Darempred

251109 Couverture Page Nous Contacter Bzhg (1920x1080)

Postel : contact [@] splann.org

Chomlec’h : Splann !, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp

Degemer er burev : war emgav hepken.

Titouroù da gas deomp ?

Titouroù pouezus evit ar gevredigezh ‘zo ganeoc’h ? Dokumantoù kizidig pe danvezioù e rankfe Splann ! enklask diwar o fennoù ?

Erbediñ a reomp ouzhoc’h ober gant ur chomlec’h postel sifret penn-da-benn, ha ne vefe ket liammet ouzh ho anv gwir (dre un anv-pluenn), diwar ur benveg personel ha nann-micherel

Grit gant Signal

  1. Stailhit arload Signal ;
  2. Kit gant ar mod en em rollañ ;
  3. Klaskit hon anv implijer Splann.22, ha krogit gant an diviz.

Grit gant ProtonMail

  1. Krouit ur gont digoust war ProtonMail ;
  2. Kasit deomp ur postel kentañ gant ur chomlec’h hep hoc’h anv (gant un anv fals ma karit) a-benn displegañ deomp eus petra ’zo kaoz berr-ha-berr : contact [@] splann.org ;
  3. Respontet ’vo deoc’h penaos ober evit kenderc’hel an tabut, ha kas deomp an dokumantoù, e surentez.

Da ziwall : n’eus doare ebet da gas titouroù e surentez penn-da-benn. Gallout a reoc’h implijout meziantoù suroc’h c’hoazh eget Tor pe ur rouedad prevez (VPN). Ma n’ho ’peus ket fiziañs en ho pellgomzer pe urzhiataer e c’hellit implijout binvioù gouestlet da se.

Kas ur chekenn deomp

Dav eo skrivañ « war anv Splann ! » war ar chekenn ha kas anezhañ da Splann !, Ti ar vro, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp

Kazetenner oc'h, ha lakaet ho peus en ho soñj kinnig ur sujed deomp ?

Stumm ar sujed kinniget a rank klotañ gant stumm pennadoù embannet gant Splann !.

An doserioù-enklask

Enklaskoù war an hir dermen int. Rankout a reont mizvezhiadoù labour.

Daou gazetenner a labour war ur sujed e-pad meur a vizvezh, aliesoc’h gant ur c’hazetenner pe ur gazetennerez eus ar skipailh skridaozañ pad. Savet e vez ur gwir genlabour gant an den e-karg da genurzhiañ ar skridaozerien, ha gant kuzulierien embann Splann !.

Daou pe dri enklask hir a vez embannet gant Splann ! bep bloaz. Div wech ar bloaz en em vod ar guzulierien embann evit dibab ar sujedoù. An embannoù ne vezont ket meret meur a viz en a-raok, neuze.

Ne vez lakaet loc’h d’un enklask nemet goude ur mizvezh enklaskig a-raok. Ur sammad treziadek 1 120 euro* e vez paeet an enklaskigoù-se. Gant ar guzulierien embann e vez lavaret talvoudegezh an danvezioù kinniget, ha dibabet kenderc’hel gant al labour-mañ-labour.

Un nebeud pennadoù, etre 5 000 ha 15 000 sin enno, az a d’ober pep doser. Bez’ e c’hell ar pennadoù-se bezañ embannet gant mediaoù keveler, ha moullet e stumm levrigoù.

Ur sammad treziadek 3 359 euro* e vez paeet an doserioù enklask-se.

Ar galvoù-diwall

D’ober ar pennadoù-se ez a etre 5.000 ha 10.000 sin. O fal eo diskoachañ titouroù nevez en un doare prim. Sellet a reont alies ouzh ar c’heloù nevez-flamm. Embannet e vezont en ul lizher-kelaouiñ arbennik, hag e c’hellont bezañ skignet gant mediaoù keveler.

Paeet e vezont etre 310 ha 517 euro* hervez an danvez.

Ar selloù a-dost (focus)

D’ober ar pennadoù-se ez a etre 5.000 ha 10.000 sin. N’eo ket evit diskoachañ titourioù nevez dre ret e vezont savet. Gallout a reont sellet ouzh ar c’heloù nevez-flamm. Embannet e vezont da gentañ en hol lizher-kelaouiñ miz.

Ur sammad treziadek 310 euro* e vez paeet ar selloù a-dost-se.

Penaos e vez choazet ar sujedoù

Ma fell deoc’h kinnig ur sujed deomp, kasit dre bostel ho CV hag ur berrskrid eus ar sujed, e dodenn resis, hag ar c’heñver a fell deoc’h kinnig (2.000 sin d’ar muiañ) da : contact [@] splann.org.

Ret e vo d’ho tiverradenn respont d’ar goulennoù :

  • Peseurt efed a zegaso an enklask-se ? Hag-eñ e c’hellfe cheñch traoù zo ? (a-fed justis, kevredigezh, pennadurezhioù…)
  • Hag-eñ ho peus titouroù nevez ha dic’hortoz ?
  • Ha komzet e vez eus ar sujed-se gant mediaoù all ? Petra a vez skrivet diwar e benn ?
  • Hag e sell ar sujed diouzh Breizh ? Perak ? Hag e sell diouzh ul lec’h resisoc’h c’hoazh ?
  • Hag ez eus en em gavet nevez zo un dra bennak e-keñver ar sujed-se ?
  • Perak eo pouezus evit an dud lakaat ar gaoz war ar sujed-se ?

*Ent kriz e vez roet ar goproù da c’houzout, hep sellet kont nag eus an hended, nag eus an 13vet miz, nag eus an ehanoù gopret. Evel ma vez graet gant ar c’hevatalder goproù strizh, e vez roet un arc’hopr 20 % d’an holl gazetennerien, ne vern o hended. “Emglev a-stroll ar gazetennerien” a vez lakaet da dalvezout gant Splann !.

Mont war ar renk

Post pad

N’eus ket a duta war postoù pad er mare-mañ.

Labourat eus an diavez

Ur mailh oc’h war al luc’hskeudenniñ, ar video, ar gevregañ, ar geomatikañ, hag e fell deoc’h labourat evit Splann !. Deuit e darempred ganeomp dre bostel, ha kasit deomp ho CV ha skouerennoù eus ho oberennoù.

Stajoù ha stummadurioù a-bep-eil

Er mare-mañ n’eo ket Splann ! evit degemer na stajiad, na pebeilad, ha zoken evit mareoù arsell berr.

Labour a-youl-vat

Amzer vak ho peus, ha c’hoant da genlabourat a-youl-gaer ganeomp ? Deuit e darempred ganeomp dre bostel ivez, e sell d’ober anaoudegezh.



Koumanant d’hol lizher-kelaouiñ
Koumanant d’hol lizher-kelaouiñ