Didier Lucas, prezidant nevez Saloñs etrevroadel ar sevel-chatal (SPACE) er-maez lezenn e-keñver ar reolennoù endro
Kristen Falc'hon - 09/18/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Bep bloaz, e miz Gwengolo en em gav ar saverien chatal dre zegadoù a viliadoù er SPACE, e park an diskouezadegoù e Roazhon. Tud a-vicher eus ar bed a-bezh a deu di da welet petra zo nevez war dachenn al labour-douar a-vremañ. Ar wech kentañ eo da z/Didier Lucas, prezidant kambr labour-douar Aodoù an Arvor bezañ e penn an darvoud meur.
Kargoù hag a rankfe lakaat ar saver moc’h eus Sant-Alban da vezañ ur skouer vat a-fet micher ha n’eo ket koulskoude. Hervez an teulioù eo deuet a-benn Splann! da lenn ez eo niverus ar felladennoù diskuliet gant ar velestradurezh war e atant.
E penn un atant krenn a 220 gwiz emañ Didier Lucas. A-daol-soupren e oa deuet ajanted Renerezh departamant gwareziñ ar boblañs (DDPP) d’e weladenniñ e miz Kerzu 2023, c’hoant ganto sellet a-dost ma veze doujet gantañ d’ar reolennoù a-fet nitrat hag a-fet surentez ar savadurioù.
Hervez ar prefeti «e vez 450 gweladenn a-seurt-se en departamant bep bloaz». Ha dre ma vez «un drederenn eus an atantoù gweladennet ha ne zoujont ket d’ar reolennoù» e vez kaset dezho lizhiri-redi evit goulenn ganto ober ar peadra da vezañ hervez-lezenn. Ar pezh zo bet graet evit Didier Lucas.
Estregetañ a ra traoù a-dreuz met un arouez eo prezidant ar SPACE. Ouzhpenn-se e c’hoarvez an traoù p’emañ al labourerien-douar vras o paouez gounit ar pezh a c’houlennent, a-drugarez d’al lezenn Duplomb bet votet e-kerzh an hañv. E-touez an nevezentioù : an atantoù, etre 2 000 ha 3 000 penn moc’h enno, n’o do ket da vezañ diskleriet ken evel ICPE (Staliadur rummet evit gwareziñ an endro). Er rummad-se emañ atant Didier Lucas just-a-walc’h.
En o rentañ-kont e tispleg ajanted an DDPP ez eus en atant-se «ur c’hant bennak» a blasoù-lardañ moc’h war blouz en tu all d’ar pezh ez eo aotreet da gaout, da lâret 500 e lec’h 400. « Ne oa ket reizh ma steuñv skuilhañ hanvouez met kresket em eus anezhañ abaoe » eme ar saver moc’h da Splann!. « Fellout a rae din kaout muioc’h a voc’h war blouz, emezañ c’hoazh. Sañset e ranker kaout 1m2 dre benn moc’h hag e oan me da 1m2 10 pe 1m220. A c’houde ar c’hontrol-se em eus lakaet ma steuñv skuilhañ-hanvouez diouzh ar reolennoù. »
Hervez ur studiadenn graet war gontouriezh an atant e vez re uhel an niver a voc’h lazhet bep bloaz. 3% a re, da lâret ur c’hant bennak a re bep bloaz.
Ul lizher-redi ouzhpenn kaset gant servijoù ar prefeti neuze, hag eizh miz evit cheñch penn d’ar vazh. « Aet eo war wellaat stad-yec’hed ma moc’h, eme Didier Lucas evit en em zifenn. Ne varv ket kement a re vihan hag a-raok, ha neuze on em em gavet gant re a voc’h. Anzav a ran ar fazi-mañ. »
Un abeg all a zo d’al lizhiri-redi : ar cheñchamantoù e-keñver ar steuñv skuilhañ-hañvouez. Abaoe ar c’hontrol bet graet war an atant eo bet kelaouet ar prefeti «eus ar fed ez eus bet kavet douaroù nevez da skuilhañ hañvouez gant Didier Lucas» hag hervez ar velestradurezh «n’eus bet skuilhet hañvouez ebet gantañ nevez zo war an tachennoù tost eus an aod lec’h ma zo parkoù istr ha kregin». Met hervez an DDPP «ez eus bet skuilhet re a hañvouez en holl, war barkeier heiz ha gwinizh da skouer, hep na vije displegadenn ebet roet gantañ diwar-se».
