implijoù leun-amzer. N’hon eus ket bet pediatrour ebet war al lec’h james. Hag an anesteziourien ne fell ket dezho labourat en amiegouriezh », a zispleg ar penn-ginekologour Dorin Ionesco. « Mareoù gant bec’h-spontus hon eus bevet. Pa varv ur c’hrouadur nevez-ganet, pa vez ur c’holl-gwad bras, ma n’eo ket klok ho skipailh, me ‘lavar deoc’h e vezit hentet gant se e-pad pell, hag ur prosez a c’hellit kaout », emezañ ouzhpenn.
« Met tout an dra-se a c’halled gouzout abaoe pell. Pa oan en em gavet e 2004 e oa bet lavaret din e c’hellfe klozañ, dija. Tamm-ha-tamm e oa nebeutoc’h a goskor ha berroc’h-berrañ e teue ar c’hevratoù da vezañ, gant ar fesonioù astaliñ a oa. » Penaos kendrec’hiñ kenseurted ha kenseurtezed da zont da labourat en un ti-gwilioudiñ a c’hellfe bezañ klozet n’eus forzh peur ? « Soñj ‘m eus bezañ graet kantadoù a bellgomzadennoù evit kavout tud da zont da labourat ganeomp, ha goulennet e veze ganin : Met petra ‘c’hoarvezo, a-benn ar fin, gant an ti-gwilioudiñ-se ? »

Politikerezh ha mediaoù : arabat klozañ hon ti-gwilioudiñ
Ehanet eo an ti-gwilioudiñ, ez-ofisiel, met n’eo ket serret da vat. Diferadoù astalañ a vez kemeret gant an ARS, hep na vije bet divizet ganto klozañ anezhañ. Dañjerus eo klozañ un ti-gwilioudiñ da vat « Arvarus-bras eo war an dachenn bolitikel. Ne c’hellomp-ni ober seurt ebet, ar ministrerezh eo a ziviz bremañ », eme Olivier Quéré, dileuriad medisined ospital Gwengamp.
Arvarus e voe klozañ ti-gwilioudiñ Karaez, ivez, evel ma oa bet divizet e 2008 gant un Ajañs a oa anezhi a-raok an ARS, Ajañs rannvroel an ospitalañ (ARH). Amiegezed oc’h ober harz-debriñ, savadurioù aloubet, hentoù stanket, manifestadegoù bras-divent, stokadennoù gant ar polis hag ar CRSed… Daou viz emsav o doa bodet Karaeziz a-yoc’h ha dilennidi, gant Kristian Troadeg, maer Karaez, er c’hentañ renk, betek ma voe nullet klozañ an ti-gwilioudiñ gant lez-varn velestradurel Roazhon. Engravet eo ar c’heñverioù-nerzh-se en darempredoù etre ospital skol-veur Brest hag ospital Karaez, a zo deuet d’ober un ensavadur nemetken abaoe m’int bet kendeuzet e 2009. « Ma lavarfen-me e c’hellfe ti-gwilioudiñ Karaez bezañ klozet un devezh bennak, ma m’hen gouezfe Kristian Troadeg, Aotrou maer Karaez, e vefe fall-tre ar jeu ! […] » a embannas Bertrand Fénoll, a oa neuze prezidant bodad mezegiezh ospital skol-veur Brest, da vare emgavioù micherel e 2014. « Evit gouzout hag e c’heller serriñ ti-gwilioudiñ Karaez e ranker gouzout hag e c’heller paeañ ur gompagnunezh jandarmed e-pad c’hwec’h miz ! », a ouzhpenne-eñ gant mousfent.
En ul lec’h distro emañ ti-gwilioudiñ Karaez, hag an dra-se a warez anezhañ ouzhpenn d’an dalc’hoù politikel, ha betek bremañ, rak 45 munutenn hent a zo etrezañ hag an ti-gwilioudiñ tostañ. Ennañ e vez degemeret war-dro 200 ganedigezh bep bloaz, c’hoazh. Posupl eo rak amiegezed Karaez a vez o labourat en ospital skol-veur Brest viez, war bostoù « rannet ».
Medisined war bostoù rannet etre meur a ospital : daoust hag ur mennozh mat eo ?
Ur strategiezh pronet gant ar galloudoù publik evit merañ an diouer a labourerien eo an « embreg boutin », da lavaret eo rannañ ar c’hoskor etre meur a ospital. En trummadoù e vez graet, alies, rak peurgarget eo o servijoù, e pep lec’h e Breizh (gwelout rann 1). Ar ministr dileuriet evit ar yec’hed, Yannick Neuder, en doa roet da c’houzout d’an 13 a viz Mezheven 2025 e vefe krouet postoù rannet. Sinañ a reas ivez kenemglev ur « c’hevread medisinerezh etre-ospitalioù trummadoù Breizh-Izel » gant ospitalioù Penn-ar-Bed. Brasaat « ar c’hengred tiriadel hag an embreg boutin » eo ar pal, hag addigeriñ servij an trummadoù en ospital Karaez, a vez reolet noz ha deiz abaoe an hañv 2023.
Met diaes-kenañ eo an « embreg boutin » etre urjañsoù Brest ha Karaez evit poent. E miz Gwengolo 2023 e oa bet aloubet salioù an ARS e Kemper gant un tri-ugent manifester ha dilennad bennak evit goulenn e vefe addigoret an trummadoù, rak reolet e oant noz ha deiz. Ur mizvezh war-lerc’h e voe sinet un emglev etre an ARS, an dilennidi ha renerezh ospitalioù Brest ha Karaez. Ha diouzhtu goude e voe lakaet en arvar gant harz-labour didermen medisined trummadoù Brest, a lavare e oa un diouer a goskor eus o zu. Tennañ diwar kof Brest evit lakaat war gein Karaez ? Ne vo ket. E fin ar gont e voe kavet un diskoulm diwezhañ. Medisined an advagad yec’hedel, a zo damheñvel eus an adarme e tachenn ar yec’hed, a voe lakaet da zont. Ha ret e voe gortoz an 8 a viz Gwengolo 2025 evit ma vije tutet ur medisin e trummadoù Karaez, war ur post n’eo ket rannet. Daou vloaz goude ma voe sinet ar c’henemglev.
Pa ‘z oc’h bet un nozvezh a-bezh diouzh tro hep kousket muioc’h eget div eurvezh, n’eo ket posupl. Ur gwallzarvoud am eus bet e mod-se
Renerezh ospital skol-veur Brest hag Ajañs rannvroel ar yec’hed n’o deus ket respontet d’hor goulennoù atersiñ war an tem-se. Medisined ospital o deus labouret e Karaez evit lod pa oa o fost-labour en un ospital all o deus digoret o c’halon deomp, avat. « Pa ‘z oc’h bet un nozvezh a-bezh diouzh tro hep kousket muioc’h eget div eurvezh, n’eo ket posupl bezañ un eurvezh war an hent o vezañ skuizh-divi. Ur gwallzarvoud am eus bet e mod-se. Da 45 bloaz, o kaout ur familh, ne fell ket din ober an dra-se ken ». Distro eo ospital Pondi ivez, ha ne fell ket da vedisined trummadoù an Oriant mont di da labourat. « Pa n’eus den ebet o lakaat e anv evit mont war bostoù rannet e rank tud skipailh an Oriant ober ar strivoù. Stard e c’hell bezañ evito. Hag alies n’eo ket dedennus ar postoù rannet rak pounneroc’h eo karg al labour, ret eo ober gant daou zoare disheñvel da aozañ al labour hag e vezer alies war an hent », eme vMarie-Hélène Aleman-Trevidic, dileuriadez medisined an ospital.
Kefridi a zo bet roet gant ar ministrerezh da Benn-ensellerezh an arc’hant ha da Benn-ensellerezh an aferioù sokial (IGF hag IGAS) da « greñvaat mestroniañ kalzad ar goproù » ha d’ober muioc’h a genlodennañ, hervez Mediapart. Gant ar postoù kenlodennet e vez nebeutoc’h a bostoù-labour, ha nebeutoc’h a zispignoù. A-benn pemp bloaz e vo kollet etre 9 ha 13 post servij pad e surjianerezh abalamour da« aozadurioù tiriadel kenlodennet pe rannet ».
Muioc'h a studierien diplomet, n'o deus ket peadra da vezañ stummet
Yannick Neuder, ministr dileuriet evit ar yec’hed, en doa keloù mat da zegas da Benn-ar-Bed pa oa deuet e miz Mezheven 2025, memes tra. « A-benn un nebeud sizhunvezhioù e kinnigin ul lezenn evit paouez gant an numerus clausus ». Keloù nevez ne oa ket. N’eus ket mui eus an « numerus clausus » ken abaoe 2019 hag al Lezenn a denn eus aozañ ha kemm ar reizhiad yec’hed, ez-ofisiel. Un « numerus apertus » a zo bet lakaet en e blas. Hervez « barr degemer ar skolioù-meur » e vez an niver a blasoù digor e kenstrivadegoù kevrennoù ar vezegiezh abaoe neuze, ha n’eus ket mui a niver divizet en a-raok. Met « muioc’h a blasoù a zo bet digoret evit ar studierien hep na vije roet d’ar skolioù-meur peadra da zegemer anezho », en deus lavaret ur surjian anesteziour deomp.
E 2024 e oa 509 post diabarzhiad a oa digor evit an arbennigiezh anesteziezh. A-us d’ar 465 post a oa e 2019. Met dindan an ezhommoù emañ c’hoazh. « 600 diabarzhiad a rankfemp kaout bep bloaz da nebeutañ evit respont d’an ezhommoù » a gav d’ar medisin anesteziour, gant sifroù Sindikad broadel embregourien ospital an anesteziezh hag an advevaat (SNPHARE). Ha n’eo ket kresket kalz an niver a vedisined stummet en arbennigiezhioù all e Breizh : 44 post surjian e 2024 pa oa 40 e 2018 ; 23 post medisin an trummadoù e 2024, evel e 2018 ; 19 post e radiologiezh pa oa 15 e 2018.
Pal lezenn Yannick Neuder a zo kreskiñ an niver a vedisined stummed, o pourveziñ arc’hant ha koskor d’ar skolioù-meur, hervez an ezhommoù bet kavet gant Ajañsoù rannvroel ar yec’hed. Votet eo bet a-du gant ar Sened hag ar Vodadenn vroadel, hag embannet d’ar 27 a viz Mezheven 2025. A-du emañ an holl strolladoù politikel ganti. Padal e stoko ouzh diskar ar budjed a zo bet kemennet gant François Bayrou evit ar bloavezh 2026 : 44 miliard a euroioù da arboellañ e budjed ar Stad, 5 miliard e budjed ar Surentez Sokial en o zouez. Kouezhet eo ar raktres budjed-se asambles gant ar gouarnamant d’an 8 a viz Gwengolo paseet, met kazi-sur ez aio ar budjed da zont war ar memes hent.
Daoust ha ret eo paouez gant al labour etretant en ospital ?
An ospitalioù distro, re an Argoad hag ar re vihanañ eo ar re a c’houzañv ar muiañ gant an diouer a goskor. An diskoulm bet kavet ganto a zo tuta medisined etretant, labourerien goustus-tre a vez kavet en ospitalioù bihan dreist-holl. En ul lizher bet kaset da renerezed ha renerien an ARSoù d’an 23 a viz Ebrel 2025 e c’houlenne François Bayrou ganto « heuliañ pizh an dispignoù a vez graet evit ar prenañ hag ar c’hoskor ». « Aketus e voc’h dreist-holl ouzh an dispignoù evit ar c’hoskor etretant, a zo bet kreñvaet ar sterniañ anezho », a skrive ivez.
Dispignet eo bet evit al labour etretant 44 % eus ar frejoù hollek evit ar c’hoskor mezegiezh, en ospital Kreiz-Breizh e Pondi.
Ospitalioù skol-veur Brest ha Roazhon o doa dispignet ouzhpenn 2 vilion a euroioù evit goprañ medisined etretant e 2024, ar pezh a rae 3 % eus o budjed hollek evit ar c’hoskor mezegiezh. En ospital Gwengamp, avat, e oa 20 %, ha 17 % e Lannuon. Ha betek 6 milion a euroioù, da lavaret eo 44 % eus ar frejoù hollek evit ar c’hoskor mezegiezh, en ospital Kreiz-Breizh e Pondi. Teir gwech muioc’h eget e 2021. Diaes eo ar c’hresk-se da gompren pa oa bet bevennet gopr ar vedisined etretant gant al lezenn Rist, a oa e talvoud abaoe miz Ebrel 2021. Sañset e oa da lakaat harz da gresk an dispignoù-se e-pad ar bloavezhioù war-lerc’h.
« War-well eo aet an traoù evidomp gant al lezenn-se » eme Fabrice Liszak de Maszary, rener ospital Montroulez. « Ne oan ket ken evit gouzañv ar vedisined a varc’hatae evit al leti hag ar bilhed karr-nij peogwir e oant o tont eus Cannes pe eus Nisa. Pellgomz a raent d’an derc’hent da lavaret e veze kinniget 10 % dezho ouzhpenn e Sant-Brieg. Ha ma ne greskemp ket o gopr, ne zeuent ket. Ken uhel ha 3 000 euro evit 24 eurvezh e c’helle mont ». Ar memes santimant o doa ar renerien hag ar renerezed ospitalioù hon eus kejet outo. Met gwall efedoù a zo bet eus tu ar re vihanañ ivez.
Aet e oa kuit ar vedisined etretant eus an eil deiz d’egile. « 50 % eus ar re a laboure e Pondi a zo aet war o leve diouzhtu pa voe lakaet al lezenn da dalvezout, e miz Ebrel 2021. E servijoù ma ‘z eo diaes-tre kavout koskor, pediatriezh, anesteziezh, trummadoù », a zisplege Marie-Hélène Aleman-Trevidic deomp. Evit kemer plas ar vedisined etretant ez eus bet tutet medisined gevratet gant renerezed an ospitalioù. Sañset int da vezañ tutet gant ur pal hag evit ur mare resis-tre. Goproù kalz uheloc’h eget reoù o c’henlabourerien ditlet o deus marc’hataet ar vedisined-se. Ha da echuiñ, ar vedisined etretant o deus tapet kaout goproù ken uhel ha bevenn uhelañ al lezenn Rist, ar re a veze paeet nebeutoc’h a-raok zoken. « Setu perak eo kresket ken buan ar frejoù evit al labour etretant e Pondi », a resisae an Itron Aleman-Trevidic c’hoazh.

Poan ar vedisined ha labourerien ar preder : n'eus den o selaou
« N’on ket a-enep da ziazezoù al lezenn Rist. Met gwellaat statud an embregourien ospital ditlet a vije bet dav ober memes koulz » eme vMarie-Hélène Aleman-Trevidic c’hoazh. Da heul enkadenn ar C’hovid e voe gwellaet goproù an embregerien ospital e penn-kentañ hag e fin o red-micher. Met n’eus ket bet seurt ebet evit ar re a oa e-kreiz o red-micher, bet tutet a-raok 2020. Padal e reont 80 % eus ar c’hoskor. « Evel-just n’hon oa mod ebet da zesachañ anezho », emezi da echuiñ.
Hag evit gwir e kuitaas meur a benn-servij hag a vedisin e labour e Pondi en diskar-amzer 2023. Penn an trummadoù hag ar SMUR a oa en o zouez : « Bevañ a rae evit an trummadoù. Gwelet a raemp anezhañ o vont war fallaat, ankeniet e oamp evitañ. Hag en em zistrujet ‘oa ur c’henseurt en e servij dezhañ, en trummadoù. D’an deiz-se ‘oa aet an traoù re bell evitañ », eme vMarie-Hélène Aleman-Trevidic. Ar surjian ortopedour Arthur Lignel a zivizas eus e du mont da labourat d’ar glinikenn brevez a zo e-kichen an ospital. Ambroise le Floc’h, medisin en trummadoù, a voe taget gant ur c’hlañvour e miz Here eus ar memes bloaz. Re ‘oa re, neuze. Divizout a reas mont kuit : « Pa dremenan en trepasoù diouzh mintin o stouiñ ma fenn fas d’an 30 klañvour a zo o c’hortoz, pa soñjan : « n’hellan ket kaout emell ouzhoc’h », ha pa zeuomp da walldretiñ an dud, neuze n’ouzon ket petra on deuet da vezañ ». Setu ar pezh en doa kontet deomp nebeut goude bezañ bet taget. Met re domm e oa ouzh e vicher, hag abaoe neuze eo deuet da vezañ penn servij an trummadoù.
Ur c’hlemm bet savet a-enep tri ministr evit « harellerezh spered, feulster marvus, denlazh diratozh ha lakaat un den en arvar ».
D’an 10 a viz Ebrel 2025 o doa savet klemm ur strollad ugent den bennak graet gant un klañvdiourien, renerien ospital, kelennerien skol-veur-embregourien ospital ha tud kar da dud en em zistrujas e Frañs, evit « harellerezh spered, feulster marvus, denlazh diratozh ha lakaat un den en arvar » dirak Lez-varn ar Republik. Tamallet ez eus tri ministr : Catherine Vautrin, ministrez al Labour, ar Yec’hed hag ar C’hengredoù, Yannick Neuder, ministr dileuriet evit ar Yec’hed hag an diraez d’ar prederioù, hag Élisabeth Borne, ministrez an Deskadurezh-Stad, met ivez an Deskadurezh uhel hag an Enklask. « Kelaouet eo bet ar vinistred war-eeun » eus poan koskor an ospitalioù, hervez o alvokadez, Christelle Maza.
Ken abred ha miz Genver 2020, ouzhpenn da 50 penn-servij eus Breizh a roas o dilez eus o c’hargoù melestradurel gant harp ar c’henstrollad etre ospitalioù dija. Goulenn a raent e vefe kresket goproù ar c’hoskor ledvezegel, ar budjedoù, ha fell a rae dezho cheñch ar mod da arc’hantaouiñ ha da ouarn an ospitalioù. « En em gavet eo ar C’hovid goude, ha rediet omp bet da adkemer hor c’hargoù », eme vMichel Nonent, penn ar servij skeudennerezh en ospital skol-veur Brest, didouellet.

Sur e oa Marie-Hélène Aleman-Trevidic ne oa ket tonket ar vedisined da guitaat an ospitalioù. Dileuriadez medisined ospital Pondi he doa divizet e 2023 labourat war gwir europat al labour ha testennoù statud melestradurezh publik an ospitalioù evit kavout diskoulmoù enno. Savet he doa ur steuñv a-ratozh-kaer evit bevenniñ an niver a eurvezhioù ouzhpenn, peurgetket, « o c’hortoz dont da vezañ dedennus a-walc’h evit ma teufe tud all da labourat ganeomp, hag ober a-seurt ma c’hello an holl labourat 39 eurvezh bep sizhun. Krediñ a ran start eo posupl. Degemeret mat-tre e oa bet ar steuñv gant ar vedisined amañ, spi o devez ar vedisined pa ziwaller outo a-benn ar fin ».
N’eus ket anv eus he steuñv ken daou vloaz war-lerc’h. Cheñchet eo renerezh an ospital, ha « n’eo ket ur sujed o deus choazet labourat warnañ, met kreñvaat ar strolladoù-labour asambles gant ospital an Orient », a zispleg Marie-Hélène Aleman-Trevidic deomp, dipitet ma ‘z eo. Da gannaded ha senedourien ar vro he doa roet he steuñv abaoe, da Bennrenerezh ar c’hinnig prederioù (DGOS) ha d’an ARS. Hini ebet anezho n’en deus respontet dezhi, emezi.
Galv ar gennad prevez
Kinnigoù labour gant klinikennoù prevez o deus bet an holl vedisined ispisializet war an trummadoù, ginekologourien-amiegourien ha surjianed hon eus kejet outo. « Kinniget e vez deomp bezañ paeet div wech muioc’h eget en ospital, gant pevar devezh labour bep sizhun, eus 8 eur da 5 eur30 », eme Younès Boulhaia, surjian ortopedour e Gwengamp.
Pa ‘z eo ken brav an aozioù labour er c’hlinikennoù eo tenn ar c’hevezerezh gant an ospitalioù publik, a zo o stourm ouzh ar gennad prevez war an obererezhioù askorus dija. N’eo ket disheñvel ar pezh a lavar ur vedisinez en ospital skol-veur Roazhon. War he fost-labour emañ abaoe 15 bloaz ha gwelet a ra kalz kenseurted dezhi mont d’ar gennad prevez da labourat. « 200 € e vezomp paeet evit un nozvezh diouzh tro en ospital, met d’an deiz war-lerc’h e rankomp bezañ o labourat, ha pa vijemp bet galvet e-kreiz an noz. Ar vedisined yaouank, bremañ, a fell dezho kaout amzer hag arc’hant » emezi, gouzañvus. Ouzhpenn da se, emezi, an embregerien ospital « o deus ar santimant a-wechoù e teu d’an ospital publik ar glañvourien ne fell ket d’ar gennad prevez kaout, ar santimant eo an ospital da vezañ ur « boubellenn » evit ar c’hlinikennoù, gant klañvourien gemmesk, meur a gleñved dezho ». Roudoù an dra-se a gaver en un danevell bet embannet gant Lez ar c’hontoù diwar-benn an tiez-yec’hed publik ha prevez : « E 2019, o kemer an holl chomadennoù, pep klañvour bet degemeret en tiez-yec’hed publik a oa skoed gant kazi c’hwec’h kleñved, well-wazh, kazi pevar c’hleñved en tiez-yec’hed prevez hep pal arc’hantus, ha kazi tri c’hleñved evit klañvourien an tiez-yec’hed gant ur pal arc’hantus ».
Korvoder bloaziek ur medisin frank a zo 120 000 €, dreist-holl, ha 150 000 € evit ur medisin arbennik. Ur medisin ospital e fin e red-labour, d’an derez 13, a c’hounezo 112 416 € bloaziek kriz, avat, hervez kloued feuriadoù an embregerien ospital. Setu ar pezh a lavare ur medisin arbennik hag a labour en unan eus tiez-yec’hed Vivalto Santé e Breizh : gant 15 bloaz a red-labour hag « o labourat tri devezh ar sizhun e vezan paeet kement hag un embreger ospital leun-amzer e fin e red-labour ».

Padal e vez diaes tuta er gennad prevez, zoken. E pennospital prevez Sant-Gregor « e labourer da 100 % eus ar c’hoskor er bloc’h oberata abaoe miz Genver 2025. Goude ar C’hovid hon eus ranket lakaat ur steuñv evit dedennañ an dud ha lakaat anezho da zont en-dro, ar glañvdiourien peurgetket, ha kevezerezh spontus a zo etre ar c’hlinikennoù prevez, d’an hini a ginnigo ar goproù uhelañ » eme ar medisin c’hoazh. Reolet eo bet trummadoù an ti-yec’hed-se, ivez, evel re an ospitalioù publik, an hañv paseet, peogwir e oa diaes dezho tuta.
Gouzañv a ra an holl diez-yec’hed, publik pe brevez, gant an diouer a vedisined. Siwazh, n’eo ket echu gant ar vedisined ha labourerien ar preder poaniañ. Ret eo dezho bezañ prest da blediñ gant efedoù yec’hedel ur brezel, a-raok miz Meurzh 2026. N’eo ket skeudenn ar « brezel » en doa graet Emmanuel Macron ganti da vare ar C’hovid, met ur brezel gwir ar wech-mañ. Hervez ar gazetenn Le Canard Enchaîné, ministrerezh ar yec’hed en doa kelaouet Ajañsoù rannvroel ar yec’hed e miz Gouere paseet e c’hellfe Frañs dont da vezañ diaz a-dreñv ur brezel bras e-doug ar mizvezhioù o tont. Prederiañ miliadoù a soudarded c’hall hag estren a rankfe labourerien an ospitalioù bezañ prest d’ober, neuze, hep kaout muioc’h a arc’hant nag a labourerien. Ar pezh a c’hellfe echuiñ da vat gant ar gwir da bep hini da vezañ prederiet, a zo gwarezet gant ar Vonreizh, met a vez distrujet gant ar politikerezhioù a vez graet abaoe 50 bloaz.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →