- Article précédent: Nitratoù : pa vez laosket da redek gant ar Stad
- Article suivant: Politikerezh ar pesketa : Rannvro Breizh a lak da gostez ar bagoù bihan
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Aet eo d’an anaon Clément en ur park eus ti-feurm Le Pépin et la plume, d’an 28 a viz Du 2023, er Roc’h Morvan (29). 28 bloaz e oa. Gloazet-tre eo bet en ul labourat war ur mekanik a zastum an tammoù plastik war ar parkeier. Ur mekanik a zo tennet gant un traktour.
« Etre 30 ha 40 den a zo o labourat bep bloaz hervez ar mare » en ti-feurm bio se, hervez an hini en deus savet anezhi, Mickaël Pont. Adalek 2009 n’en deus ket paouezet an embregerezh da vont war vrasaat ha da cheñch produiñ. Hiziv an deiz e vez produet kementadoù bras a legumaj, frouezh, met ivez laez, kig ha vioù. 6.000 yar zo en atant bremañ. Gwerzhet e vez pep tra er marc’hadoù, pretioù ha stalioù bras bio pe pas tro-dro da Landerne.
Daou viz zo tremenet abaoe eo marvet Clément. Emañ c’hoazh ensellerezh al labour o klask gouzout resis ar pezh zo c’hoarvezet. Daoust hag-eñ zo bet doujet ouzh ar reolennoù surentez ? N’en eus ket e familh bet c’hoat da respont d’hon goulennoù.
N’eo ket plaset mat Bro-Frañs da geñver surentez el labour e-touez broioù Europa. E 2021 e oa bet marvet 674 den e-pad ma oant o labourat; da lâret eo 3,3 den evit 100.000 goprad, hervez sifroù Eurostat. Met ar pezh a lak war wel gwallzarvoud Clément eo pegen fall eo ar jeu e bed al labour-douar. 110 den a varv el labour bep bloaz, hervez ministrerezh al Labour-Douar. En ur pennad bet skrivet gant Politis e 2024 e c’haller lenn eo bet kresket an niver a labourerien-douar marv el labour « eus 33 % etre 2019 ha 2022 ».
E Breizh, ar sifroù nevesañ zo bet embannet e 2022 gant Renerezh-rannvro an ekonomiezh, al labour hag ar c’hengred (DREETS e galleg). E 2018 eo e oa bet marvet 29 den el labour ha 38.075 gwallzarvoud « gant d’an nebeutañ un devezh ehan » zo bet. Rak e labour kement a dud e bed al labour-douar hag an agroboued e Breizh, eo unan eus ar metoù gant ar muiañ a wallzarvoudoù ennañ, 3.613 e 2018.
« A-dreñv da “fazi an den” e vez kuzhet alies mat un aozadur fall graet a-benn produiñ muioc’h met dañjerus evit al labourerien. »
« Skarzhet eo bet 30 kevrenn ensellerezh etre 2022 ha 2023. Padal e kendalc’h da greskiñ an niver a c’hopridi e Frañs », eme ar sindikad Sud Labour en ur pennad d’ar gazetennerien d’ar 5 a viz Genver 2024. E Penn-ar-Bed zo pemp enseller hepken evit kontroliñ al labour-douar hag an agroboued.
« [Un den marv e-pad e labour] zo un dra grevus-kenañ a c’hoarvez hep ma vefe graet kalz a drouz tro-war-e-dro. Marteze e vo ur pennadig bihan er c’hazetennoù ha setu tout. Met nebeutoc’h a wallzarvoudoù a c’hallfe bezañ ma vefe klasket pareañ ar sistem », eme « Strollad familhoù : a-enep d’ar marv el labour ». Krouet eo bet ar gevredigezh-mañ e miz Mae 2023 ha stourm a ra evit ma vefe gwelloc’h anavezet seurt fedoù gant ar justis. Enni e c’haller kavout familhoù breton, evel Isabelle Le Duault, mamm Tomm. Marvet e oa he mab e 2021 e-pad ma oa o labourat en uzin yer LDC e Lanfeun (22) : « O labourat e oa war ur post ha na oa ket e hini, laosket e-unan ha hep bezañ stummet. Ne oa ket sañset seurt traoù da erruout ».
Setu an niver a dud a varv bep bloaz el labour e Breizh. Da lâret eo unan bep 13 devezh.