Daoust ha moaien e vo deoc’h asuriñ ho ti e 2050 c’hoazh ? War ar seblant eo pouezus-mat ar goulenn-se en Aodoù-an-Arvor. Hervez ur studiadenn bet embannet e miz Mae gant Bank Frañs e vo diaesoc’h-diaesañ asuriñ an tiez abalamour da cheñchamant an hin.
Sec’hor, dourioù-beuz, dic’hlannoù, live ar mor war uhelaat… Muioc’h-mui e vo gwelet darvoudoù dreistordinal dre m’eo tommoc’h-tommañ ar bed, eme skiantourien ar Giec. Klevet mat eo bet ar c’heloù gant an embregerezhioù asurañs. Graet ez eus bet ur « stress-test » gant an Autorité de contrôle prudentiel et de résolution (ACPR), un ensavadur stag ouzh Bank Frañs, hag hervez an diell e vo div wech muioc’h a wallzarvoudoù etre 2022 ha 2050.
Ar wech kentañ eo e vez muzuliet ar riskloù-mañ. « E 2050 e vefe torret 7,15 % eus ar c’hevratoù asurañs e Aodoù-an-Arvor, ar pezh a zo kalzig, a c’heller lenn en diell c’hoazh. Gallout ‘rafemp displegañ ar sifr-mañ abalamour ma vo muioc’h a wallzarvoudoù e lec’hioù zo. Evel-just e kresko priz an asurañsoù el lec’hioù-se. » Emañ aodoù Mor Breizh hag aodoù Mor Kreizdouar e-touez ar re washañ.
Ur steuñv broadel chomet stanket
« Pa vez torret ur gevrat asurañs ez eo posupl ma vefe graet unan nevez gant un embregerezh all. Forzh penaos e vo dav gwiriañ ar sifroù evit ma vefent resisoc’h », eme c’hoazh ar re o deus skrivet an diell. Hervez Laurent Clerc, rener studiadennoù ar riskloù er media Novethic, ar pal a oa sachañ evezh an embregerezhioù asurañs evit ma vefe kemeret e kont e teuio da vezañ re gêr an asurañsoù evit lod eus an dud.
En un diell all bet roet d’ar gouarnamant e miz Ebrel e oa bet kaoz dija eus ar riskl ne vefe ket moaien ken asuriñ an tiez bet roet d’ar gouarnamant e miz Ebrel : « Muioc’h-mui a ostilhoù a gaver evit gouzout peseurt lec’hioù a vo taget ar muiañ. Hag an embregerezhioù a c’hell sevel strategiezhoù evit chom hep asuriñ anezho ». Ur steuñv evit en em adaptiñ ouzh cheñchamant an hin a oa war ar stern gant ar gouarnamant. Sañset e oa da vezañ embannet e-pad an hañv. Met se e oa a-raok ma vefe divodet ar Vodadenn vroadel…