En ur lenn kazetenn ar vro en hañv tremenet e oa bet tapet Claude* gant c’hwervoni da vat, ha sevel a reas e galon gant ur barrad « heugenn ». An Télégramme eus an 11 a viz Gouere 2025 a oa gouestlet da lec’hienn ec’hon eztennañ an embregrerezh liesbroad Imerys e lec’h ma oa bet o labourat e-pad ouzhpenn ugent vloaz e-giz micherour, e Groñvel (22), e-kreiz ar c’harzhaoueg arvorigat.
Ar c’hailh andalouzit, a servij dreist-holl da broduiñ danvez dideuzus evit ar fornioù industriel, a vez eztennet eus div bezh fozhell ledan ha da-c’houde e vez tolpet e labouradeg al lec’h. Er gazetenn pemdeziek rannvroel, mouez aotreet ar strollad a zeskrive an obererezh evel-hen : « N’eus ket kimiezh, treterezh ar c’hailh n’eo ken nemet doareoù da ober fizikel : gwaskañ, malañ ha dispartiañ an elfennoù e mareoù disheñvel.»
« N’eus ket kimiezh ?, eme Claude da spontañ pa oamp en em gavet. Bez’ ez eus tud a vez lakaet dindan elfennoù kimiek da vat en atalier-se. Al labouradeg e lec’h ma labouren e veze bevezet 20.000 kg trenkenn sulfurek ha tost da 50.000 litr dileizherioù ha produioù kimiek all c’hoazh bep bloaz. » Prouennoù gantañ, videoioù bet tapet e-barzh lec’hienn labouradeg Imerys a ziskouez implij ar produioù kimiek-se el labouradeg ha skuilhañ anezho e-maez al lezenn e miz Gouere 2021. Dourennoù o livioù psikedelek zo skarzhet war an douar, diouzh an noz, a-raok mont da verniañ er c’han-skarzhañ hag e-barzh ar wazh o treuziñ al lec’hienn.
« Ur seurt uzin-tasmant »
E min Groñvel (ha n’eo nemet ur vengleuz evit ar velestradurezh, abalamour m’eo renket an andalouzit e-giz ur c’hailh industriel), an andalouzit zo tretet en div uzin gant malerien ha doareoù da ober ac’h implij energiezh ha dour.
Met e-tro 117 tonennad kailh greun finoc’h a vez kaset bemdez d’an uzin neuñviñ, ha mont a ra en-dro noz-deiz. Eno, ez eo beuzet ar c’hailh e-barzh kibelladennoù reakterien an eil re war-lerc’h ar re all, ha se a ro tro da zispartiañ ar mineraloù a glasker, en ur lakaat anezho da flodañ war-c’horre da skouer.
Ma seller eus ar ster rik, ez eo an neuñviñ ur mod d’ober fizikel (pa n’eus ket cheñchamant molekulenn) met ezhomm zo kementadoù bras a broduioù kimiek [sellet ouzh an daolenn]. Ur wech dastumet an andalouzit, ar produioù mesket gant ar c’hailh a sav un danvez priek griswenn pe marlouet ha pompet e vez ingal davet ur fozhell gozh a servij bremañ da lec’hiad endouarañ.

« An uzin-mañ n’eo ket treuzet gant ar weladennerien biskoazh, a zispleg Claude. E-kerzh an devezhioù dorioù-digor hon eus bet an urzh da baouez a-benn na vije c’hwezh ebet. Ur seurt uzin-tasmant eo. » E gwirionez, ez eus anv eus an obererezh neuñviñ – didrouz memestra – er goulennoù aotreoù evit an endro gant Imerys Glomel, met ne vez ket graet anv anezhañ dirak an dud.
Goulennataet hon eus renerezh ar strollad Imerys. Respontet he deus deomp e ra gant « un doare da zisrannañ ar c’horf ha n’eo ket gant un treuzfurmadur kimiek eus ar c’hailh » ha lavaret a ra n’he deus ket implijet produioù kimiek.
Dominique, o chom er ur gumun a-stok, he deus gweladennet ar vengleuz e-kerzh an dorioù digor : « En uzin ez eus bet displeget deomp e vez eztennet an andalouzit gant dour. Ar paotr en doa lavaret zoken : « Kap oc’h da dostaat da santout, n’eo nemet dour », emezi o kounaat.
Ur weladennerez all zo sur eo bet diskouezet dezhi ar savadur dediet d’an neuñviñ e-giz « un uzin dilezet ». Hi ivez, a soñje dezhi e oa an uzin o vont en-dro gant dour : e-pad un emvod foran aozet evit an annezidi, e deroù miz C’hwevrer 2023, ha kavout a reer ar renta-kont anezhañ enlinenn, en deus displeget dileuriad Imerys : « An doare da eztennañ ne lak ket kompozadoù kimiek da zont er jeu. »
« Pa ‘m boa klevet se em boa graet ul lamm, eme gClaude en ur huanadiñ. Imerys a ra goap eus an dud. Se zo evel ma ne vefe ket ac’hanomp-ni, ar vicherourien. E-keit-se e kendalc’h ar saotradurioù. » Hag al « live touell dic’houzañvus » en deus kendrec’het an implijad da sachañ an evezh.
3.000 litr produioù kimiek skuilhet
E kreiz miz Gouere 2021 e oa, an dibenn-sizhun labour diwezhañ a-raok ar vakañsoù. Diwar teir unvezh al lec’h, ne oa ken nemet al labouradeg flottation o vont en-dro c’hoazh hag an daouzek micherour a oa war al lec’h a-bep eil o vont da lakaat anezhi da baouez e-pad teir sizhun. Met Claude ne oa ket ar vakañsoù en e soñjoù. Mantret e oa o paouez lenn an daolenn kemennoù war urzhiataer ar post beilhañ : « Skarzhadur klok ar reaktantoù gsanthat ha sulfonat war al leur. »
« Bep tro ma chom an uzin a-sav e tle bezañ skarzhet an tankoù, a zispleg-eñ. A-raok e vezent lakaet e fustadoù 1.000 litr da vezañ adimplijet pe kaset kuit. An taol-se ez eus bet goulennet diganeomp skuilhañ etre 3.000 ha 3.500 litr produioù rik, en ur c’houzout e oant o vont da verañ betek ar poulloù-dilaviñ ha n’hellont ket tretiñ anezho hag en em adkavout en endro. »

An dibenn-sizhun-se e miz Gouere 2021 e oa bet sachet an evezh gant unan pe meur a oberer – en aner – d’ar sternidi war o garg war ar fed e oa goullonderiñ an tankoù o vont da gas ur saotradur. « Sañset, eme unan anezho, e vije bet pompet ar produioù skuilhet gant an dilerc’hioù etrezek ar fozhell douarañ niverenn daou. Met ar pompoù a oa sac’het tost ur miz a oa. »
Kaset e oa bet ar c’heloù gant ar vicherourien e oa sac’het, met ne oa ket bet kempennet. « An holl a ouie : ar pompoù a oa torret. Ar reaktantoù zo aet e-barzh ar wazh. Mezhus eo. » Ar fichennoù surentez evit ar produioù a vez lezet ar c’hopridi da implij a zifenn da skuilhañ anezho « er c’hanoù-skarzh, er redoù-dour ha war an douar ».
Hervez un notenn diabarzh da Imerys en deus bet tro Splann ! da gaout e tle an endalc’herioù goulo bezañ « skarzhet evel lastez dañjerus ».
Skarzhet e vez dourioù lous ar vengleuz 1,6 km a-us da virva naturel rannvroel Magoar Penvern, o douaroù gleb hag o geunioù a zo bet miret abalamour d’o liesseurted dreistordinal a amprevaned, an divellkeineged hag o plant heverk. Daou leur-bakañ dour da evañ a zo lec’hiet izeloc’h eget ar vengleuz. An hini kentañ, 6 km diouzh al lec’h industriel, a sikour da bourvezañ dour d’ar 6 000 annezad eus ar c’humunioù tost.
An deiz goude skuilhadenn ar produioù kimiek o deus lavaret meur a implijad a oa war an hent di gant en o c’harr bezañ « santet ar saotradur tri c’hilometr eus al lec’h, a-hed ar wazh dour ». Ar gsanthat, un dourenn melen, en dez c’hwezh ar vioù brein.
Ar videoioù bet gant Splann ! a ziskouez skuilhadenn ar produioù war al leur en uzin neuñviñ. War reoù all e weler emañ ar pomp en ur stad fall ha ne c’heller ket skarzhañ an dilerc’hioù neuñviñ etrezek ar fozhell endouarañ.
« Dleout a rajer gwelet an dar betoñs e traoñ ar pomp, eme Claude. An deiz-se e oant goloet gant ur gwiskad fank produioù kimiek penn-da-benn a oa berniet aze rak ar pompoù a vez torret alies. » Seblantout a ra padout ar gudenn : diouzh ar c’heloù bet ganeomp, meur a bomp sañset da servijout mererezh ar skarzhadegoù n’aent ket en-dro ken e miz Genver hag e miz C’hwevrer 2026.
Bet kelaouet eus skuilhadeg 2021, Jean-Yves Jego, kuzulier-kêr en tu enep e Groñvel, en deus kelaouet ar fedoù da brokulor ar Republik Sant-Brieg d’ar Meurzh 24 a viz Meurzh diouzh mennad 40 kod an argerzhadur kastizañ.
Ur saotradur padus
Aet eo Splann ! e darempred gant an Doktor Brian Moench diwar-benn an dilerc’hioù a c’hallfe bezañ gant ar produioù neuñviñ-se, arbennigour eo war yec’hedusted an endro ha kelenner yec’hed foran e skol-veur an Utah (Stadoù-Unanet), displegañ a ra : « An aozennoù-se o deus ur bistriegezh hollek evit an dud hag ar bevedegoù dour. Ar gsanthat dreist-holl, pa ya da goll a ra disulfidenn garbonek, un aozenn neuropistrius, dañjerus evit ar skevent, ar galon hag ar gouennañ. Ar gudenn all gant ar gsanthat, eme ar skolveuriad da genderc’hel, a zo ez eo anavezet evit enluskañ metaloù ponner pistrius evel an nikel pe ar c’hadmiom : lakaat a ra anezho da vezañ aesoc’h da vezañ lonket gant ar boudoù bev. »
Keloù fall : e 2024 en doa dielfennet Splann ! lec’hid ar wazh e-lec’h ma vez skuilhet dourioù ar vengleuz ha diskoachet ur saotradur grevus gant metaloù ponner. Da skouer, tra ma ne oa kontamnadur ebet uheloc’h e lec’hid ar wazh, ar paotadurioù nikel adalek al lec’h ma vez skuilhet gant Imerys a oa… 60 gwech uheloc’h d’ar pezh a vez sañset bezañ en dour-dous. An nikel a gas ar c’hrign-bev, mutagenek eo ha pistrius evit ar gouennañ.
Daoust d’ar c’hontamnadur-se en deus aotreet ar prefeti Imerys da astenn al lec’hienn eztennañ ha da doullañ ur fozhell nevez ken bras evel pemzek tachenn melldroad. An eztennerezh zo kroget e 2025, tra ma oa ar rekour bet savet gant ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a-enep da astenn al lec’hienn o c’hortoz bezañ barnet.
« An embregerezhioù a gred skuilhañ seurt saotrerioù er redoù dour, a servij da gaout dour da evañ evit an dud, a dleje bezañ kondamnet », a lavar an arbennigour war ar yec’hed foran Brian Moench. Ha just a-walc’h, Imerys Glomel zo bet kondamnet e 2018, da 10.000 euro tell-gastiz abalamour d’ur skuilhadur produioù kimiek e-maez lezenn bet kavet e 2014. Stadet e oa bet d’ar c’houlz ur varvelezh pesked dreist-ordinal gant gwazourien polis an dour.
Skuilhadur produioù kimiek an hañv 2021 a oa bet kemennet d’ar renerezh gant un implijad eus Imerys Glomel. Koulskoude, renerezh ar strollad Imerys he deus lavaret da Splann! « n’eus prouenn saotradur ebet er prantad meneget ».
Diouzh al lezenn ez eo dalc’het korvoer ul lec’hienn industriel a seurt-se da zisklêriañ d’ar pennadurezhioù kement « distaol aozennoù dañjerus pe saotrus ne oa ket bet rakwelet » ha kement « gwallzarvoud anterinded an dafar » a c’hallje kaout un dilerc’h bennak war an endro.
Savet ar goulenn outañ gant Splann !, prefeti Aodoù-an-Arvor en deus respontet « servij ensellerezh ar staliadurioù rummet e karg eus al lec’h (Dreal Bretagne) n’en deus ket bet anaoudegezh eus un disklêriadenn gwallzarvoud e mengleuz Imerys e Groñvel etre miz Even ha miz Gouere 2021 ».
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






