Breizh Ressources, an embregerezh mengleuziañ didrousañ a vez er C’hornôg

12/18/2024
Catherine Le Gall
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 16 mn lenn
Tri aotre dibar enklaskoù mengleuziañ (PERM) zo bet fiziet e Breizh gant an embregerezh Breizh Ressources, didrouz-kaer. Plediñ a ra gant un dachenn ledet war 42 kumun hag en tu all da 850 km² koulskoude. Ha daoust m’eo dallet trowardroioù ar raktres, en em vodet eo ar geodedourien evit mirout ma vefe kaset al labourioù war-raok.
  • Tri aotre enklaskoù mengleuziañ etre Breizh hag ar Maine-ha-Liger zo bet fiziet gant ar start-up Breizh Ressources etre miz Gouere ha miz Here 2023. Met lakaet eo bet a-wel d’an holl e deroù 2024 nemetken.
  • «Dre zegouezh» eo bet diskoachet an tri aotre gant ar c’hevredigezhioù ha gant tud ar vro a zo en em strollet evit enebiñ ouzh ar furchañ hag ouzh pezh a c’hellfe dont da vezañ mengleuzioù da zont.
  • Gant ministrerezh an Arc’hant hag an Industriezh eo bet roet an aotre mont war-raok e dibenn 2024, padal gant un devarnadurezh nevez ez eo gorrekaet ar mont en-dro.

Dre zegouezh eo, pa oa o lenn ar Gazetenn Ofisiel eus an 10 a viz Genver 2024, e oa bet Dominique Williams, arbennigour war ar mengleuzioù er gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh, o tegouezhout gant ur c’heloù tarzhus : un nebeud mizioù a-raok, un embregerezh anvet Breizh Ressources he doa fiziet ur goulenn aotre enklaskoù mengleuzian (PERM) anvet « Epona » e peder c’humun eus ar vro.

En Oriant eo staliet ar start-up savet a-ratozh evit an degouezh ha gant Aurania Resources da gevranneg nemetañ, an embregerezh kanadian-se bet marilhet en Inizi Bermudez ha renet gant Keith Barron, ur geologour brudet evit bezañ bet diskoachet unan eus brasañ mengleuz aour er bed [lennit hor pennad Aotre enklaskoù mengleuziañ : un Indiana Jones ar c’hiz nevez o klask aour e Breizh].

Raktal eo bet ar stourmerez o lakaat ar gevredigezh war ziwall, ha setu kaset ganto ul lizher da brefeti Mor-Bihan, ken abred hag ar 16 a viz Genver, kement ha gellet lenn an teuliad. Daou zevezh war-lerc’h e oa bet kaset ur postel d’ar strollegezhioù lec’hel evit kelaouiñ anezho e oa bet fiziet ganto teuliad ar PERM : « D’ar Gwener 19 a viz Genver e oa, diouzh tro e oan, ha erruet e oa Jean-Paul Pallier ha Stéphane Ansermet eus Breizh Ressources da zont da welet ac’hanon da ginnig o raktres din », eme Elodie ar Floc’h, maerez Kervignag (56).


D’an 22 a viz C’hwevrer e oa bet aozet un emvod gant an is-prefed, diwar c’houlenn an dilennidi, kement ha reiñ resisadurioù war an teuliad: « Souezhet e oamp un tamm dre ma oa bet savet ar goulenn e miz Gouere 2023 ha n’hon oa bet tamm keloù ebet betek neuze », eme Michèle Dollé, maerez an Henbont, souezhet c’hoazh.

Ken didrouz all e oa bet an daou deuliad PERM a vez graet outo « Taranis » ha « Bélénos », hag a bled gant ul lodenn eus ar Mor-Bihan, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel.

Jeannick Martel, eil-maerez er Chapel-Braen (35) n’oa bet klevet kaoz eus ar goulenn PERM « Taranis » a zo war he c’humun, e miz Gouere 2024 nemetken, da geñver ur c’huzul-kêr: « kaset e oa bet ur postel d’an ti-kêr gant ar prefeti evit kelaouiñ anezhañ e vefe loc’het un enklask foran. Douetañs hon oa war ar mare ma oa erruet, dre ma oamp e-kreiz an hañv, mare an dilennadegoù evit ar gannaded e oa. Ne oa aes nag ober bruderezh na sevel un diviz war ar raktres », emezi.

Evit pezh a sell ar goulenn aotre « Bélénos », bet fiziet e miz Here 2023, diskoachet e oa bet ha lakaet war-wel d’an holl dre ur pennad gant Ouest-France diouzh ar 16 a viz Mae 2024, hag a gonte an diviz war an danvez-se e kerzh kuzul Anjou Bleu Kumuniezhioù.

N’eus ket peadra da bennfolliñ, pa lenner ar studi war an efedoù

Petra a ouezer e gwir diwar-benn ar goulennoù aotre PERM bet fiziet ha chomet pell diouzh selloù an dilennidi hag eus an dud ? Pa lenner an teuliadoù e c’heller gwelet eo bet fiziet an hini kentañ anezho, anvet « Epona », ledet war 51 km2 war peder c’humun er Mor-Bihan, d’an 21 a viz Gouere, pa oa c’hoazh en embregerezh Breizh Ressources war-sevel.

An eil, anvet « Bélénos », a oa bet fiziet d’ar 5 a viz Here 2023. Ledet eo war 440 km2, war zaou zepartamant, 18 kumun. Erfin, an trede hini, « Taranis », a zo bet fiziet d’an 11 a viz Here 2023, a zo ledet war 360 km2 war ugent kumun, tri departamant, div rannvro. En holl : 42 kumun hag en tu all da 850 km² e kont da lâret eo 17 gwech kêr Roazhon.

E gwir ez eo ur goulenn evit un aotre mengleuziañ, da lâret eo ez eo bet diskoachet gant Breizh Ressources an takadoù a c’hellfe degas gounidoù dezho, abalamour ma c’hellfent tennañ ha gwerzhañ maenadoù, met da gentañ-penn e rankont kas da benn studioù don war ar c’hondon, evit ma ouifent da vat pezh a gaver ennañ.

Evit-se e oa bet fiziet goulennoù evit tri aotre mengleuziañ evit pemp bloaz, a c’hell bezañ adnevezet : « Gant ur PERM e taper ur gwir font war an danvezioù hep na vefe aotreet ar mengleuziañ […] Merket eo gant ur prantad amzer bevennet, un takad bevennet, ul listennad danvezioù da glask resis, deskrivadur an enklaskoù emaer en-sell da gas war-raok, hag an heuliadenn outo», a resisa kabined ministr an Industriezh.

Ledan a-walc’h eo tachenn an tri aotre bet fiziet gant ar « junior » (da lâret eo an embregerezh enklask) : war-glask metaloù strategek emañ, da skouer ar stibiom, ar zirkoniom, an douaroù rouez pe an tungsten, met ivez maenadoù klaseloc’h eget an arc’hant pe an aour.

Netra da vout nec’het, pa seller ouzh an teuliadoù. Hervez ar studi war an efedoù, bet kaset en-dro gant ar c’habined ENCEM, diazezet e Venissieux, e-tal da Lyon, ez eo doujus an teknikoù a vez implijet, evel an eztennañ standilhonoù, pe implij un askell-tro evit muzuliañ ar maezioù tredan-warellek, pe c’hoazh lakaat elektrodennoù en douar, ha n’o do efed negativel ebet war an endro.

Ha forzh penaos, eme Jean-Paul Pallier, dileuriad Breizh Ressources er Frañs, n’eus ket kalz chañsoù e vefe frouezhus an enklaskoù-se. Hervez an testoù niverus hon eus bet tro da gejañ ganto, pe e vefent dilennidi pe izili kevredigezhioù, frealzus e vez bepred Jean-Paul Pallier pa lâr dezho ez eus nebeut-tre a chañsoù da gavout maenadoù a dalvezo ar boan eztennañ anezho, hag alese, n’eo ket dav pennfolliñ. E-keñver an dra-se e lâr Breizh Ressources n’eus nemet e-tre 1 % ha 5 % eus ar raktresoù enklask a vo eus ur mengleuz ganto war-lerc’h.

En ur pennad eus Ouest-France eus miz Ebrel 2024, Stéphan Ansermet, a vez graet outañ unan eus renerien an embregerezh Breizh Ressources e-tal da Jean-Paul Pallier (e gwirionez int implijidi eus Aurania Resources), a gloz ar gaoz evel-se: « ha ma n’eo ket toullet ar mengleuzioù, gouest e vo ar rummadoù da zont da c’houzout peseurt danvezioù mein a gaver er c’hondon ». Enklaskoù a dalvezo, d’ar gwashañ, evit hor bugale pe hor bugale vihan neuze.

P’ho neus savet goulennoù da Breizh Ressources eo bet respontet deomp « ez eus bet lakaet kalzig a nerzh evit bezañ treuzwelus war an afer ». D’an embregerezh d’ober al listennad eus an holl emgavioù bet graet gant ar gannaded ha gant ar c’hevredigezhioù : « aozet eo bet an traoù gant ar prefeti, met evit poent n’eo ket kroget tamm ebet ar raktres forzh penaos ».

Enebiezh tud ar c’harter : un gwallhunvre evit an embregerezhioù mengleuziañ

War a seblant ez eo dreist-holl un doare da gehentiñ a glask frealziñ an dud. Rak enebiezh ar c’humuniezhioù lec’hel zo ur gwallhunvre evit an embregerezhioù mengleuziañ : gellet a ra gorrekaat an enklaskoù war-ober, sachañ a ra evezh ar mediaoù, nec’hiñ a ra an dilennidi, hag a-benn fin ar gont e lak anezho da goll un tamm mat a arc’hant.

Evit-se eo e plij d’an embregerezhioù mengleuziañ chom hep ober trouz ha sachañ evezh an nebeutañ posupl. Memes ma n’eo ket a-du Breizh Ressources gant an dra-se : « ar c’hehentiñ a vez graet gant ar Stad hag an deiziataer a vez dibabet gant ar prefeti ».

Aze koulskoude ez eo lakaet enk war an embregerezh Breizh Ressources evit an tri goulenn PERM-se : war ziwall e oa Dominique Williams e Dour ha Stêrioù Breizh, hag alese eo en em savet meur a hini er vro.

« Ret eo bezañ war-evezh adalek bremañ evit mirout ouzh ar riskloù da erruout, ha lakaat un harp d’ar mengleuziañ maenadoù en hor bro. Gourdrouz zo war hon tiriadoù gant ar PERMoù, rak gwech ebet n’eo bet laouenoc’h ur vro goude ma vefe bet toullet mengleuzioù enni », a ziarbenn Dominique Williams


« En Il-ha-Gwilen n’eus ken met 3% eus an dourioù a vefe e stad vat, ha gwashoc’h c’hoazh el Liger-Atlantel, gant 2% outo. N’eus ket kalz a zourioù dindan zouar, ha ret eo deomp ober gant an dourioù war-c’horre dreist-holl. Padal, gant tommadur an hin e vezomp ingal war evezh ouzh ar sec’hor. Hag ezhommoù an dour en ur vengleuz a zegasfe freuz diremed en hor bro », a zispleg Pauline Pennober, animatourez Dour ha Stêrioù en Il-ha-Gwilen hag el Liger-Atlantel.

Evit-se ez eo bet ar gevredigezh o sezizañ an teuliad raktal p’eo bet kelaouet ma oa bet fiziet ar PERM Epona e miz Genver 2024. Kehentet he deus adalek he lec’hienn, aozet he deus emvodoù kelaouiñ, kejet he deus gant an dilennidi, kizidikaet he deus ar geodedourien war an dachenn pe adalek webinarioù.

Loc’het he deus gant ur c’houlzad bet amprouet dija: « krog omp da gabaliñ evit lakaat an dud da nac’hañ digeriñ o zachennoù da enklaskerien Breizh Ressources. Gellet a ra perc’henned an tachennoù sinañ ur skrid lec’h ma embannont berzañ an digor d’o zachenn. Evel-se ez el diaesaet mont en-dro an enklaskerien », a zispleg deomp Dominique Williams. Diouzh un tu all emañ ar gevredigezh o heuliañ a-dost al luskad geodedourien a vez o prientiñ ar stourm war an dachenn.

Evel e Santez-Anna Gwilen (35), tra-penn d’ar PERM « Taranis ». « Loc’het eo bet gant ur strollad Whatsapp hag a vod kerent bugale. Klevet hon eus lâret e vefe eus un enklask publik un devezh a-raok ma vefe bet echu. Emskiantet omp bet neuze e oa divent tachenn ar PERM, padal e oa an embregerezh o klask luziañ an afer en ur lâret ne oa ken met un enklask hep na dennfe da vras, a gont deomp Olivier Lemoyne, ur penturer o chom er gêriadenn. Raktal hon oa divizet sevel follennoù-nij, ha mont war ar marc’had da gas keloù d’an dud. Goude-se hon eus oazet un emvod e Landegon, e miz Here 2024, pa oa deuet 250 den, Mathilde Hignet, kannadez Il-ha-Gwilen en o zouez. Bremañ e klaskomp sevel ur rouedad rannvroel gant strolladoù lec’hel er c’humunioù tapet en afer. »


Hevelep tro-spered er Chapel-Braen (35) e miz Gouere 2024, pa oa bet diskoachet gant an eil-maerez Jeannick Martel e oa loc’het gant an enklask publik ha fiziet ar goulenn aotre PERM «Taranis» en hevelep tro. Sachet he deus evezh an dilennidi war an afer, met ne ziskouezent ket bezañ nec’het kement-se: « Lâret o deus bet din e oa ret leuskel an traoù da zont, ha ne oa nemet nebeut-tre a chañsoù e vefe bet kavet un dra bennak ».

N’o deus ket kalz a bouez ar strollegezhioù lec’hel en afer ar mengleuziañ

Ar gevredigezh lec’hel La Feuille n’eo ket ali gant an dilennidi-se. Tapet he deus krog en afer, ha tennet gounid diouzh barregezh prizius Jean Baranger, war e leve bremañ, en doa bet labouret war dachenn ar vravigerezh luks hag a anvez mat dalc’hoù ar mengleuziañ.

Hervezañ e vefe an embregerezh Breizh Ressources o klask aour da gentañ-penn, daoust m’eo bet astennet o goulenn aotre mengleuziañ d’un ugent bennak a maenad all : « pa lenner an teuliadoù e weler splann eo bet lakaet war-wel meur a dakad troet war an aouregi. Ha n’eo ket souezh kement-se : aet eo feur an aour war-gresk er bloavezhioù diwezhañ. E 2021 e kouste 45 000 € ar c’hilo, pa dizh 75 000 € hiriv an deiz. Ker-ruz eo erru, ha talvez ‘ra ar boan toullañ don neuze. Gwechall e veze toullet betek 300 metrad donder evit eztennañ maenadoù 2g aour dre donenn enno. Hiriv an deiz e ranker mont betek 600 metrad donder evit ma chomfe lañsus ».

A-du emañ meur a zen gant an displegadenn-se, met Breizh Ressources a lâr bezañ intereset gant aour hepken : « O klask war-lerc’h meur a vetal emaomp. Ar fed ma vefe eus aour eo ur sin vat evit kavout traoù all ivez. Hon fal a zo souten industriezh ar vro hervez ezhommoù ar metaloù a zo ».

Evitañ ez eo sklaer an traoù: evit mirout ouzh ar mengleuziañ, ret eo stourm ouzh ar c’hlask. « Lâret eo bet din gant Jean Paul Pallier, ma n’hellont ket klask dre amañ ez int d’ober lec’h all », eme Jean Baranger. Loc’het eo al luskad, ha krog ar geodedourien d’en em sevel. Darn vras an annezidi enebet ouzh aotre ar raktres Taranis zo bet en em vodet er strollegezh « Stop Taranis », hag un emgav zo war ar stern evit deroù miz Genver 2025.

Ar gevredigezh Frañs-natur-endro Liger-Atlantel, diouzh he zu, a soñj ganto n’eus mall ebet evit poent : « Ne dalvez da seurt ebet enebiñ bremañ. Studiet eo bet an teuliad ganeomp, kejet hon eus Jean-Paul Pallier, ha pezh zo bet dezastumet ganeomp eo : ne dalvez ar goulennoù aotre-se nemet da zerc’hel ganto live o labour. War evezh e chomomp, met evit lâret ar wirionez ez eo gwelloc’h deomp mirout hon nerzh evit stourmoù all », a lâr deomp trumm Xavier Metay, kenurzhier.

Diouzh o zu e chom an dilennidi war evezh. Ar re a vez tizhet gant an aotreoù «Taranis » ha « Bélénos » a glask en em genaozañ evit gellet komz a-unvouezh, e-keit m’emañ an teir pe peder c’humun eus ar Mor-Bihan tizhet gant an aotre «Epona » (Lostenk, An Henbont ha Kervignag) a embann dizaon o enebiezh. Ar c’huzulioù ti-kêr o deus votet dre vras a-enep d’ar raktresoù e-tre miz Mae ha miz Even 2024.

Disheñvel eo ali Laurent Duval, maer Langedig (56) : « ma ‘z eus danvezioù dindan hon treid e vint talvoudus evit ar rummadoù da zont », emezañ e miz Mae 2024 en ur pennad eus Ouest-France. Ur sell disheñvel eta, evel pezh a c’hoarvez e takadoù all : enebet eo dilennidi zo pa vez re all o komz e anv ar souvereniezh an energiezh.


Forzh peseurt e vefe o sav-poent, n’eo ket gwall vras o fouez en divizadur : gant ar Stad, dre vinistrerezh an Arc’hant hag an Industriezh, emañ ar ger diwezhañ. Keuz he deus Michèle Dollé eus An Henbont : « N’hon eus plas ebet da gaout er mont-en-dro-se, ne vestroniomp seurt ebet. Ne ouezomp ket da beseurt mare e vo roet ur respont deomp ha n’hon eus tamm keloù ebet war disoc’hoù an enklask publik. Lakaet omp er-maez, ha dav eo deomp mont da glask ar c’heloù a-benn gouzout e-men eo erruet an teuliad », a ouzhpenn Elodie ar Floc’h, maerez Kervignag (56).

Moarvat e vo gouezet muioc’h gant pezh he deus graet kannadez Frañs Disuj pedervet rann Il-ha-Gwilen, Mathilde Hignet : « Galvet ‘m eus ministr an ekonomiezh dre ul lizher bet kaset dezhañ d’ar 26 a viz Here 2024 evit goulenn digantañ treuzkas ha reiñ d’an holl da lenn sintezenn an enklask publik bet graet e-doug an hañv, met ivez ali ar melestradurezhioù publik a oa bet savet ar goulenn outo da geñver stern imbourc’h ar goulennoù. Ret eo d’an dud gellet lenn an titouroù-se. Tamm respont ebet diganto abaoe koulskoude», emezi c’hoazh.

Ar stourm ouzh Variscan Mines : « ur skouer hag a ro spi deomp »

Fiziañs he deus Dominique Williams eus Dour ha Stêrioù Breizh e pezh a vo disoc’h al luskad enebiñ. Evel darn vras an dud e metoù ar c’hevredigezhioù he deus bet kemeret perzh er stourm ouzh an embregerezh Variscan Mines, ha laouen eo bet gant an disoc’h: « E-doug en tu all da bemp bloaz hon eus stourmet e Breizh a-enep ma vefe aotreet tri PERM en un takad damheñvel, ledet war un 70 kumun bennak. A-benn ar fin, goude kement a dabut, Variscan Mines he deus kavet gwelloc’h dilezel an traoù e 2019. Gant ar skouer-se en hon penn e talc’homp holl ar spi », emezi.

Evit poent e kendalc’h an enebiezh ha moarvat e vo skoazellet en ur mod dic’hortoz. Gant ministrerezh an Arc’hant hag an Industriezh eo bet lakaet Splann ! war evezh war ar fed e oa en em silet un elfenn nevez e mont en-dro studi ar PERMoù. Betek-henn e oa trawalc’h fiziañ ur goulenn PERM, met abaoe an 10 a viz Gouere 2024 eo aet war-raok an devarnadurez, ret eo bremañ d’ar raktresoù bezañ dindan asant ur prizadur war an endro.

« Goulennet en deus ar ministr digant ar goulenner ma vefe klokaet e deuliadoù, na neuze eo bet sezizet an Aotrouniezh war an endro diwar-benn an tri goulenn-se, evit ma c’hellfe reiñ e ali dindan tri miz. Hervez an ali a vo roet e c’hello bezañ klokaet an teuliad gant ar goulenner ma vez ret », a resisa ar ministrerezh. Ouzhpennañ a reont: « Ur c’houlennaoueg foran dizanvezel ouzhpenn a vo aozet war lec’hienn ministrerezh an Ekonomiezh ».

Rak-se, ne vo ket roet diviz ar ministrerezh e dibenn 2024 evel ma oa sañset, e-doug 2025 kentoc’h. Keuz en doa dija Keith Barron, rener Breizh Ressources [lennit hor pennad XX], o welet pegen gorrek e oa melestradurezh ar Frañs, bremañ e ranko diskouez kaout pasianted ouzhpenn c’hoazh.

Boest du

Respontet eo bet dre skrid deomp gant Breizh Ressources. Setu amañ o respont.

Gall a rit lenn ivez respont a-bezh ministrerezh an Ekonomiezh.


Skeudennoù gant Julie Giordano

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →