- Bro Vreizh eo an hini e lec’h ma vez dilaosket ar muiañ a amoniak e Frañs. Eus ar magerezhioù loened ez-douar e teu ar gaz-se dreistholl, ha ganti e vez krouet rannigoù-munut en aer. Kablus int e kleñvedoù ar skevent, ar galon ha krign-bev.
- Miliadoù a dud a vez lazhet gant an amoniak bep bloaz er Stadoù-Unaned, hervez ur studiadenn nevez. E Breizh e c’hellfe bout kement-all.
- Re vunut e chom an aozadurioù a zo e karg da ziwall ouzh kudenn an amoniak e Breizh. Re vresk ivez an dibaboù politikel war an afer.
Emañ Breizh er penn uhelañ, kaerat tra ! Evit a sell saotradur an aer… N’eus eus ar vro amañ nemet 5 % eus tachenn Frañs (evit Breizh velestradurel emañ ar sifroù embannet en enklask-mañ), ha daoust da se kentañ bro er Stad o leuskel un aezhenn, an amoniak, dañjerus-daonet, war a lâr medisined, kevredigezhioù difenn an endro ha betek labourerien-douar o-unan. Seizh vloaz zo e vez eveshaet an danvez saotrañ-mañ gant loarelloù europat. E miz Meurzh ha miz Ebrel, d’ar c’houlz ma vez skuilhet hañvouez ha temz e vez ar vro e ruz.
En ur studi amerikan embannet d’an 10 a viz Mae 2021 en aktoù akademiezh vroadel ar skiantoù er Stadoù-Unanet (PNAS) zo embannet gant pevarzek enklasker penaos e vefe al labour-douar a-greñv kaoz da varv 17 900 a dud dre vloaz er Stadoù-Unanet, 69 % anezhe o vezañ diwar an amoniak. An hini kentañ eo an enklask-mañ o lakaat war gont ar produiñ ha debriñ boued ar fed e vefe lazhet tud diwar saotradur an aer. « Splannoc’h-splann eo ar skoioù war ar yec’hed hag an endro gant ar magañ muioc’h-mui a dud dre ar bed », eme an enklaskerien.
Miliadoù a dud varv gant an amoniak
6 % eus an douar-labour talvoudus vroadel zo da Vreizh. Ha 57 % eus ar chatal hag ar produiñ moc’h en Frañs, dreist pep lec’h en Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed. Ur penn-yar diwar dri a vez o tont eus Breizh ha 19 % eus ar stalioù ober laezh zo e Breizh. Hogen hervez an Inrae […] e vez 95 % eus ar skuilhañ amoniak diwar al labour-douar, 80 % anezhe diwar an desevel loened.
« N’eus tamm douetañs ebet ken war an dachenn skiantel : diwar an amoniak da gentañ e vez elfennoù moan, ar PM 2.5, o-unan o vezañ kaoz ma zo marvet kalz a dud re abred, ha n’eo ket kement gant kleñvedoù alaniñ evel gant kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù », hervez Jean-François Deleume, doktor war ar medisinerezh, ezel eus Dour ha Stêrioù Breizh. Ha gwir zo roet dezhañ en un danevell gant an institut alaman Max Planck, embannet e miz Meurzh 2019. Gant saotradur an aer gant an elfennoù moan e vefe kleñvedoù ar galon hag ar gwazhied, kleñvedoù alaniñ, ha krign-bev (an daou gaoz pennañ a varv e Frañs), ha diwarne 67 000 a dud o vervel re abred e Frañs. 19 000 ouzhpenn evit ar pezh a vez prizet gant Santé publique France e 2016. Pet a dud a varv diwar an amoniak e Frañs da vat ?
Ur gaoz… na vez ket komzet anezhi e Breizh !
Kenkent ha 2006 e oa bet savet un danevell diwar-benn an amoniak gant Jean-François Piquot, mouezh-aotreet Dour ha Stêrioù Breizh, o niveriñ sifroù ar Citepa (kreizenn etremicherel teknik a studioù war saotradur an aer. E Breizh e oa 19 % eus an dileuskel eus ar gaz-mañ, NH3 e formulenn, er stad. Eizh vloaz diwezhatoc’h e oa bet skrivet gant Jean-François Deleume, hemañ e komite-ren ar programm-rannvro yec’hed endro (PRSE), da renerezh rannvro an endro hag al lojiri e Breizh (Dreal). « Breizh eo ar rannvro nemeti e Frañs saotret-daonet gant an amoniak », eme ar medisin, en ur gas fotoioù al loarell IASI, o tiskouez eo ruz-tan ar vro.
Stag ouzh al lizher, zo ur studi gant pennospital skol-veur Roazhon ha surentez sokial al labour-douar, o tiskouez e vez kleñvedoù alaniñ an desaverien saout-laezh e Breizh abalamour d’an danvez saotrañ implijet el labour-douar. Hervez Jean-François Deleume bepred, zo diskouezet muioc’h a verr-alan e bro Leon, e-lec’h emañ ar gwashañ saotradur gant an amoniak. War kartennoù arsellva Breizh e vez gwelet penaos e vez muioc’h a dud o vervel gant krign-bev ar bronkez hag ar skevent er vro-se ivez etre 2005 ha 2017.
« Da-heul al lizher e oa bet pellgomzet dimp gant servijoù ar prefeti ur sulvezh o c’houlenn ganimp : daoust ha pelec’h ho peus bet ar sifroù-mañ ? Ne vez tamm striv ebet a-berzh ar Stad da glask gouzout pelloc’h. Arabat komz eus ar sujed-mañ », eme Marie-Pascale Deleume, ijinourez al labour-douar, hag ezelez eus Dour ha Stêrioù Breizh.
Ar paourañ e Frañs eo diwall kalite an aer e Breizh
Gant ministrerezh an treuzkemm ekologel hag ar c’hengred eo bet fiziet diwall kalite an aer e kevredigezhioù, Aer Breizh e Breizh. E miz Kerzu 2020 e oa bet staliet ur mekanik muzuliañ an amoniak e Merleag, en Aodoù-an-Arvor. Soñjet zo staliañ un eil e 2021. Amañ zo graet ur gammed war-raok rakkar na oa ket bet roet yalc’had ebet d’ar gevredigezh evit se betek-hen. Mann met abalamour n’eo ket lakaet ar gaz-mañ da vezañ danvez saotrañ da ziwall en aer e Frañs. Er c’hontrol d’an oksidoù azot, ozon pe metaloù ponner. Abaoe 2002 eo lakaet dindan evezh gant Aer Breizh, da gentañ e bro Lambal, e-lec’h emañ ar stankañ ar chatal en departamant. Betek 8 gwezh muioc’h a amoniak zo aze evit e bro Roazhon. Emañ an dachenn e-mesk ar re washañ tout, kumun Maroue peurgetket, hervez statistikoù ur studi savet en Izelvroioù e-pad 5 bloaz e fin ar bloavezhioù 1990.
Etre 2003 ha 2019 bepred zo aze eus ur vro na vez ket diwallet an amoniak enni : ne vo ket muzuliet ken war ar maez gant Aer Breizh. « Abalamour n’eus ket arc’hant evit se, eme c’hGael Lefeuvre, rener Aer Breizh. 60 000 € e teu un dielfenner amoniak nevez. Ma ne vez ket eus yalc’hadoù a-raok ar c’houlzadoù eveshaat n’heller ket arc’hantiñ seurt dafar hon-unan. » Bras-divent al labour evit ar gevredigezh, met daoust da se eo an hini baourañ e Frañs, gant ur budjed-bloaz 1,5 milion a euroioù, e tegas he rener da soñj. Gant un taos diwar an industriezh eo arc’hantet ar gevredigezh : an taos hollek war al labour saotrus. Hogen zo kalz nebeutoc’h a uzinoù e Breizh evit a venajoù. Diwar al labour-douar e vez ar muiañ a amoniak met ne vez ket eus an taos-mañ.
Darnel ar roadennoù, renabloù beskellet
Etre 2008 ha 2016 eo kresket an amoniak a 3 %, hervez ur prizadur gant Aer Breizh, ha 14 % eus ar « produiñ » broadel zo e Breizh. Ha c’hoazh eo re izel ar sifroù-mañ rak derc’hel a reont kont eus disklêriadurioù an desaverien loened hag an industriezhioù klaset evit Diwall an endro (ICPE). Ha n’eus met ar menajoù o tremen ur serten live hag a rank disklêriañ pegement a amoniak a skarzhont, se adalek 10 tonenn. Ar re vrasañ ’ta. En tu all da 40 000 plas evit ar yer, 2 000 evit ar moc’h ha 750 evit ar gwizi. Uhel al liveoù evel-just, a-raok al lobbying gant an FNSEA, peogwir e 2013, e oa kaoz eus 450 a voc’h. « Evit ma vo ar resisañ hor renabloù e vefe ret ma vefe an diskleriadennoù adalek an donenn gentañ », war a lâr Gaël Lefeuvre.
Ne rank ket an desaverien saout disklêriañ pegement a amoniak e produont avat. Ha bras an touell peogwir eo diaes-mat lakaat saout da beuriñ pa vez 200 pe 400 anezhe. Pelloc’h e vez ar saout er c’hreier ’ta. Just a-walc’h, hervez kambr labour-douar Breizh e vefe bet 22 % a amoniak skarzhet e-keit-se e 2016. Da lâret eo an eil saotradur war-lerc’h ar skuilhañ hañvouez (23 %). Da-heul emañ an desevel moc’h (21 %) ha yer (19 %).
Kutuilhet Frañs gant Brusel
« Evit a sell diwall an endro e vez ret a-walc’h kompren penaos ne vez den oc’h ober strivoù hep reolennoù strizh », a bouez Gaël Lefeuvre. Dre Europa a-bezh e oa bet lakaet ret heuliañ ur sturiadur gant an Unvaniezh e 2016. Dre se e ranke ar Stad c’hall ober evit ma vo bihanaet an amoniak skarzhet en aer a 13 % ac’hann da 2030. Ar pezh zo eo kresket a 6,7 % etre 2005 ha 2016… Start e vo !
E Miz Mae 2020 e oa bet graet ur poent kentañ gant Unvaniezh Europa. Ha sklaer an traoù : evel m’emañ ne vo ket dalc’het he gouestl gant ar Stad c’hall. Abaoe 2006 eo stabil-tre ar skarzhañ NH3 er stad. Etre 2016 ha 2019 e tiskenn a 3 % hepken. « Diwezhat eo bet emskiant an dud e Frañs ha kemeret zo re nebeut a vuzulioù strizh », hervez bodad an arc’hant er Sened er pennad amoniak en he danevell war politikerezh ar stourm ouzh saotradur an aer, daou viz diwezhatoc’h.
« N’eo ket abalamour zo re nebeut a enklaskoù akademek e c’heller lâret zo diouer a evezh politikel evel zo bremañ », eme Emmanuelle Lavaine, Philippe Majerus ha Nicolas Treich en ur pennad embannet e miz Du 2020 e kelaouenn skol ekonomiezh Tolosa. « Gant an diouer a ouiziegezh skiantel e rankfe bezañ labouret ha n’eo ket chom hep ober netra abalamour da ziwall end-eeun. »
An desaverien e penn kentañ ar saotradur
Emskiant eo bed al labour-douar eus an dalc’h evit ar yec’hed : ar re gentañ paket eo an desaverien. Hervez an Inrae, « zo bet diskouezet liammoù etre saotradur an aer ha kleñvedoù ar skevent gant al labourerien. An darn vrasañ eus kleñvedoù alaniñ diwar ar vicher zo reoù evel bronkit pe berr-alan end-eeun. »
E 2015 e oa bet lañset ar raktres « aer desaverien » gant kambr labour-douar Breizh. En ur studi zo lakaet war-wel penaos en em gav an desaverien skoet gant an amoniak, ar poultrenn hag ar produioù kimiek en un 40 a stalioù yer pe moc’h. E labourioù evel soagnal al loened e vez tapet en tu all d’al liveoù uhelañ aotreet, ha fallaet an alaniñ. Diwar se e oa bet kaset ur blaketenn displegañ d’an holl desaverien er rannvro. Kinniget zo ur stummadur dezhe hag abaoe kreiz ar bloavezh 2018 zo pemp video e-linenn.
A-benn bihanaat ar skarzhañ NH3 hag elfennoù e oa bet savet ur sturlevr broadel war an doareoù mat el labour-douar gant an Ademe e 2019. Reizhañ ar magañ loened, ingaliñ ar merañ teil ha hañvouez, gwellaat ar gwentañ er savadurioù, goloiñ ar foziadoù hañvouez, choaz an temzoù an nebeutañ a amoniak diwarne, hiraat an amzer ma vez al loened o peuriñ, h.a. « Met mont war yeot adarre ne vez ket lakaet trawalc’h war-wel », eme Estelle Le Guern, gant keuz, homañ karget a gefridi e Dour ha Stêrioù Breizh. Gwelloc’h e vefe ganti e vefe « adheñchet al labour-douar da gaout doareoù ober na vefent ket ken saotrus all. » Uhel ar bazenn pa vez 95 % eus ar moc’h e Frañs e-barzh savadurioù ordin, war klouedennoù, diblouz. Gwellañ tra d’ober ’ta, bihanaat ar chatal.
D’an 31 a viz Meurzh 2021 e oa bet embannet gant ministrerezh al labour-douar hag ar boued ur steuñv d’ober hep an ostilhoù skuilhañ saotrusañ a-benn 2025. Daou vloaz war-lerc’h ar poent a oa bet lakaet er steuñv broadel da nebeutaat an danvezioù saotrañ en aer (Prépa). Tri abeg pennañ d’an dale-mañ, e-mesk traoù all : an dilañs war ar c’hevez diwar muzulioù redius, ar riskl direizh evit an desaverien baour, met ivez pouez politikel bed al labour-douar.
Muioc’h a amzer laosket gant ar broduerien temz diwar azot
Da gentañ eo nac’het gant ar gouarnamant ar c’hinnig graet da-geñver emglev ar sitoaianed war an hin, e-kerzh ma oa studiet al lezenn war an arc’hant en diskar-amzer 2020. An abeg da se ? Ur riskl uhel da goll kevezusted, hag ur gounid dister evit an endro, eme servijoù ministrerezh al labour-douar, ar rener kabined anezhe o vezañ bet unan eus pennoù bras ar stroll Roullier (kaoz a vo eus ar stroll e trede pennad Splann !). Gwir an dra zo eus Frañs ar marc’had kentañ en Europa evit an temz diwar azot.
Distro ar muzul gant ar raktres lezenn « Climat et résilience », kinniget gant ar galloud erounit, met disteraet ar stumm anezhañ. A-benn 2024 eo kaset da vezañ lakaet e pleustr, un termen n’a ket gant ar pezh zo gortozet da vezañ graet ouzh cheñchamant an hin, eme ar c’huzul meur war an hin. E fin miz Meurzh zo asantet ar soñj da sevel un taos gant an deputeed, mann met ma n’eo ket diskennet ar skarzhañ protoksid azot hag amoniak a-hed daou vloaz. Ha koulskoude emañ a-du an holl pell zo da lâret zo ezhomm eus ur seurt ostilh. E miz C’hwevrer 2020 e oa roet ar goulenn-mañ da anavezout gant renerezh an teñzor publik hag adalek 2013 dija gant kuzul ekonomikel, sokial hag an endro. Evit an OCDE eo abaoe 1986 e oa savet ar c’hinnig-mañ…
En ur bilañs da c’hortoz war ar steuñv da vihanaat ar skarzhañ danvez saotrus evit an aer evit ar c’houlzad 2017-2021 eo diskouezet an holl draoù bet graet e bed al labour-douar e Frañs. Hervez an diell-mañ a zo en hor c’herz, n’eus bet heuliet da vat nemet nebeut-kaer eus ar muzulioù-mañ. Da skouer evit a sell an ober muioc’h gant ostilhoù skuilhañ teil na vefent ket ken saotrus. Na ne vez ket lakaet ar gaoz war an debriñ nebeutoc’h a gig evel zo aliet en ur studi embannet en Aktoù Akademiezh ar Skiantoù er Stadoù-Unanet. Gant se e c’heller derc’hel da stankaat ar chatal, hag ar galloudoù foran da leuskel ober.
An amoniak, harp kentañ industriezh al labour-douar
Ouzhpenn ur poz skiantel zo eus an amoniak. En hor c’horf zo anezhañ ha mont a ra en endro e stumm ur gaz. Gant danvez organek o vreinañ ec’h an NH3 en douar diwar ar plant hag al loened. Al lodenn vrasañ eus ar gaz en aer zo diwar o divankadenn. Abaoe ur c’hantved ’vat zo eus an amoniak ur produ industriel ivez.
E 1909 e oa bet krouet an donenn amoniak kentañ a-benn aozañ danvez-tarzh, ha war un dro industrielaat al labour-douar. Un temz pinvidik evit ar gounid boued zo anezhañ ha promesaoù gounit kalz. Betek re… Ur c’hantved diwezhatoc’h e vez gwerzhet 130 milion a donennoù azot er bed e stumm temz. Skuilhet war ar parkeier e skarzhont amoniak en aer, evel pa vez skuilhet hañvouez. Diwar an amoniak e vez elfennoù moan ken int moan war-lerc’h, hag a c’hell tremen dre ar skevent d’ar gwad.
Lakaet int da vezañ pennkaoz da varv 48 000 a dud re abred e Frañs, hervez Yec’hed Publik Frañs. Hervez ar Sened e vefe koustet 100 000 miliard a euroioù e 2015. Evelkent eo damsklaer an traoù hag e c’hellfe ar sifroù-mañ bezañ dindan ar wirionez.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →