Piv omp ?
-
Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. E Bro-Dreger, e Gwengamp, emañ staliet.
-
Da gentañ e vez divizet gant ar c’huzul-embann ur sujed a zo ezhomm e vefe enklasket diwar-e-benn. Kazetennerien a vez gopret da c’houde evit ober al labour, hag amzer a vez laosket dezhe da beurechuiñ o enklaskoù. Er fin e vez roet, evit mann, ar pennadoù d’ar mediaoù a genlabour : gante e vez embannet pe skignet an enklaskoù evit ma vefe tizet ar muiañ a dud. Kavet e vo ivez, digoust, ar pennadoù war lec’hienn internet Splann !.
-
Digant keodedourien ha kevredigezhioù (nemet ar re a zo stag ouzh embregerezhoù pe strolladoù politikel) e vez dastumet an arc’hant. Diganto hepken. Setu hon c’hontoù evit ar bloavezhioù tremenet :
Pellgargit amañ hon danevell obererezh evit ar bloavezhioù 2021, 2022 ha 2023.
Adkavit amañ hon statudoù, hon c’harta hag hon reolennoù diabarzh.
-
Er gevredigezh e kaver kazetennerien ha kazetennerezed, eus ar Vro evit darn-vrasañ anezho, ha tud all a fell dezho harpañ ur c’hazetenniñ dizalc’h. Div gazetennerez, Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg, zo gopred evit kenurzhiañ abaoe penn-kentañ 2023. Ar pennadoù ‘vezont skrivet gant kazetennerien dizalc’h. Un ugent den bennak a reiñ sikour a-youl vat.
Kazetennerien a gas da benn an enklaskoù
Raphaël Baldos, Kristen Falc’hon, Yann-Malo Kerbrat, Julie Lallouët-Geffroy, Inès Léraud, Ivan Logvenoff, Itzel Marie Diaz, Caroline Trouillet…
Ur skipailh war ar bemdez
Vivien Brunel, melestradur ; Juliette Cabaco-Roger ha Faustine Sternberg, penn-gazetennerez ; Sylvain Ernault, kehentiñ ; Jeanne La Prairie, diorren.
Splann ! a zo disoc’h labour a-stroll meur a zen a-youl vat, kazetennerien, troerien, tud barrek war ar velestradurezh, tresourien, diorroerien web hag all !
-
Ober war-dro mont-endro Splann ! a vez graet gant ar c’huzul-se. Pep dilennad a zo par d’ar re all a-fed pouezh ha kargoù. Gant bodad-meur ar gevredigezh e vezont dilennet.
Emañ er c’huzul-merañ :
- Morgan Large, kazetennerez
- Raphaël Gitton, kelenner
- Alain Goutal, tresour
- Alain Miossec, war e-levezh
- Sylvain Ernault, kazetenner
- Anne Kiesel, kazetennerez
-
Dibab sujedoù an enklaskoù hag ar gazetennerien a vo o labouret warno a vez graet gant ar c’huzul-embann, a-youl vat. Ma fell a dud zo, tu zo skoazell ha heuliañ an enklaskoù en ur labourat gant ar gopridi.
-
Ar c’huzul-surentez a zo e karg eus gwareziñ ma vefe doujet eus statudoù ar gevredigezh, ha eus ar garta-embann. Emañ er c’huzul-se an izili o doa ken-savet Splann !.