An agro-industriezh, penn-kil-ha-troad el liseoù labour-douar breton

11/26/2025
Faustine Sternberg, Chloé Richard
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 15 mn lenn
Un dimeziñ evit gwellañ an agro-industriezh ha gwashañ ar c’helenn labour-douar e Breizh. Test eo al lobioù galloudus, a gaver e kement ensavadur ren al liseoù kenkoulz hag e pemdez ar gelennerien hag ar skolidi. Na pa vez aozet un darvoud pe c’hoazh pa vez lakaet gweladenniñ un embregerezh, pep tra a vez graet da lakaat war wel ur patrom. Hini ul labour-douar ken askoridik hag an doare d’en em silañ e pep lec’h, a c’hell mont ivez betek magañ yalc’h al liseoù.

Darvoud dibenn-sizhun ar Pantekost eo. Bep bloaz, etre Pontrev ha Lannuon, lise bras Peurit, kludet a-us da bPeurit ar Roc’h (Treger) a zesach miliadoù a weladennerien. Dont a ra niverus an dud war letonennoù unan eus ar brasañ skolioù labour-douar breton da brofitañ eus an dorioù-digor, gant ar gouel hag an abadennoù niverus a zeu da heul.

E kreiz ar gouel, etre ar c’hastell-aer hag an diskouezadeg trakteurien, emañ tinell ar gevelerien hag a lak Jeunes Agriculteurs 22, Cerfrance (unan eus an embregerezhioù kontouriezh anavezetañ evit al labourerien-douar), Equicerf (un rouedad kuzul arbennikaet evit micherioù ar c’hezeg) hag ar gevredigezh Agriculteurs de Bretagne.

Honnezh en em ginnig evel chouk « un doare kehentiñ pozitivel hag a-stroll eus al labour-douar breton », hag embann a ra ez eo « dibolitikel hag er-maez ar sindikadoù ». Krouet e 2012 gant renerien eus an agro-industriezh, al lobi-mañ a zifenn koulskoude ul labour-douar askoridik. Enrollet eo e-giz kannad an interestoù war dachennoù an agro-bouederezh e burevioù ar bPennadurezh uhel evit treuzwelusted ar vuhez foran (Haute Autorité pour la transparence de la vie publique e galleg).

Dans les lycées agricoles privés bretons, l’agro-industrie trace la voie

Lusker an abadenn E=M6 (war ar chadenn M6), Mac Lesggy, anavezet ivez evit bezañ prezegenner gant savboentoù a-du gant an agro-industriezh, a vez pedet ingal gant ar gevredigezh. E miz Ebrel diwezhañ, e oa eñ aze e-kerzh emvod-meur Agriculteurs de Bretagne.

Ouzhpenn 165 framm zo ezel, hag en o zouez emañ ar c’hooperativoù labour-douar brasañ (Eureden, Evel’Up, Le Gouessant, Sodiaal…) hag embregerezhioù bras labour-douar greantel (Brets, Bigard, Hénaff, Savéol, Sanders…). Kavout a reer ivez meur a lise labour-douar breton hag ar CNEAP Bretagne, rouedad ar c’helenn labour-douar prevez.

Agriculteurs de Bretagne, ul lobi oberiant

Al lobi a zeu ingal el liseoù prevez ha publik. E lise labour-douar Caulnes(22), ar rener, M’hamed Faouri, a zispleg en doa degemeret ar gevredigezh evit ur brezegenn. Ar pal ? « Deskiñ pe reiñ bommoù prezeg d’ar skolidi a-benn gallout komz d’un doare pozitivel eus al labour-douar ha stourm a-enep an agri-bashing. »

Lise prevez Peurit zo un ezel oberiant-tre eus ar gevredigezh Agriculteurs de Bretagne, homañ en doa lakaet enlinenn ur bajenn kinnig ha daou video eus ar skol war he lec’hienn internet. Bezañ e oa ivez e-touez kevelerien an darvoud La Ferme se rebelle, aozet gant ar gevredigezh e miz Meurzh 2025, ha Savéol pe Eureden a oa eno ivez. Ober a ra anv Peurit alies eus Agriculteurs de Bretagne war e rouedadoù sokial. Banniel ar gevredigezh zo skritellet e-barzh darn eus ar salioù klas memes. Ar skolidi a gemer perzh ingal en ur genstrivadeg poltredoù aozet gant al lobi. Ar bloaz-mañ eo aet ar priz kentañ gant ur skoliadez kentañ klas eus al lise. Aet e oa da « zisplegañ banniel Agriculteurs de Bretagne e-kichen un tropellad saout » e menezioù Aostria.

Hent micher Danièle Even, prezidantez kuzul-merañ ar skol labour-douar, a ro tro da lakaat war wel al liammoù levezon-se. An desaverez moc’h-se zo bet prezidantez Agriculteurs de Bretagne eus 2014 betek 2022. Bez e oa war ar poltred familh, hini lobi ar moc’h, kartennaouet gant Splann !. Ezel eus an FNSEA, Danièle Even a oa bet prezidantez kambr labour-douar Aodoù-an-Arvor etre 2016 ha 2025. Un arouez ez eo a ziskouezh pegen liammet eo ar c’helenn labour-douar, an agro-industriezh hag ar sindikad pennañ, e penn ar c’hambroù labour-douar breton.

An FNSEA,ur sindikad a gaver e pep lec’h er c’huzulioù-merañ

Danièle Even n’eo ket an hini nemeti e penn ul lise labour-douar prevez o vezañ ezel an FNSEA.

Pep lise a vez meret gant ur gevredigezh, hag ar prezidant anezhi a vez dilennet gant izili ar c’huzul-merañ (KM), an darn vrasañ anezho zo labourerien-douar pe tud war o leve eus sektor al labour-douar bet anvet dre gendibab. An ensavadurioù-se o devez ul levezon kreñv war al liseoù. Daoust ma ne c’hellont ket, da gentañ penn, en em rouestlañ e dibaboù an danvezioù kelennet, a vez termenet gant ministrerezh al labour-douar, ar c’hKMoù a vot an holl zibaboù strategel. Dibab a reont neuze an hentoù da gemer, peseurt arc’hantaouiñ a vo gant an atant hag envel a reont rener ar skol.

An aozlun en deus savet Splann ! a ziskouez ez eo ezel darn vrasañ prezidanted al liseoù labour-douar prevez e Breizh eus ar sindikad labour-douar muiañ niver, ha hemañ a zifenn ur sell produadurour eus al labourerezh-douar, pe neuze ez eo liammet o obererezhioù micherel gant an agro-industriezh.

Bez-prezidant KM lise an Nivod e Lopereg (29), Anthony Taoc, saver yêr-indez ha produer edeier, zo merour eus ar gevelouri Le Gouessant. Dilennet eo bet war al listenn FNSEA-JA er gambr labour-douar e 2019.

Claudie Le Menn, prezidantez lise Sant Jozef Kerustum e Kemper, he deus un atant 90 gwizh ha 80 buoc’h laezh hag ezel eo eus an FDSEA 29.

Prezidant KM lise La Touche e Ploermael, Noël Danilo, en deus kaset e atant laezh gant robotoù d’e vab e 2023 gant 75 buoc’h ha 65 hektar hag e-pad pell eo bet goprad ar pourveziñ labour-douar, ezel eo eus Intercereales, ul lobi eus micherioù an edeier savet gant an FNSEA. Bet eo ivez prezidant kef lec’hel Crédit Agricole Ploermael, eus 2008 betek 2024.

Heñvel eo evit prezidant diwezhañ lise Kerlebost e Pondi, Paul Duclos, merour Crédit Agricole ar Morbihan abaoe 2020. Prezidant CNEAP Breizh eo bet ivez eus 2017 betek 2024.

Met anvioù ha micherioù prezidanted hag izili ar c’huzul-merañ n’int ket embannet d’an holl, ha dreist-holl evit ar skolioù prevez. Kement kevredigezh zo, pa vez disklêriet he statudoù, a dle embann anvioù izili ar c’huzul-merañ er prefeti koulskoude. Ur redi a seblant bezañ retoc’h c’hoazh evit kevredigezhioù o verañ liseoù arc’hantaouet gant arc’hant publik, ha dindan kevrat-Stad.

En desped dimp goulenn meur a-wech, n’eus ket bet c’hoant nag ar prefeti, na renerezh-rannvro ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadeier ( RRBLK pe Draaf e galleg), na Ministrerezh al Labour-douar, da reiñ anvioù izili kuzul-merañ da Splann !. Bodad ar moned d’an dielloù melestradurel zo e karg evezhiañ e vez doujet d’ar gwir-se, hag embannet en deus emañ ar gwir ganeomp.

N’eus bet respont ebet eus perzh an ensavadurioù bet savet ar goulenn outo. Ur wech aet e darempred ganto, n’eus ket bet respont ebet digant darn vrasañ al liseoù prevez pe nac’het o deus embann anezho deomp.


N’eo ket sklaer ha gouzañv a ra ar gelennerien hag o dileuridi eus ar sindikadoù pa n’o deus ket dileuridi er c’huzul-merañ, er c’hontrol da guzulioù-merañ al liseoù labour-douar publik, hag alies, ne ouzont ket piv ‘vez e kuzul-merañ o lise.

En ul lise labour-douar prevez emañ Marc*, dileuriad ar sindikad o prederiañ, war dibaboù zo bet graet gant ar renerez. « Goulennet he deus nullañ ur gejadenn evit hon skolidi, e liamm gant ur raktres pedagogel, gant un den brudet evit kaout bec’h gant ar gambr labour-douar », a zispleg hi. Ur skouer all, ur vodulenn kentelioù diwar-benn al labour-douar biologel, e lec’h ma veze « displeget kaier ar c’hargoù al labour-douar biologel, ar perzhioù mat hag ar perzhioù fall ». Met ar renerezh en deus goulennet cheñch e anv, ha tennañ an dave d’al labour-douar biologel da reiñ an anv « neveziñ er produerezh ».

Ur mank treuzwelusted a gaver abeg ennañ

Ar CGT-deskadurezh prevez en doa kaset da benn un enklask e 2024 digant kelennerien al liseoù prevez. Diwar 300 den, 60 % anezho a lavar n’o devez distro ebet eus dibaboù ar c’hKM, ha 23 % anezho n’int ket evit mennegiñ anv ebet eus an izili. Ugent dre gant ac’h ansav e oa bet lakaet gwask gant ar c’hKM war raktresoù pedagogel zo ( nac’hañ temoù zo, mirout ouzh kelennerien pe skolidi kemer perzh hep abegiñ perak..).

Da respont d’an enklask en doa embannet ar c’hCNEAP d’ar CGT « an dud (er c’huzulioù-merañ) a gemer perzh en o anv dezho o unan, personel , ha n’emaint ket aze en anv ur framm pe un aozadur. »

Da dalañ eus ar mank treuzwelusted-se, e oa bet douget ur c’hinnig-lezenn d’an 11 a viz Gouere 2025 gant deputeed Talbenn Nevez ar Bobl pe Nouveau Front populaire e galleg, da c’houlenn gwarantiñ, e vo kavet dileuridi ar gelennerien, an implijii, ar skolidi hag ar gerent e-barzh ar c’huzulioù-merañ. « Ar pal a zo ne vefe ket ken kreñv dorn al lobioù agro-greantel war ar c’helenn labour-douar. », eme bPierre-Yves Cadalen, kannad LFI Penn-ar-Bed.

Ar CGT- deskadurezh prevez en deus savet ar memes goulenn ouzh ar c’hCNEAP. Hemañ en deus respontet: « Evit ar pezh a sell ouzh ho koulenn kaout ar gwir gant implijidi da gemer perzh er Emvodoù-meur, e talc’homp soñj deoc’h, n’eus ket eus ar gwir-se en hor statudoù. »

Tanav an harzoù etre sindikad muiañ niver ha kambroù labour-douar, e-giz ma vez diskuilhet gant un danevell eus Lez ar c’hontoù, a gas kemmesk e diabarzh ar skolioù o-unan pa zeu ar Gambr labour-douar da ober abadennoù ingal. Da skouer, ar program « Génération agri » a oa bet savet gant ar sindikad hag ar Gambr, a-benn lakaat ar skolajidi da zizoleiñ bed al labour-douar. Kinnig a reont abadennoù er salioù klas, aze e vezont er forumoù henchañ ha pa vez gweladennet atantoù. Pe c’hoazh Stage.agricole, ur savenn niverel savet gant ar sindikad Jeunes Agriculteurs, a-benn renabliñ ar c’hinnigoù stajoù, ha graet bruderezh dezhi gant ar Gambr hag al liseoù d’ar skolidi.

Rouedadoù sokial a-du gant an agro-industriezh ?

Kemer a ra perzh al liseoù o-unan e levezon merkoù bras an agro-industriezh, hollvezant en o c’hehentiñ. An disterañ gweladenn ti-feurm a gemer harp ouzh un teknikour deuet eus ur c’hooperativ pe ur gevelouri mar kar deoc’h. Testennoù an embannoù a lak war-raok an embregerezhioù, ha ne ankouaeont gwech ebet trugarekaat anezho pe kas da soñj « ez int emouestlet d’ar re yaouank ».

War e gont Instagram en deus embannet al lise La Touche e Ploermael (56), bemdez a-hed ur sizhun, skeudennoù o lakaat unan eus e gevelerien war-raok : Seremor, Agrial, Cerfrance, Convivio, Eureden, Nutréa… Un doare da ober ledet mat war rouedadoù sokial al liseoù labour-douar.

Lakaat a reont ivez war wel gweladennoù ar c’hlasoù en embregerezhioù eus an agro-industriezh, da reiñ un tañva sklaer eus o danvez-studi.

Evel ar sizhunvezh « moc’h »-se, aozet gant lise an Nivod (29) evit ar BTU produiñ loened (BTU: Breved Teknikour Uhel pe BTS e galleg). War ar stern: « Dizoleiñ an danframmoù alc’hwez : Lazhti Cooperl (Lambal), labouradeg Sanders (Sant-Tegoneg), Marc’had ar Moc’h gall gant Evelup ha strolladoù produerien : Eureden, Cooperl, Porelia, Evelup. »

Er c’hontrol, gweladenniñ produerien nes, frammoù labour-douar e-mod all e vez rouesoc’h en embannoù. Kavet e vezont aliesoc’h en embannoù al liseoù publik, met n’eo ket kempouez kennebeut. « Magañ a reomp sevenadur hollek ur patrom e lec’h ma krogez gant ur bankour ha prenañ a rez trakteurien divent ha sammañ a rez dle. », a ziskuilh ur c’helenner a blijfe dezhañ kempouezañ ar gweladennoù. (Lenn hon eil lodenn).

Saloñsoù ha kenstrivadegoù aozet gant an embregerezhioù.

N’o deus ket ar merkoù o far da gaout mennozhioù evit aozañ darvoudoù pe kinnig modulennoù pedagogel. Da skouer e oa bet kaset skolidi Peurit da c’hGoudelin evit un devezh diwar-benn magadurezh al loened aozet gant Eureden an 2 a viz Mezheven 2025. Pe kaset e oa bet c’hoazh skolidi lise labour-douar publik Kernilienn d’an darvoud aozet gant ar strollad kevelourel Even, ha Class Bretagne Nord « tro-dro d’an agronomiezh ha d’an neveziñ : ezteurel ar pezh zo gallus gant ar genetek », evel ma ‘z eo kinniget war gont Instagram al lise. Keveler all d’an degouezh : Bayer.

Pa ne vez ket savet postoù labour den e karg an darempredoù kenlabour skolioù / liseoù gant an embregerezhioù (Sanders, is-embregerezh d’an embregerezh liesvroad, arbennikaet war magadurezh al loened), ez eo gant an dud e karg ar c’henhentiñ an hini e vez aozet ur genstrivadeg skrivañ « war un tem eus ar c’heleier kinniget gant bodad kehentiñ ar strollad Eureden » pe c’hoazh un «  tournamant videoioù etre-skolioù » (Eureden) evit ar skolidi hag o c’helennerien.

Kevelourioù zo a vez pedet war-eeun da zont d’al liseoù, e-giz Innoval, un embregerezh servijoù desevel loened, he doa aozet « saloñs ar studier by Innoval » e lise an Nivod e miz Mae 2025. D’un doare pleustrek e vez ar skolidi oc’h eskemm « war-eeun gant tud a-vicher ar gevelouri : rener rannvroel, den e karg an tuta, kuzulierez yec’hedel, kuzulierien, tud atebek ajañs, teknikourien ensperiañ, tud arbennik war ar c’henetek hag ar binvioù leviañ », ha se tout en un «  aergelc’h joaius ».

Mesenerezh ha sponsorioù, doareoù d’ober boas

Broudet e vez ar skolidi o-unan da vont da welet an embregerezhioù agro-induriezh-se a-benn gallout arc’hantaouiñ o c’hemer perzh e Trofe etrebroadel ar c’helenn labour-douar (TEKL pe TIEA e galleg, evit Trophée international de l’enseignement agricole) a vez bep bloaz e-pad Saloñs al labour-douar. D’ar c’houlz-se eus ar bloaz e kaver embannoù gant liseoù ha skolidi e-leizh, da drugarekaat anezho (skeudenn gant lise Caulnes).


Skipailhoù skolidi zo a sav pajennoù a -ratozh da ober bruderezh d’ar gevellerien, evel lise Peurit.

Al liseoù prevez a c’houlenn harp digant an obererien-se. « Skoazelloù arc’hant a roont deomp ha ni, en eskemm, a ra kehenterezh dezho da vat, reiñ a reomp tro dezho da implij salioù emvodoù, lakaet e vezont war-raok da boent an job dating. Kevelouriezh ha gounid diouzh an daou du eo ! », eme eil-rener lise La Touche. « E-barzh ar raktresoù neveziñ emaint, hag en oberiadennoù kehentiñ », eme rener nevez-flamm lise Kersavi / La Ville Davy, Frédéric Watine. Displegañ a ra ivez e vez prestet gant al lise « ar savadurioù evit ar frammoù-se , da greñvaat al liammoù ».

Un doare boas d’ober, evel e The Land, en doa degemeret emvod-meur ar c’hCoordination rurale 35 nevez zo. « N’hon eus ket bet tro da gejañ gant sindikadoù all, padal en dije gallet bezañ dedennus, eme Victor gant keuz ha eñ skoliad bet. Goude an emvod-meur-se e oa un toullad eus ar skolidi o pourmen el lise gant stiloioù ar c’hCoordination rurale. » Ar c’hCooperl, unan eus brasañ kevelourioù desaverien moc’h e Frañs en doa bet tro da aozañ meur a zarvoud eno, en o zouez ur « bodad-studi war an neveziñ da zont » evit e skipailhoù labour..

E lise Sant Kler / Saint-Clair (44) ez eus ur « c’henemglev mentorelezh gant an embregerezhioù » bet sinet gant Terrena, unan eus ar brasañ kevelourioù labour-douar gall. Hevez al lise, ar gevelouriezh-se a ro tro « da gaout un ambroug eus ar c’hentañ : dizoleiñ micherioù, gweladenniñ uzinoù, eskemm gant tud a-vicher ha bezañ soubet er bed kevelourel ». Evit Jeanne*, kelennerez eus al lise, n’heller ket degemer se. « An dra-se zo evel ma vefe lavaret deomp « n’emaout o vont da gomz mann nemet eus al labour-douar kendivizadel’’. Ne dlefe ket bezañ aotreet reiñ harp da dTerrena pe d’ur gevelouri all. »

An embregerezhioù a skoazell al liseoù ivez dre hanterouriezh an taos deskardiñ. Daoust d’hon goulennoù, hag en desped da ali a-du Bodad ar moned d’an dielloù melestradurel, n’ he deus ket kaset ministrerezh al labour-douar ar sammadoù bet gant ar skolioù labour-douar breton. Ar skodenn-se a vez roet gant an embregerezhioù bep bloaz, da harpañ ar moned d’an deskardiñ. Ul lodenn eus an taos (13 %), anvet mentelad , a c’hell bezañ roet d’an ensavadurioù a fell dezho dre ar savenn enlinenn Soltéa. An taos zo un dregantad eus an niver hollek a c’hopridi : seul vrasoc’h un embregerezh, seul vrasoc’h ar sammad eta.

Rannvro Breizh a fell dezhi diorren ar c’hevelouriezhioù el liseoù publik. Unan eus palioù he Steuñv ober evit dedennusted al liseoù publik 2024-2029 eo. « Un ensavadur publik omp, hag ar Rannvro zo sañset arc’hantaouiñ hor ezhommoù, eme renerez lise publik Kernilienn, Nadia Conti, taer anezhi pa oa bet graet anv eus se. Ar mesenerezh zo luzhiet evit ul lise publik. Ne lavarfen ket n’hon eus ket, met dister e chom. » Un dibab dizalc’hiezh en deus ezhomm muioc’h a beadra, dre ret.

and
Skeudennoù gant Atelier Lugus

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →