E Aodoù-an-Arvor emañ Imerys o terriñ an demokratelezh lec’hel

11/22/2024
Morgan Large
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 17 mn lenn
E Groñvel, e Kreiz-Breizh Aodoù-an-Arvor, eo ledet tamm-ha-tamm levezon ar gompagnunezh etrevroadel Imerys, en ur glask reiñ outi hec’h-unan ur skeudenn pozitivel, kement ha lakaat an dud da asantiñ ouzh he mengleuz andalouzit hag hec’h astenn. Met krog eo an daolenn da deñvalaat diwar taolioù kreñv enebiezh ha reuz kreñv hag ingal.
  • Un dalc’h a-bouez bras e dilennadegoù ti-kêr Groñvel eo gouzout piv a skoazell Imerys, met ivez peadra da gas reuz e-touesk an dud, rannet evel m’emaint etre ar re a zifenn an implijoù hag ar re a zo a-enep an noazadurioù degaset gant ar vengleuz.
  • Sikouret eo ar c’hevredigezhioù lec’hel gant an embregerezh — dreist-holl ar gevredigezh a ra war-dro an endro a vez o verañ mirdi natur rannvroel Groñvel — ha klask a ra lakaat da grediñ e roont arc’hant bras da vudjedoù ar strollegezhioù lec’hel.
  • Perc’henn eo war 1.130 devezh arat, da lâret eo 10 % eus gorread labour-douar talvoudus ar gumun, ha feurmiñ a ra pe lakaat a ra un hanter eus e zouaroù e-kerz al labourerien-douar. Ur mod gant Imerys da waskañ war an dud.

Tri soudard gant o dilhad da goach, harp ouzh mogerioù sal gouelioù Groñvel, an devezh Sul-se a viz Gwengolo 2022. O jiletennoù harz-tennoù tro-dro dezho, o armoù war o lez hag o mindrailherez en o dorn, kemer a reont perzh en unvez evezhiañ hag emellout an archeriezh (PSIG), un unvez karget da stourm ouzh ar gwalldaolioù war an hent foran.

Ral a wech e tispaker kement all en ur gumun a 1.400 den eus Aodoù-an-Arvor. Peadra a oa aze evit spontañ an ugent bennak a geodedourien prest da loc’hañ gant un droiad war droad war-zu uhelderioù Groñvel evit priziañ dalc’h ur vengleuz andalouzit war an dremmvro. An embregerezh etrevroadel Imerys eo a labour war ul lec’hienn ken ledan ha 520 devezh arat hag aotreet da dennañ 1.5 milion a donennoù reier bep bloaz.

Un nebeut devezhioù a-raok e oa bet embannet gant Imerys Groñvel e felle dezho astenn al labourioù, da lâret eo toullañ ur poull ouzhpenn.

Daou vloaz war-lerc’h, d’an 21 a viz Here 2024. Pa zihun tud Groñvel e welont gerioù livet e lizherennoù ruz bras war dalbenn greunvaen an ti-kêr :  « Imerys skarzh alese», «Goubrenerezh», ha zoken « IMAIRYS » evit lakaat war-wel pegen tost oa an ti-kêr gant an embregerezh. En devezhioù a-raok e oa bet unan bennak o klask dre ziv wech plantañ tan en treuzfurmer tredan gouestlet d’ar vengleuz. Ha setu sachet eo selloù an holl war ar vengleuz, padal e vez peurvuiañ o klask chom en didrouz.

Rak gwir eo, dibosupl eo gouzout ez eus ur vengleuz digor bras-divent pa vezer o vont dre hentoù don Kreiz-Breizh. Stank eo ar girzhier, ha kuzhet eo ar poulloù mengleuziañ en tu all d’an tuchennoù koadek.

Dre ur pont e c’heller mont dreist al lec’hienn koulskoude, met staliet ez eus bet outañ panelloù da guzhat an dremmvro, ha netra n’heller gwelet eus pezh a zo a bep tu, evel pa vefemp en ur bon soudarded.

Un ti-kêr dindan levezon

Direbech e oa bet hent an embregerezh betek-hen koulskoude, pa glaske gwarantiñ hec’h astenn hag an toullañ ur poull nevez, en ur glask kaout an ti-kêr etre he daouarn da gentañ penn.
Ma vefe tost an ti-kêr ouzh an embregerezh e c’heller klevet didro nozvezh an dilennadegoù ti-kêr, war ziaraok sal ar gouelioù, e miz Gwengolo 2023.

Gant ur Groñvelad e oa bet klevet renerez mengleuz Imerys, Christelle Planque, o tridal ouzh ar pellgomz : « Mat eo ! An ti-kêr o deus bet ! » O kaozeal diwar-benn Bernard Trubuilt hag e gen-listennerien a oa aet ar maout ganto e-tal da Jean-Yves Jego, diazezer ar gevredigezh Douar Bev, a oa bet savet evit enebiñ ouzh digoradur ur poull nevez war lec’hienn ar mengleuziañ andalouzit, hag e penn ur sinadeg he doa tapet 6.620 anv warni.

O kontañ ar mouezhioù e dilennadegoù abred evit ti-kêr Groñvel emaomp. Mouezhiañ dic’hortoz p’eo en em gavet da greiz ar respetad ha diwar c’houlenn ar prefed. Ar maer bet dilennet e 2020, Thierry Troël, zo labourer-douar bio ha bet kuzulier rannvro sokialour. Kement ha stourmoù hag a zilezioù zo bet er c’huzul-kêr tri bloaz goude m’en deus kollet ar muiañ-niver, ha m’eo bet ar prefed o reiñ urzh, dre un diferad, derc’hel dilennadegoù abred e miz Gwengolo 2023.

Petra ‘noa plantet tan ha kaset an distruj e kalon ar c’huzul-kêr ? « An teuliad diwar-benn poull nevez Imerys », a zispleg deomp Thierry Troël. Er c’hontrol diouzh ar vaered diagent o doa bet diskouezet o skoazell ingal ouzh pep goulenn digant Imerys, Thierry Troël e doa kredet goulenn ma oa reizh derc’hel gant ar mengleuziañ andalouzit. Ha ne oa ket boaz an embregerezh ouzh seurt goulennoù, ha kroget start da zistagañ « marc’hata en-enep din ha meur a hini o reiñ e zilez diouzh ar c’huzul-kêr ».

Laouen-bras e oa neuze renerez ar vengleuz gant disoc’hoù an dilennadegoù nevez-se. Trec’h ur maer a-du gant ar vengleuz a roe frankiz da Imerys war an dachenn.

Ha n’eo ket souezh neuze ma vefe bet unan eus mouezhiañ kentañ ar c’huzul-kêr nevez o reiñ un aotre astenn d’ar vengleuz. Pa oa bet savet outañ ar goulenn en doa ranket anzav ar maer nevez n’en doa ket lennet an enklask foran (3.000 pajennad). « Pedet eo bet an dilennidi nevez da weladenniñ ar vengleuz hag un displegadenn vat zo bet roet deomp e-kerzh ar weladenn», evel ma tispleg deomp. Mab ur micherour er vengleuz eo, hag ar wech kentañ dezhañ lakaat e dreid eno d’e 69 vloaz.

« Nec’het eo pep implijad. M’eo nac’het ar goulenn astenn e chomo al labour a-sav e 2037. »

— Implijidi Imerys. ,

Imerys, un embregerezh a zegas implijoù

Evit ma vefe degemeret gwelloc’h gant tud ar vro ez eus bet kaset gant Imerys ur c’houlzad kehentiñ efedus. Lavaret e reomp e vez implijet 120 den eno, pa ne vez nemet 91 micherour e mengleuz Groñvel, o labourat en eurioù disteudet e doare an tri-eizh. Skoazellet int gant un ugent bennak a labourerien etretant. Ha forzh penaos ne vo implij ebet ouzhpenn evit ar poull nevez, en embregerezh e-tro mekanikoù emgefreek e pep lec’h.

Pa savomp ar goulenn outo ec’h embann ar vicherourien ez int stag da vat ouzh o labour. « Hor micher eo, ha plijout a ra deomp bevañ diouti, entanet omp ha pa vezomp nec’het a-wechoù zoken. Nec’het eo pep implijad. M’eo nac’het ar goulenn astenn e chomo al labour a-sav e 2037», emeont e miz Mae 2023 da geñver ur pennad-kaoz war RKB, radio ar c’horn-bro.
Er c’horn-bro e santer ivez evez un doare anaoudegezh vat ouzh Imerys an implijerez. Evit lod ez eus bet tennet un tad a familh vras diouzh an alkool ha diouzh an dilabour, evit lod all ez eus bet roet ul labour d’ar mab, d’ar verc’h, en un takad lec’h ma ne anavezer nemet labourat ouzh ar chadenn.

Forzh penaos, astenn ur vengleuz, dre m’eo ur staliadur lakaet e renk evit gwarez an endro (ICPE), a rank doujañ diouzh ur goulenn aotre endro digant servijoù ar Stad, hag ouzh un enklask foran.

En diskar-amzer 2003 e oa bet dalc’het an enklask foran-se. 428 ali a oa bet degemeret, 269 a-du en o zouez. E-touez an alioù a-du, 109 digant implijidi ar vengleuz hag o familh, implijidi Groñvel met ivez implijidi Imerys Frañs, ganto kargoù uhel, en o zouez rener obererezhioù Imerys, Philippe d’Agier. A-du ivez nav geologour a labour evit ti Imerys pe evit burevioù studi hag evit 23 embregerezh eilkevraterien. En holl d’an holl, 40 % eus an alioù a-du a zeu digant tud e-liamm war-eeun gant an embregerezh.


Ur sikour d’an embregerezhioù lec’hel

En e gehenterezh emañ Imerys Groñvel o komz eus 25 kevredigezh «kevelerien». Un emglev a dalvez ur skoazell arc’hant evit budjed ar c’hevredigezhioù ha kleuboù lec’hel. Dre fentigell e vez graet eus se « ar yalc’had da 400 € d’an nebeutañ evit ar c’hevredigezhioù a c’houlenn ! ».

Pep lec’h e weler Imerys : war rochedoù nevez bugale kleub melldroad Rostrenn, war ar banniel dispaket gant ar c’hleub da geñver ar c’hrogadoù, war skritelloù ar c’homiteoù gouelioù.
War ur bajenn Facebook evit skoazell an astenn, deuet war-wel e miz Genver 2023 dindan an anv kaer « Komite skoazell mengleuz Gerfalez », diwar anv ar gêr ma kaver ar vengleuz enni, ez eus bet embannet gant Imerys luc’hskeudennoù gweladennoù ar vengleuz.

Aze e weler e oa bet deuet Skol-eur an Amzer vak, an Esat, ar Rotary kleub, met dreist-holl bugale skolioù prevez ha publik an trowardroioù, bet tapet o foltred e-barzh bailhoù mekanikoù bras-divent.

Arc’hant ar vengleuz e budjed ar c’humuniezhioù

Fougeet eo an embregerezh etrevroadel gant ar perzh a gemer e budjedoù ar c’humuniezhioù lec’hel da geñver he skodenn war gwerzh ouzhpennet an embregerezhioù (SGOE pe CVAE), un taos paeet gant an embregerezhioù a ra ur sifr aferioù en tu all da 500.000 € hag a vo nullet e 2027.

Ar sifr-se, 120.000 € SGOE ar bloaz, a oa bet embannet war ur skramm bras e miz C’hwevrer 2023 gant Imerys, evit an arvesterien deuet niverus d’ober anaoudegezh gant raktres nevez digoradur ur pevare poull. War ar skeudenn e resisaont ouzhpenn e ra 20 % eus ar skodennoù a vez tapet gant Kumuniezh kumunioù Kreiz-Breizh (KKKB pe CCKB) e 2022. Met n’eo gouest nag ar maer, na prezidantez ar strollegezh da resisaat petra eo lodenn an taosoù roet gant Imerys Groñvel d’o budjed. Hollek eo ar yalc’had ha n’eo ket resisaet.

Penn-renerezh an arc’hant publik (DGFIP) a zastum an taos-se, bet goulennet gant Splann !, en deus respontet deomp ne oa ket foran seurt titouroù. Un tamm souezhet e oa neuze Sandra Le Nouvel, prezidantez ar C’humuniezhioù kumunioù. « N’eo ket reizh ar sifroù-se. Resevet hon eus 650 000 € e 2022 diwar paeamant ar SGOE. N’eus nemet 53 % eus ar SGOE hag a ya d’ar gumuniezh kumunioù. » Da lâret eo 63.600 € diwar ar 120.000 € roet gant Imerys. Pezh a ra nebeutoc’h eget 10 % eus ar SGOE tapet gant KKKB.

Ouzhpenn da-se, hervez danevell Arsellva an arc’hant hag ar merañ foran lec’hel, « un drederenn eus an tailhoù dastumet gant ar strollegezhioù a vez paeet gant an embregerezhioù, dont a ra ar peurrest diouzh an tiegezhioù hag ar velestradurezhioù publik. ».

Imerys hag ar mirva naturel dorn-ha-dorn

Skoulmet eo darempredoù start etre an embregerezh etrevroadel hag un oberour all a gas levezon evit kehentiñ glas ar strollad : ar Gevredigezh evit diorren lec’hioù naturel Groñvel (KDLG pe AMV) a vez o verañ mirva naturel rannvroel lanneier ha geunioù Groñvel.

Prizius-kenañ eo gellet menegiñ ur gevredigezh a ra war-dro an endro da reiñ he gwarant war doujañs an endro e-kriez ar vengleuz. Ha kavout a reer logo ar gevredigezh-se war holl deulioù kehentiñ Imerys Glomel.

En tu all da skoazelloù Imerys da vudjed kevredigezh an endro, a ya da 10.000 €, da lâret eo pemp gwech yalc’had ar gumun. Skoulmet eo neuze ur c’hevelerezh etre ar vengleuz hag an AMV, evit div a gefridi : evezhiañ ar falc’huned hag ar marc’hvrini a vez o neizhiañ war dalbenn benañ kozh ar vengleuz, ha kontañ niver ar stlejviled hag ar raned. Karget eo bet ivez da gas en-dro muzulioù digoll ar vengleuz.

Ha gwir eo, seul daol ma vrasañ ar vengleuz e vez distrujet an takadoù gleb, ar girzhier. Rediet eo neuze da zigoll an distrujoù-se en ur adkempenn an endro. Pezh a zo erbedet el lodenn « diarbenn, digreskiñ ha digoll » e-liamm gant pep raktres meur. Roet ez eus bet arc’hant d’an AMV gant Imerys evit kas al labourioù da benn war takadoù kizidik ar gumun, hag alese ez eo an AMV barner ha barnet war an dro. Ur doare « marc’had a c’hounez diouzh an daou du », hervez e brezidant Yvon Le Méhauté.

« Breinet eo ar c’hevredigezhioù a ra war-dro an endro gant ar muzulioù digoll ! » Setu bepred pezh a lâr deomp ur vaouez o chom er vro, hag he deus bet labouret e bed an endro, ha displegañ a ra ne dalvez ar muzulioù digoll nemet evit reiñ talvoud d’ar gwir da zistrujañ an natur, n’eo un digoll netra ouzhpenn un digoll, ne c’holo gwech ebet ar gwir dle ekologel bet lezet gant an diskar.

« Breinet eo ar c’hevredigezhioù a ra war-dro an endro gant ar muzulioù digoll ! »

— Ur vaouez o chom er vro, hag he deus bet labouret e bed an endro. ,

Rastellañ an douaroù ?

Pep lec’h en em sil Imerys : adalek ar c’hevredigezhioù war an endro, ha betek skridoù ar sonioù savet gant Jean-Daniel Bourdonnay, gwenaner ar gumun a zo ivez skrivagner, sonaozour ha kaner. E mi Here paseet en do roet ur sonadeg ha kanañ a rae e Brezhoneg gant e vouezh dous ur son bet savet gantañ, Moustrougant, diwar anv ul lec’h tost ouzh ar vengleuz. « Dindan reier ha traezhenn eo bet douaret ma vilajenn. »

Kalz a fontoù zo bet prenet gant Imerys e Groñvel. Ha pa veze tiez, karrdioù, kreier war an douaroù prenet e vezent distrujet pe laosket da gouezhañ en o foul, evel e Roc’h Ledan, Kersioc’h pe Kertrimont.

Ha ma ranker diroudennañ hentoù, distruj kêriadennoù, diheñchan milieroù a m³ dour un diazad doureier war-zu unan all, diblasañ linennoù tredan, linennoù pellgomz, funioù dour, treiñ parkeier meur a zevezh arat enno da venezioù lastez ken uhel ha brasañ tuchennoù an trowardroioù, da Imerys n’eus netra dibosupl.


Rak ganto mañ hiriv an deiz 1.130 devezh arat a zouaroù, da lâret eo ouzhpenn 10 % eus an douaroù labour-douar er gumun, ha derc’hel a ra da brenañ douaroù ouzhpenn, ha pa vefent douaroù hetamm andalouzit er c’hondon.

E miz Here 2023 e oa bet Imerys o teurel he youl war 28 devezh arat ouzhpenn, en ur ginnig d’ar gwerzher ur priz kalz uheloc’h eget hini ar marc’had. Met tud ar vro oc’h en em sevel hag ar sindikad Kengevread ar Beizanted o doa gellet lakaat un termen d’ar marc’had-se.

Tost d’un hanter eus douaroù, da lâret eo 500 devezh-arat, n’int ket liammet war-eeun gant ar vengleuz. Lakaet int e kerzh pe feurmet int gant al labourerien-douar, peadra da gaout harp digant ar re a vez o labourat an douaroù-se, just a-walc’h. Ur skoazell ouzhpenn a c’heller merzhout en enklask foran, rak bet eo labourerien-douar an takadoù tro-dro zo bet o reiñ o asant evit ma vefe brasaet ar vengleuz.

« Teknik ar gamizolenn sparlañ »

« Emaomp o stourm evit ma vefe diskoachet ha displeget ar c’hudennoù gwirion ; met seul vui e stourmomp, seul vui e sparlont ac’hanomp », eme Armelle Renaut en ur venegiñ Imerys. He gwaz, Thierry Troël, labourer-douar bet maer ar gumun, a zo o paouez koll 28 devezh-arat a veze feurmet dezhañ gant Imerys abaoe 25 bloaz. « Ne gredomp ket kehentiñ war-se, dre m’en em c’houlennomp ma n’emaomp ket o vont da vezañ tapet da skouer, evit lakaat ar re all da devel. » Met ouzhpennañ a ra n’en em lezo ket da ober, ha lakaat a raio da dalvezout e wir da feurmiñ, dre al lez-varn ma rank ober.

Abaoe un nebeut sizhunvezhioù emañ Imerys Groñvel o varc’hata en-dro gant pep labourer-douar rekis an termenoù feurm bresk a veze renevezet a vloaz da vloaz, evit lakaat anezho digoust.

Hag un taol skoazell d’al labourerien-douar e vefe ? N’eo ket, rak gwarezet mat-tre e vez al labourerien-douar gant ar c’hevratoù-feurm, ha n’hell bezañ torret nemet dre fazi ar feurmour, pa varv pe pa ya ar feurmour war e leve, pe c’hoazh ma cheñch an takadoù feurmet (kemm termen an takad, distruj an dachenn…).

Ha kas ar c’hontradoù-feurm-se da get a rofe tro da Imerys da implijout an douaroù evel ma kar, hep na vefe posupl enebiñ war dachenn al lezenn.

« Ne gredomp ket kehentiñ war-se, dre m’en em c’houlennomp ma n’emaomp ket o vont da vezañ tapet da skouer, evit lakaat ar re all da devel. »

— Thierry Troël, labourer-douar bet maer ar gumun. ,

Saotradur a vengleuz eo ivez rannañ an annezidi

« Sell, hi ‘ni eo… » Setu pezh a vez klevet gant ur vaouez a zo ezelez eus ar gevredigezh Refrac’Terres pa ya d’ober he c’hefridi en ispisiri ar gumun. Troet eo da fall an aergelc’h ha torret an emglev a veze etre Groñveliz.

Dre deir gwech ez eo kastizet an annezidi dostañ d’ar vengleuz. Ouzhpenn da gaout noazadurioù a ya war-gresk ar bloavezhioù diwezhañ, met o zo a goll o zalvoudegezh, o stourm a lak anezho a-gostez.

Start eo evito degemer raktres Imerys, ha seul vui ma ez implijet gant Imerys hag an implijidi ha gourdrouz an dilabour evit en em wareziñ.

Lâret eo sklaer gant Olivier Berger, bez-prezidant e karg eus an obererezhioù industriel e Imerys Frañs ouzh mikro RKB : « Astenn a reomp al labourioù er vengleuz evit reiñ labour d’an dud hag evit mont war-raok gant al lec’hienn. » Pezh a vez kontet gant he renerien a ro da soñjal tagañ ar vengleuz a dalvez tagañ an implijidi en em gav war al linenn gentañ. Ha nac’hañ an astenn a dalvez kemer ar riskl da welet ar vengleuz serriñ abred.

Gwelloc’h eo neuze da dud zo er vro chom mud ha mirout ar peoc’h etre an dud. Kaer e vez paeet gant ar re a vez o vanifestiñ. Renerez skol bublik Groñvel he doa nac’het ar bedadenn kaset gant Imerys da lakaat he skolidi da weladenniñ ar vengleuz, rak eviti n’he deus ket un embregerezh da implijout bugale ar skol evit kas war-raok ur c’hehentiñ pozitivel, p’he deus poan reiñ outañ e-unan ur skeudenn gaer. Met da heul eo bet tennet yalc’had prometet gant Imerys da genseurtiezh laik Groñvel. Hag abalamour da-se e vefe aet kuit bugale an dilennidi eus ar skol bublik d’ar skol brevez ?

N’eo ket souezh kennebeut ma vefe bet nac’het gant ar c’huzul-kêr nevez ar yalc’had a 200 € d’an div gevredigezh war an endro enep raktres ar pevare poull, Douar Bev ha Refrac’terres, rak « en arvar e lakaont Imerys ».

Echu gant al lubanerez e penn-kentañ an hañv. Roet an aotre d’an 20 a viz Even 2024 gant ar prefed evit astenn mengleuz Imerys. Un diviz ofisiel a lak un termen d’an divizoù ha da jestroù-c’hoari kaer an embregerezh. Eizhtez war-lerc’h ez eo bet bodet komite heuliañ al lec’hienn gant ar galloudoù publik ha renerien ar vengleuz. Serret dor an emvod gant renerez al lec’hienn, en ur leuskel ar-maez annezidi ar c’hornad hag izili ar gevredigezh Refrac’terres.

Boest du

Morgan Large, an hini he deus skrivet ar pennad-mañ, a zo bet kuzulierez e ti-kêr Groñvel e-tre 2017 ha 2020.


Skeudennoù gant Aurélie Calmet

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →