- Article précédent: Enklaskoù leun e zivskouarn : dizoloit podkastoù « Splann ! »
- Article suivant: Peseurt raktresoù 'zo tro-war-dro e Breizh e miz Ebrel 2024 ?
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Dre gumun Landunvez (29) e red ar Foull, ur stêrig hag a zegouezh er mor war aod Penfoull, ul lec’h brav da vont da neuial. Plijout a ra d’ar vakañsourien ha da dud ar vro mont di da gouronkañ. Padal eo ivez unan eus an aodoù muiañ saotret er vro, hervez ur studiadenn bet graet gant ar gevredigezh Beautifoul. Krouet eo bet e 2022 evit « sachañ evezh war saotradur ar Foull ». Ur saotradur a zeu diwar al labour-douar greantel a vez tro-war-dro : desevel moc’h ha gounit mais E 2022 e oa bet Splann ! oc’h enklask diwar-benn unan eus an atantoù. E miz Mae 2023 e oa bet divontet rodoù karr-tan prezidant ar gevredigezh, Fabrice Hamon.
N’eo ket bet digalonekaet ar gevredigezh : kendalc’het zo bet da vuzuliañ kalite an dour evit gwelet hag-eñ ez eus deus an Escherichia coli, ur batkerie kavet e kaoc’h al loened. En holl ez eus bet tennet hag elfennet dour 184 gwech e-tre 2017 ha 2024 gant Beautifoul ha gant ar SAGE ( schéma d’aménagement et de gestion de l’eau e galleg). Hag an disoc’hoù a zo sklaer : 65% eus an elfennerezhioù a zo en tu all d’ar feur saotradur aotreet, dreist-holl pa vez glav pil.
« Saotret kenañ e vez ar Foull pa ra glav, a-hed ar bloaz, ha dreist-holl e-pad ar prantadoù kouronkañ, en nevez-amzer hag en hañv », a skriv Beautifoul en diell a vez embannet d’un doare foran gant Splann !. Hervez an disoc’hoù e vez ur geidenn (moyenne) a 7.949 unanenn /100ml war ar bloaz. Gant al lezenn Europa « kouronkañ » e vez lâret eo saotret an dour p’az a dre da 1.000 unanenn/100ml. « Se a dalv eo seizh gwech gwashoc’h ar Foull eget an dour gwashañ, hervez al lezenn », a c’haller lenn en dokumant.
Evit keñveriañ : lâret eo bet e oa re saotret dour ar stêr Saena ba Pariz evit degemer ar c’hoarioù olimpek, dre ma vez kavet ouzhpenn 2.000 unanenn/ 100ml a Escherichia coli ennañ. « D’an ampoent ma oa bet elfennet dour ar Saena ba Pariz, e oa bet kavet 25.000 unanenn/100ml er Foull e Landunvez », eme Beautifoul.
Gant Ajañs rannvroel ar yec’hed (ARS) e vez ivez kontrolet kalite an dourioù-kouronkañ e Penn-ar-Bed. Met ganti e vez elfennet dour tennet eus ar mor ha n’eo ket eus ar stêr. Ar pezh a dalv eo skañvoc’h ar saotradur dre ma vez mesket gant an dour mor. Ne vez ket kemeret e kont gant an ARS ar feurioù gwashañ, pa vez glav pil, rak e vez lâret int « dreistordinal ». Padal e vez serret an aod er mareoù-se… Kondaonet eo bet ajañs Breizh e miz Even 2023 abalamour da seurt doareoù d’ober diboell.
Abalamour d’an disoc’hoù-se e c’houlenn Beautifoul e vefe difennet mont da gouronkañ war aod Penfoull. Da c’hortoz e vo lakaet el linenn gant ar gevredigezh ul lec’hienn internet graet gant skol-veur Brest evit heuliañ ar saotradur war ar pemdez.