Ret eo gouzout ez eo kizidig an tro-war-droioù a-fet endro. En Arvor, e Sant-Alban, ur gumun 2 300 annezad enni, emañ an atant, nepell eus ar bae a vez saotret ar muiañ gant ar bezhin glas e Breizh. Anavezet mat eo al lec’h-se gant Didier Lucas pa oa bet aozet ur match football gant an FDSEA22 war draezhenn Morieg / Morioec e 2010, hag eñ prezidant ar sindikad d’ar c’houlz-se. Diskouez ne oa riskl ebet war draezhennoù Breizh ha ne oa ket dañjerus ar bezhin glas a oa ar pal.
Koulskoude eo ur sapre dalc’h al live re uhel a nitrat hag ar skuilhañ-hañvouez war vord an aod-se, muioc’h eget e lec’h all c’hoazh. Rak estreget an natur a c’hell bezañ saotret : en arvar emañ ivez ar parkadoù istr ha kregin hag a zo a-bouez evit ekonomiezh ar vro. Met daoust dezho bezañ lakaet diaes-tre gant ar saotradurioù, ne fell ket d’ar saverien-istr «tamall unan bennak muioc’h eget ar re all». « Ur youl politikel a vank evit lakaat kalite an dour da vont war wellaat», eme Gireg Berder, saver-istr e Karanteg. E bae Montroulez e stourmomp evit-se, met mat vije ober kement-all e lec’h all ivez. »
Setu ul lizher-redi ouzhpenn kaset da z/Didier Lucas gant ar prefeti, dezhañ da lakaat e atant da zoujañ d’ar reolennoù dindan eizh miz. « Ur fazi-skritur an hini eo, eme ar saver moc’h. Ne oa ket bet skrivet mat ganin ar mod ma veze ingalet ar skuilhañ-hañvouez war an douaroù. Mankout a rae ivez ur vandennad geot da virout ouzh ar saotradur d’en em ledañ war un dachenn nepell eus an aod ha deus ar parkoù istr. Ur fazi eo eus va ferzh. »
Bez e c’hellfer krediñ e oa bet c’hoarvezet ar fazioù-se dre lizidanted. Ar fed ne veze ket gwiriekaet an dafar da stourm ouzh an tan-gwall da skouer. Padal ez eo ur redi d’hen ober en un atant lec’h ma vez implijet gopridi. Ha koulskoude ne oa ket bet graet d’ar c’houlz ma oa tremenet tud an DDPP.
Rediet Didier Lucas d’ober war-dro dindan tri miz neuze. Ha rediet ivez da c’houlenn gant ar bomperien tremen da wiriekaat e steuñv tan-gwall ha da zifraostañ evit ma vo posupl tennañ dour eus ur stank nepell, ken kaz e krogfe an tan.
« Evit lavar ar wirionez penn-da-benn n’em eus ket bet amzer d’ober al labourioù dleet », a anzav ar saver moc’h. « Gwir eo e rankfen bezañ ur skouer evit ma c’henseurted met evel an holl labourerien-douar em eus ur c’harg-labour pounner-tre ha re nebeut a dud o labourat ganin ».
Gant prefeti Aodoù an Arvor hon eus gouiet e vo adkontrolet atant Didier Lucas ac’hann da fin ar bloaz-mañ, « an abretañ ma vo posupl e-keñver ar c’houlzoù labour-douar », kement ha gwiriekaat ez eo bet graet ar peadra evit doujañ d’ar reolennoù.
Ur goulenn avat : hag eñ e c’hellfe koll prezidant ar SPACE e skoazelloù PAC diwar an holl felladennoù-se? Ma oa bet kontrollet e atant e oa evit gwiriekaat ar fed e veze doujet ouzh ar reolennoù a-fet endro liammet gant ar yalc’hadoù. Un tammig ouzhpenn 20 000 € en doa resevet e 2024 da geñver ar skoazelloù-se. Ha neuze, « gwir eo e c’hellfent bezañ lamet digantañ » eme servijoù ar Stad da Splann! An DDTM22 (Renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor) a ranko kemer un diviz war ar poent-se.